Levr Yirmia 26:22
Da Vabilon é vézin̄t dizouget, hag énô é choumin̄t bétég ann deiz é péhini é emwélinn anézhô, émé ann Aotrou, hag é rinn hô digas adarré, hag hô lakaad enn hô léac’h ken̄ta. ———— XXVIII. PENNAD Ar falz profed Hananias.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 12:8Ar ré fallagr a valé trô-war-drô; hervez da veûrded éc’h eûz kresket é niver bugalé ann dûd. ———— XII. PSALM. Évid ann divez, Psalm David.
Jeremiah 29:3Râk chétu é teû ann deisiou, émé ann Aotrou, ma likiinn da zistrei dizougadur va fobl a Israel hag a Juda, émé ann Aotrou: ha mé hô lakai da zistrei d’ann douar em bôa rôet d’hô zadou; hag hî a berc’hennô anézhan̄.
Jeremiah 36:25Hôgen mar klev ar brin̄sed pénaoz em eûz komzet ouz-id; mar teûon̄t d’az kavout, ha da lavarout d’id: Danével d’é-omp pétrâ éc’h eûz lavaret d’ar roué; na gûz nétrâ ouz-omp, ha na lakaimp két da laza; ha pétrâ en deûz lavaret ar roué d’id.
Ezekiel 8:11Ha dék dén ha tri-ugen̄t eûz a hénaoured tî Israel a oa enn hô sâ dirâg ann traou pin̄tet-zé; ha Jézonias, mâb Safan, a oa enn hô c’hreiz; pép-hini anézhô eo dôa eunn ézan̄souer enn hé zourn; ha môged ann ézan̄s a zavé enn éar.