Levr Yirmia 22:14
Gwélet em eûz profeded Jéruzalem hén̄vel oud avoultrérien, hag oc’h heûlia hen̄t ar gévier; hag hô hô deûz startéet dourn ar ré zroug, évit na zistrôjé két pép-hini eûz hé zrougiez; deûet in̄d holl évid-oun ével Sodoma, hag ar ré a choum enn-hi ével Gomorra.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
2 Samuel 7:2Hen a lavaraz d’ar profed Natan: Na wélez-té két pénaoz é choumann enn eunn ti sedr, ha pénaoz eo lékéat arc’h Doué é-kreiz ar c’hrec’hin?
Proverbs 17:19Ann hini a glask kas drouk (T), a gâr ar strivou; ha néb a zâv uc’hel hé borz, a glask hé ziskar.
Isaiah 9:9Ann holl bobl her gwézô, Éfraim, hag ar ré a choum é Samari, péré a lavar gan̄t balc’hder hag é brazoni hô c’haloun:
Daniel 4:30Enn héveleb heûr é oé sévénet al lavar-zé war Nabukodonosor; hag hen̄ a oé kaset eûz a douez ann dud, hag hén̄ a zébraz foenn ével eunn éjenn, hag hé gorf a oé glépiet gan̄t glîz ann én̄v; ken na greskaz hé vléô ével plû ann éred, hag hé ivinou ével ré ann evned.
Haggai 1:4Ha né két deûet ann amzer d’é-hoc’h da choum é tiez aozet-kaer, hag ann ti-zé d’in a zô didud?