Levr Yirmia 27
1C’hoarvézoud a réaz er bloaz-zé, er penn-ken̄ta eûz a rén Sédésias, roué Juda, er pévaré bloaz, er pempved mîz, pénaoz Hananias, mâb Azur, profed eûz a C’habaon, a gomzaz ouz-in é tî ann Aotrou, dirâg ar véléien, hag ann holl bobl, ô lavarout:
2Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel: Torred eo bét gan-én̄ géô roué Babilon.
3C’hoaz daou vloaz, ha mé a lakai da zigas adarré el léac’h-man̄ holl listri tî ann Aotrou, en deûz kéméret Nabukodonor, roué Babilon, eûz al léac’h-man̄, hag en deûz dizouget da Vabilon.
4Ha Jéc’honias, mâb Joakim, roué Juda, hag ar ré holl a zô bét dizouget eûz a Juda, ha kaset da Vabilon, a likiinn da zistrei el léac’h-man̄, émé ann Aotrou; râk mé a dorrô géô roué Babilon.
5Neûzé Jérémias, ar profed, a lavaraz da Hananias ar profed, dirâg ar véléien, ha dirâg ann holl bobl, a ioa enn hé zâ é tî ann Aotrou.
6Hag ar profed Jérémias a lavaraz: Amen, bézet gréat ével-sé gan̄d ann Aotrou; ra zévénô ann Aotrou ar gériou éc’h eûz diouganet, évit ma vézô digaset al listri da dî ann Aotrou, ha ma tistrôi el léac’h-man̄ ar ré holl a zô bét dizouget da Vabilon.
7Hôgen sélaou ar gér a livirinn, évit ma her c’hlévi, ha ma vézo klévet gan̄d ann holl bobl:
8Ar broféded a zô bét em raok hag enn da raog adaleg ar penn-ken̄ta, hô deûz diouganet a-énep kalz brôiou, hag a-énep rouan̄télésiou brâz, ar brézel, ann en̄krez, ann naounégez.
9Mar teû eur profed da ziougani ar péoc’h; pa vézô sévénet hé lavar, é vézô gwézet hag hen zô ann Aotrou en deûz hé gaset é gwirionez.
10Neûzé Hananias, ar profed, a dennaz ar chaden eûz a gerc’hen Jérémias ar profed, hag hé zorraz.
11Hag Hananias ô komza dirâg ann holl bobl, a lavaraz: Ével henn é lavar ann Aotrou: Enn doaré-zé é torrinn géô Nabukodonosor, roué Babilon, a-benn daou vloaz, out kerc’hen ann holl vrôadou.
12Ha Jérémias ar profed a iéaz enn hé hen̄t. Hôgen goudé m’en dôé Hananias, ar profed, torret ar chaden a ioa out kerc’hen Jérémias ar profed, é teûaz gér ann Aotrou da Jérémias, ô lavarout:
13Kéa, ha lavar da Hananias: Ével-henn é lavar ann Aotrou: Chadennou prenn éc’h eûz torret; hôgen té a rai enn hô léac’h chadennou houarn.
14Râg ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel: Eur géô houarn em eûz lékéat war chouk ann holl vrôadou-zé, évit ma vézin̄t dindan béli Nabukodonosor, roué Babilon, hag hî a vézô dindân hé véli: hag ouc’h-penn em eûz rôet d’ézhan̄ loéned ar mésiou.
15Neûzé Jérémias, ar profed, a lavaraz da Hananias, ar profed: Sélaou, Hananias: ann Aotrou n’en deûz két da gaset, ha té éc’h eûz lékéat ar bobl-man̄ da fisiout er gévier.
16Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou: Chétu mé a dennô ac’hanod diwar c’horré ann douar; hévléné é varvi: ô véza ma éc’h eûz komzet a-éneb ann Aotrou.
17Hag Hananias, ar profed, a varvaz er bloaz-zé, er seizved mîz. ———— XXIX. PENNAD Gourdrouzou a-éneb ar fals broféded.