Levr Yirmia 26
1Er penn-ken̄ta eûz a rén Joakim, mâb Josias, roué Juda, é teûaz ar gér-man̄ da Jérémias a berz ann Aotrou, ô lavarout:
2Ével-henn é lavar ann Aotrou d’in: Grâ éréou ha chadennou évid-od; ha laka-hi enn-drô d’as gouzouk.
3Hag é kasi anézhô da roué Édom, ha da roué Moab, ha da roué bugalé Ammon, ha da roué Tir, ha da roué Sidon, dré zourn ar gannaded a zô deûet da Jéruzalem étrézé Sédésias, roué Juda.
4Hag é c’hourc’hémenni d’ézhô lavarout kémen̄t-man̄ d’hô mistri: Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel: Ével-henn é léverrot d’hô mistri:
5Mé eo em eûz gréat ann douar, hag ann dûd, hag al loéned a zô war-c’horré ann douar, gan̄t va nerz brâz, ha gan̄t va bréac’h astennet: hag hé rôet em eûz da néb zô bét kavet mâd gan-én̄.
6Bréma éta em eûz lékéat ann holl zouarou-zé étré daouarn Nabukodosor, roué Babilon, va zervicher; rôet em eûz ivé d’ézhan̄ loéned ar mésiou, évit ma vézin̄t dindân hé c’halloud.
7Hag ann hoil vrôadou a blégô dindân-han̄, ha dindân hé vâb, ha dindân mâb hé vâb; kén na vézô deûet hé amzer, hag amzer hé rouan̄télez; ha kalz broadou, ha rouéed brâz a blégô dindân-han̄.
8Hôgen kémen̄t brôad ha kémen̄d rouan̄télez ha n’en em lakai két dindân galloud Nabukodonosor, roué Babilon, ha piou-bennâg na blégô két hé c’houzoug dindân géô roué Babilon, mé a emwélô ar vrôad-zé gan̄d ar c’hlézé, gan̄d ann naounégez, ha gan̄d ar vosen, éme ann Aotrou, kén n’em bézô hô lékéat-da-nétra dindân hé zourn.
9C’houi éta, na zélaouit két hô proféded, nag hô tiouganérien, nag hoc’h huvréérien, nag hô kelc’hiérien, nag hô strobinellérien, péré a lavar d’é-hoc’h: Na gouézot két dindan béli roué Babilon.
10Râg hî a ziougan gévier d’é-hoc’h, évid hô lakaad da von̄t pell diouc’h hô prô, évid hô tisteûrel hag hô kâs-da-nétra.
11Hôgen ar vrôad a blégô hé gouzoug dindân géô roué Babilon, hag en em lakai dindân hé c’halloud; mé hé lézô enn hé brô, émé ann Aotrou; hag hî a labourô anézhi, hag a choumô enn-hi.
12Ha mé a gomzaz out Sédésias, roué Juda, hervez ann holl c’hériou-zé ô lavarout: Plégid hô kouzoug dindân géô roué Babilon, hag en em likiit dindân hé c’halloud hag hini hé bobl, hag é vévot.
13Pérâg é varvot-hu, té ha da bobl gan̄d ar c’hlézé, gan̄d ann naounégez, ha gan̄d ar vosen, ével m’en deûz lavaret ann Aotrou diwar-benn ar vrôad ha na vézô két bét fellet d’ézhi en em lakaad dindân galloud roué Babilon?
14Na zélaouit két gériou ar broféded, a lavar d’é-hoc’h: Na gouézot két dindân galloud roué Babilon; râg gévier a lévéron̄t d’é-hoc’h,
15O véza n’em eûz két hô c’haset, émé ann Aotrou; hag hî a ziougan em hanô é gaou; évid hô tisteûrel, hag hô kas-da-gét, c’houi, hag ar broféded a ziougan d’é-hoc’h.
16Ha mé a gomzaz ivé oud ar véléien, hag oud ar bobl-man̄, ô lavarout: Ével-henn é lavar ann Aotrou: Na zélaouit két gériou hô proféded, péré a ziougan d’é-hoc’h, ô lavarout: Chétu listri tî ann Aotrou a zistrôiô abarz némeur eûz a Vabilon: râg hî a ziougan gévier d’é-hoc’h.
17Na zelaouit két éta anézhô, hôgen en em likiit dindân galloud roué Babilon, évit ma vévot. Pérâg é vé rôet ar géar-man̄ da eunn distrô?
18Ha mar d-in̄t proféded, ha mar d-éma gér ann Aotrou enn-hô, ra harzin̄t oud Aotrou ann arméou, évit n’az ai két al listri a zô choumet é tî ann Aotrou, hag é tî roué Juda, hag é Jéruzalem, da Vabilon.
19Râg ével-henn é lavar Aotrou ann arméou diwar-benn ar peûliou, hag ar môr, hag ar steûdennou, hag al listri all a zô choumet er géar-man̄.
20Péré n’in̄t két bét kaset gan̄t Nabukodonosor, roué Babilon, pa zizougaz Jéc’honias, mâb Joakim, roué Juda, eûz a Jéruzalem da Vabilon, hag ar ré-gen̄ta holl eûz a Juda hag eûz a Jéruzalem.
21Râg ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel diwar-benn al listri a zô choumet é tî ann Aotrou; hag é tî roué Juda ha Jéruzalem.
22Da Vabilon é vézin̄t dizouget, hag énô é choumin̄t bétég ann deiz é péhini é emwélinn anézhô, émé ann Aotrou, hag é rinn hô digas adarré, hag hô lakaad enn hô léac’h ken̄ta. ———— XXVIII. PENNAD Ar falz profed Hananias.