Levr Yirmia 29
1Ar gér-man̄ a zeûaz da Jérémias a berz ann Aotrou, ô lavarout:
2Ével-henn é komz ann Aotrou, Doué Israel, ô lavarout: Skrîv évid-od enn eul levr ann holl c’hériou em eûz lavaret d’id.
3Râk chétu é teû ann deisiou, émé ann Aotrou, ma likiinn da zistrei dizougadur va fobl a Israel hag a Juda, émé ann Aotrou: ha mé hô lakai da zistrei d’ann douar em bôa rôet d’hô zadou; hag hî a berc’hennô anézhan̄.
4Hag ar geriou-man̄ en deûz lavaret ann Aotrou diwar-benn Israel ha Juda:
5Râg ével-henn é lavar ann Aotrou: Eunn trouz heûzuz hon eûz klévet; ar spoun̄t, ha n’eûz két a béoc’h.
6Goulennit hag it da wélout hag ar oazed a zô ô c’hénel (T); pérâg éta é wélann-mé ann holl oazed hô douarn war hô digroazel, ével eur chrég é gwilioud, ha pérag eo trôet hô holl zremmou é mélénadur?
7Allas! péger brâz é vézô ann deiz-zé; na vézô hini hén̄vel out-han̄; eunn amzer a en̄krez é vézô évit Jakob; hôgen dieûbet é vézô anézhan̄.
8Râg enn deiz-zé, émé Aotrou ann arméou, é torrinn ar géô a zô war da c’houzouk; brévi a rinn da chadennou, hag ann diavésidi na aotrouniin̄t mui ac’hanod:
9Hôgen hî a zervichô ann Aotrou, hô Doué, ha David hô roué, a likiinn da zével d’ézhô.
10Hôgen n’az péz két a aoun, ô Jakob va zervicher, émé ann Aotrou, na spoun̄t két, ô Israel: râk chétu mé az tieûbô eûz ar vrô bell, ha da wenn eûz a zouar hô sklavérez; ha Jakob a zistrôiô, hag a arzaôô, hag a gavô pép mâd, ha na vézô den évid hé spoun̄ta.
11Râg gan-éz émounn, émé ann Aotrou, évid da zieûbi; dispenna a rinn ann holl vrôadou é-touez péré em eûz da skiñet: hôgen té n’az tispenninn két; hôgen da gastiza a rinn gan̄t barnédigez, évit na vézi két dinam dirâk da zaoulagad da-unan.
12Râg ével-henn é lavar ann Aotrou: Da zrouk ne helleur ket gwellaat d’ézhan̄ (T); da c’houli a zô gwall-fall.
13N’eûz dén a oufé hé liénenna ével ma vé réd; didalvez eo al louzou a raed évid da baréa.
14Ar ré holl az karé hô deûz da anavézet, ha na glaskon̄t mui ac’hanod; ével eunn énébour em eûz skôet gan-éz, gan̄t krizder em eûz da gastizet, enn abek d’al lôd brâz eûz da fallagriézou, ha d’as kaléder er péc’héd.
15Pérâg é c’harmez-té diwar-bénn da vrévadur? Dibaréuz eo da boan; enn abek d’al lod brâz eûz da fallagriézou, ha d’as kaléder er péc’hed em eûz gréat kémen̄t-sé d’id.
16Koulskoudé ar ré holl péré a loun̄k ac’hanod, a vézô loun̄ket; da holl énébourien a vézô kaset é sklavérez; ar ré a wast ac’hanod, a vézô gwastet, ha da holl breizérien a rôinn d’ar preiz.
17Râk mé a gasô ar gleizen d’id, hag a baréô da c’houliou, émé ann Aotrou. Ann dilézet hô deûz da c’halvet, ô Sion; houn-nez eo, émé-z-hô, péhini n’é deûz hini évid hé en̄klaskout.
18Ével-henn é lavar ann Aotrou: Chétu mé a lakai da zistrei ar ré a oa é sklavérez dindân teltou Jakob; ha mé em bézô truez oud hé diez; hag ar géar a vézô savet a-névez war hé ménez, hag ann templ a vézô diazézet a-névez ével ma oa ken̄t.
19Hag ar veûleudi a zeûiô er méaz eûz hô génou, hag ar c’hanaouennou laouen; ha me ho faottô, ha na zigreskin̄t két; ha mé hô énoro, ha na vézin̄t két dislébéret.
20Hô bugalé a vézô ével ken̄t, hag hô strollad a choumô stard dira-z-oun; ha mé a emwélô ar ré holl a heskin anézhô.
21Hag hé réner a zeûiô anézhan̄; hag eur prin̄s a vézô ganet enn hé greiz; ha mé hô stagô, hag hén̄ a dôstai ouz-in; râk piou eo ann hini a hell staga hé galoun, ha tôstaad ouzin, émé ann Aotrou?
22Ha c’houi a vézô va fobl, ha mé a vézô hô Toué.
23Chétu korven̄tou ann Aotrou, hé frouden, hag hé arné a ia da gouéza, ha da arzaôi war benn ar ré fallagr.
24Ann Aotrou na zistrôiô két hé vuanégez hag hé frouden, kén n’en dévézô gréat ha peûr-c’hréat ménosiou hé galoun: enn deiz divéza hô foellot. ———— XXXI. PENNAD Gwelladur Israel ha Juda.