Levr Yirmia 29:17
Râk mé a gasô ar gleizen d’id, hag a baréô da c’houliou, émé ann Aotrou. Ann dilézet hô deûz da c’halvet, ô Sion; houn-nez eo, émé-z-hô, péhini n’é deûz hini évid hé en̄klaskout.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Jeremiah 24:1Gér péhini a oé lavaret da Jérémias diwar-benn holl bobl Juda er pévaré bloaz eûz a Joakim, mâb Josias, roué Juda, péhini eo ar c’hen̄ta eûz a Nabukodonosor, roué Babilon,
Jeremiah 24:10Ha mé a lakai da éhana enn hô zouez mouéz al lîd, ha mouéz al lévénez, mouéz ar pried, ha mouéz ar bried, trouz ar vréô, ha goulou ar c’hleûzeûr.
Jeremiah 29:18Ével-henn é lavar ann Aotrou: Chétu mé a lakai da zistrei ar ré a oa é sklavérez dindân teltou Jakob; ha mé em bézô truez oud hé diez; hag ar géar a vézô savet a-névez war hé ménez, hag ann templ a vézô diazézet a-névez ével ma oa ken̄t.
Ezekiel 5:12Eunn drédéren ac’hanod a varvô gan̄d ar vosen, hag a vézô bévézet gan̄d ann naoun enn da greiz; eunn drédéren all a gouézô dindân ar c’hlézé enn-drô d’id; ann drédéren all a skiñinn é péb avel, hag é tenninn ar c’hlézé war hô lerc’h.
Luke 21:11Ha béz’ é vézô é meûr a léac’h krénou douar, ha bosennou, ha naounégézou, hag é vézô gwélet enn én̄v traou spoun̄tuz hag arwésiou direiz.