Levr Yirmia 20
1Ar gér-man̄ a iéaz da Jérémias digan̄d ann Aotrou, pa gasaz ar roué Sédésias étrézég enn-han̄ Fassur, mâb Melc’hias, ha Sofonias, mâb Maasias ar bélek, ô lavarout:
2Goulenn kuzul digan̄d ann Aotrou évid-omp; râk Nabukodonosor, roué Babilon, a stourm ouz-omp; ma rai ann Aotrou burzudou enn hor gounid, ével ma eo boazet da ôber, ha ma pellai hé-man̄ diouz-omp.
3Ha Jérémias a lavaraz d’ézhô: Ével-henn é lévérrot da Zédésias:
4Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué Israel: Chétu mé a zistrôiô ann armou brézel a zô étré hô taouarn, ha gan̄t péré é stourmit out roué Babilon, hag oud ar C’haldéed, péré a c’hrounn ac’hanoc’h trô-war-drô d’hô moriou; ha mé hô strollô é-kreiz ar géar-man̄.
5Ha mé va-unan a stourmô ouz-hoc’h gan̄d eunn dourn astennet, gan̄d eur vréac’h gré, gan̄t frouden, gan̄d drouk, gan̄d eur vuanégéz vrâz.
6Ha mé a skôiô war ar ré a choum er géar-man̄; ann dûd hag al loéned a varvô gan̄d eur vosen vrâz.
7Ha goudé-zé ann Aotrou a lavaraz: Mé a rôiô Sédésias, roué Juda, hag hé zervicherien, hag hé bobl, hag ar ré eûz ar géar-zé a vezô bét dilézet gan̄d ar vosen, gan̄d ar c’hlézé, ha gan̄d ann naounégez, é dourn Nabukodonosor roué Babilon, hag é dourn hô énébourien, hag é dourn ar ré a glask hô buez; hag hen̄ a skôiô gan̄t-hô gan̄d ar c’hlézé, héb habaskded, hép truez, hép trugarez.
8Hag é liviri d’ar bobl-zé: Ével-henn é lavar ann Aotrou: Chétu mé a laka dira-z-hoc’h hen̄d ar vuez, hag hen̄d ar marô.
9Néb a choumô er géar-zé, a varvô gan̄d ar c’hlézé, ha gan̄d ann naounégez, ha gan̄d ar vosen; hôgen piou-bennâg a vézô éat er-méaz, hag a vézô tec’het étrézég ar C’haldéed, péré a c’hrounn ac’hanoc’h, a vévô; hag ével eur preiz é vézô d’ézhañ hé éné.
10Râk lékéat em eûz va dremm oud ar géar-zé évid ann droug, ha nann évid ar mâd, émé ann Aotrou: étré daouarn roué Babilon é vézô rôet, hag hen̄ hé loskô gan̄d ann tân.
11Ha da dî roué Juda, é liviri: Sélaouit gér ann Aotrou.
12Tî David, ével-henn é lavar ann Aotrou: Rôit hô parnou diouc’h ar min̄tin, ha tennit néb a zô mac’het eûz a zourn ar mac’her: gan̄d aoun na zeûjé va frouden er-méaz ével tân, ha na loskché, hép ma helled hé mouga, enn abek da zrougiez hoc’h ôbériou.
13Chétu mé a zeû d’az kavout, té péhini a zô diazézet enn eunn draonien ha war eur roc’h stard, émé ann Aotrou; c’houi péré a lavar: Piou a drec’hô ac’hanomp? Ha piou a zeûiô enn hon tiez?
14Ha mé a emwélô ac’hanoc’h hervez frouez hoc’h ôbériou, émé ann Aotrou; hag é likiinn ann tân enn hé c’hoat, hag hen̄ a loskô pép-tra war hé zrô. ———— XXII. PENNAD Ann Aotrou a erbéd Joakim hag hé bobl da viroud ar reizded.