Levr Yirmia 27:6
Hag ar profed Jérémias a lavaraz: Amen, bézet gréat ével-sé gan̄d ann Aotrou; ra zévénô ann Aotrou ar gériou éc’h eûz diouganet, évit ma vézô digaset al listri da dî ann Aotrou, ha ma tistrôi el léac’h-man̄ ar ré holl a zô bét dizouget da Vabilon.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
7Hôgen sélaou ar gér a livirinn, évit ma her c’hlévi, ha ma vézo klévet gan̄d ann holl bobl:
Cross References
Psalms 50:10Râg holl loéned ar c’hoajou a zô d’in, hag ivé loéned ar ménésiou, hag ann éjenned.
Jeremiah 21:7Mé a zañtélô enn da énep ann hini a lazô da dûd, hen̄ hag hé armou; hî a ziskarô da wéz-sedr kaer, hag hô zaolô enn tân.
Jeremiah 25:9Pérâg en deûs-hén̄ diouganet é hanô ann Aotrou, ô lavarout: Ével Silo é vézô ann tî-man̄; hag ar géar-man̄ a vezô disman̄tret, ha na choumô dén enn-hi? Hag ann holl bobl en em strollaz a-énep Jérémias é tî ann Aotrou.
Ezekiel 29:18Mâb dén, Nabukodonosor, roué Babilon, en deûz gréat d’in gan̄d hé armé eur servich brâz a-énep Tir; ann holl bennou a zô deuet da vézâ moal, hag ann holl ziskoaz a zô bét kiñet; ha koulskoudé n’eûz két bét roet a c’hôbr d’ézhan̄, na d’he armé, évid ar servich brâz en deûz gréat d’in a-énep Tir.