Levr Yirmia 22:17
Hî a lavar d’ar ré a wall-gomz ac’hanoun: Ann Aotrou en deûz lavaret: Ar péoc’h hô pézô; ha d’ar ré holl péré a valé é direizted hô c’haloun hô-unan, hô deûz lavaret; Na c’hoarvézô két a zroug gan-é-hoc’h
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
1 Samuel 8:3Hôgen azénézed Kis, tâd Saül, a oa dian̄ket, ha Kis a lavaraz da Zaül hé vâb: Kémer gan-éz unan eûz ar baotred, saô ha kéa da glask ann azénézed. Tréménout a réjon̄t dré vénez Éfraim,
Psalms 10:3Râg ar péc’her a zô meûlet é ioulou hé éné, hag ar fallagr zô benniget,
Jeremiah 7:6Hô sélaouet em eûz, hô arvestet em eûz; hini anézhô na gomz hervez ar reiz; hini anézhô na râ pinijen eûz hé béc’hed, ô lavarout: Pétrâ em euz-mé gréat? Holl é trôon̄t war-zû hô gwall ioulou ével eur marc’h a ia gan̄d err d’ar stourm.