Levr Yirmia 22
1Gwâ ar vésérien a zispenn hag a zirog dén̄ved va feûrvan, émé ann Aotrou.
2Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué Israel, d’ar vésérien a rén va fobl: C’houi hoc’h eûz skiñet va dén̄ved, hô distolet hoc’h eûz, ha n’hoc’h eûz két hô emwélet; chétu mé a emwélô ac’hanoc’h enn abek da zrougiez hoc’h ôbériou, émé ann Aotrou.
3Ha mé a strollô ann dilerc’h eûz va dén̄ved, eûz ann holl vrôiou é péré em bézô hô harluet; hag hô likiinn da zistrei d’hô farkou; hag hî a greskô hag a baottô;
4Lakaad a rinn war-n-ézhô mésérien, hag hô mesô; na vézin̄t mui enn aoun hag er spoun̄t; ha na ziouérô hini anézhô, émé ann Aotrou.
5Chétu é teû ann deisiou, émé ann Aotrou, é péré é likiinn da zével da Zavid eur wenn reiz; eur roué hag a rénô, hag a vézô fur, hag a rai barnédigez ha reizded war ann douar.
6Enn deisiou-zé é vézô dieûbet Juda, hag Israel a choumô gan̄t fisiañs; hag hé-man̄ eo ann hanô a rôin̄t d’ézhan̄: Ann Aotrou hor reiz.
7Râk-sé chétu é teûiô ann deisiou, émé ann Aotrou, ma na vézô mui lavaret: Béô eo ann Aotrou, péhini en deûz tennet bugalé Israel eûz a vrô ann Éjipt:
8Hôgen: Béô eo ann Aotrou, péhini en deûz tennet ha digaset gwenn tî Israel eûz a zouar ann han̄ter-noz, hag eûz ann holl vrôiou é péré em bôa hô distolet; hag hî a choumô enn hô brô hô-unan.
9D’ar broféded: Brévet eo bét va c’haloun enn-oun, va holl eskern hô deûz krénet: deûet ounn ével eunn dén mezô, hag ével eunn dén leûn a win, dirâg ann Aotrou, ha dirâg hé c’hériou san̄tel.
10Râk leûn eo ann douar a avoultrérien, râg ann douar a léñv dirâg al léou; séac’h eo deûet mésiou ann distrô; droug eo bét hô réd, ha direiz hô galloud.
11Râg ar profed hag ar bélek a zô en em zaotret; hag em zî em eûz kavet hô droug, émé ann Aotrou.
12Râk-sé hô hen̄t a vézô ével eur riskaden enn dévalien: boun̄tet é vézin̄t, hag é kouézin̄t kévret; râk mé a gasô droug war-n-ézhô, é bloaz va emwél, émé ann Aotrou.
13É proféded Samari em eûz gwélet ann diboell: hî a ziougané é hanô Baal, hag a douelle va fobl a Israel.
14Gwélet em eûz profeded Jéruzalem hén̄vel oud avoultrérien, hag oc’h heûlia hen̄t ar gévier; hag hô hô deûz startéet dourn ar ré zroug, évit na zistrôjé két pép-hini eûz hé zrougiez; deûet in̄d holl évid-oun ével Sodoma, hag ar ré a choum enn-hi ével Gomorra.
15Râk-sé ével-henn é lavar Aotrou ann arméou d’ar broféded: Chétu mé a voétô anézhô gan̄t vuélen, hag a zourô anézhô gan̄t béstl; râg eûz a broféded Jéruzalem eo deûet ar saotr war ann douar holl.
16Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou: Na zélaouit két gériou ar broféded a ziougan d’é-hoc’h, hag a douell ac’hanoc’h: gwélédigez hô c’haloun hô-unan a lévéron̄t, ha nann eûz a c’hénou ann Aotrou.
17Hî a lavar d’ar ré a wall-gomz ac’hanoun: Ann Aotrou en deûz lavaret: Ar péoc’h hô pézô; ha d’ar ré holl péré a valé é direizted hô c’haloun hô-unan, hô deûz lavaret; Na c’hoarvézô két a zroug gan-é-hoc’h
18Râk piou a zô bét é kuzul ann Aotrou, hag en deûz hé wélet, hag en deûz klévet hé chér? Piou en deûz lékéat évez oud hé c’hér, hag en deûz hé zélaouet?
19Chétu korven̄ten buanégez ann Aotrou a zeû er-méaz, ann arné a darz hag a gouézô war benn ar ré fallagr.
20Na zistrôiô két frouden ann Aotrou, kén n’en dévézô gréat, kén n’en dévézô peûr-c’hréat mennoz hé galoun: enn deisiou divéza é poellot hé guzul.
21Na gasenn két ar broféded-zé, hag hî a rédé; na gomzenn két out-hô, hag hî a ziougané.
22Ma vijen̄t bét savet em c’huzul, ha ma hô dévijé rôet da anaout va gériou d’am pobl, em bijé bépréd hô distrôet eûz hô hen̄t fall, hag eûz hô gwall vénosiou. 23 Ha Doué a dôst ounn-mé, émé ann Aotrou? Ha nann Doué a bell?
24Mar kuz eunn dén enn amc’houlou, ha n’her gwélann-mé két, émé ann Aotrou? Ha na leûniann-mé két ann én̄v hag ann douar, émé ann Aotrou?
25Klévet em eûz ar péz hô deûz lavaret ar brofeded, péré hô deûz diouganet gévier, em hanô, ô lavarout: Huvréet em eûz, huvréet em eûz.
26Bété pégeit é vézô ar ménoz-zé é kaloun ar broféded a ziougan touellérézou hô c’haloun hô-unan?
27Ar ré-zé a fell d’ézhô lakaat va fobl da an̄kounac’haat va hanô enn abek d’hô huvréou, a zanévell pép-hini d’hé nésa; ével ma hô deûz hô zadou an̄kounac’héet va hanô enn abek da Vaal.
28Ar profed en deûz bét eunn huvré, ra zanevellô eunn huvré; hag ann hini en deûz bét klévet va gér, ra lavarô va gér gan̄t gwirionez; hag hén̄vel eo ar c’hôlô oud ar gwiniz, émé ann Aotrou?
29Ha ne két va gériou ével tân, émé ann Aotrou, hag ével eur morzol a dorr ar méan?
30Râk-sé chétu mé a zeû étrézég ar broféded, émé ann Aotrou; péré a laer va gériou pép-hini d’hé nésa.
31Chétu mé a zeû étrézég ar broféded, émé ann Aotrou, péré a gun̄a hô zéôdou, hag a lavar: Ann Aotrou a lavar.
32Chétu mé a zeû étrézég ar broféded, péré hô deûz huvréou a c’hévier, émé ann Aotrou, hag a zanévell anézhô, hag a douell va fobl gan̄d hô gévier, ha gan̄d ho burzudou; pétrâ-bennâg n’em eûz két hô c’haset, na gourchémennet nétrâ d’ézhô, hag ével-sé n’hô deûz gréat vâd é-béd d’ar bobl-man̄, émé ann Aotrou.
33Mar grâ ar goulenn-man̄ ouz-id ar bobl-zé, pé eur profed, pé eur bélek, ô lavarout: Pétrâ eo béac’h ann Aotrou? E liviri d’ézhô: C’houi eo ar béac’h; hag ével-sé hô tistolinn, émé ann Aotrou.
34Hag ar profed hag ar bélek, hag ar bobl a lavarô: Béac’h ann Aotrou; mé a emwélô ann dén-zé hag hé dî.
35Ével-henn é léverrot pép-hini d’hé nésa, ha pép-hini d’hé vreûr: Pétrâ en deûz respoun̄tet ann Aotrou? Ha pétrâ en deûz lavaret ann Aotrou?
36Ha na vézô mui gréat a véneg eûz a véac’h ann Aotrou; rak béac’h pép-hini a vézô hé c’hér hé-unan; ô véza ma hoc’h eûz gwallet gériou ann Doué béô, Aotrou ann arméou, hon Doué-ni.
37Ével-henn é liviri d’ar profed: Pétrâ en deûz respoun̄tet ann Aotrou d’id? Ha pétrâ en deûz lavaret ann Aotrou?
38Hôgen ma livirit: Béac’h ann Aotrou; râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou: O véza ma hoc’h eûz lavaret ar gér-man̄: Béac’h ann Aotrou; ha ma em eûz kaset étrézég enn-hoc’h, évit lavarout: Na livirit két: Béac’h ann Aotrou.
39Râk-sé chétu mé a gémérô hag a zougô ac’hanoc’h, hag a zilézô ac’hanoc’h, hag ar géar em eûz rôet d’é-hoc’h ha d’hô tadou, hag hô taolinn a zira-z-oun.
40Ha mé hô lakai da vézégez peûr-baduz, ha da zismégan̄s peûr-baduz, ha na vézô bikenn an̄kounac’heet. ———— XXIV. PENNAD Gwélédigez diou gést fiez.