Levr Yirmia 32:26
É tistolinn ivé gwenn Jakob ha David va zervicher, ha na gémérinn két eûz hé géf prin̄sed eûz a wenn Abraham, Izaak ha Jakob; râk mé a lakai da zistrei hô sklaved, hag a rai trugarez enn hô c’hén̄ver. ———— XXXIV. PENNAD Gourdrouzou ann Aotrou enn abek da zisléalded hé bobl. l. Gér a zeûaz da Jérémias diouc’h ann Aotrou (pa édo Nabukodonosor roué Babilon, hag hé holl armé, hag ann holl rouan̄télésiou eûz ann douar, péré a oa dindan hé c’halloud, hag ann holl boblou, ô vrézélekaat out Jéruzalem, hag oud hé holl gériou) ô lavarout: 2 Ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué Israel: Kéa, ha komz out Sédésias, roué Juda, ha lavar d’ézhan̄: Ével-henn é lavar ann Aotrou: Chétu mé a lakai ar géar-man̄ étré daouarn roué Babilon, péhini a lakai ann tân enn-hi. 3 Ha té da-unan na dec’hi két diout-han̄; hogen évit-gwîr é vézi kéméret, ha lékéat étré hé zaouarn; da zaoulagad a wélô daoulagad roué Babilon, hag hé c’hénou a gomzô oud da c’hénou, hag é Babilon éz î. 4 Koulskoudé sélaou gér ann Aotrou, ô Sédésias, roué Juda. Ével-henn é lavar ann Aotrou d’id: Na varvi két gan̄d ar c’hlézé, 5 Hôgen é péoc’h é varvi: dévet é vézô évid-od louzou-c’houés-vad, ével ma eo bét dévet évid da dadou ar rouéed ken̄t a zô bét enn da raok: hag hî a râi da gaon̄ ô lavarout: Allas, ô Aotrou! Râk mé em eûz lavaret ar gér-zé, émé ann Aotrou. 6 Ha Jérémias, ar profed, a lavaraz ann holl c’hériou-zé da Zédésias, roué Juda é Jéruzalem. 7 Koulskoudé armé roué Babilon a stourmé a-énep Jéruzalem, hag a-énep ann holl gériou eûz a Juda a oa choumet, a-énep Lac’his, hag a-énep Azéc’ha; râg eûz a gériou kré Juda, ar ré-man̄ a oa choumet c’hoaz. 8 Ar gér-man̄ a zeûaz da Jérémias diouc’h ann Aotrou, goudé m’en dôé ar roué Sédésias gréat unvaniez gan̄d ann holl bobl eûz a Jéruzalem, oc’h embanna: 9 Ma kasche-kuît pép-hini hé vével hag hé vatez, Hébréad hag Hébréadez, hag hî dieûb: ha na zeûjen̄t mui da gaout galloud war-n-ézhô, pa oan̄t iuzevien ével-t-hô,ha breûdeûr d’ézhô. 10 Pa glévaz ann holl brin̄sed hag ann holl bobl pénaoz é oa unvaniez évit ma kasché-kuît pép-hini hé vével hag hé vatez, hag hî dieûb, ha na dlien̄t mui kaout béli war-n-ézhô, é sélaouchon̄t, hag hô c’haschon̄t-kuît. 11 Hôgen goudé-zé hî a drôaz, hag a zigasaz adarré ar vévellou hag ar mitisen hô dôa kaset-kuît, hag hî dieûb, hag hô lékéaz adarré da vévellou ha da vitisien. 12 Hag ar gér-man̄ a zeûaz da Jérémias diouc’h ann Aotrou, ô lavarout: 13 Ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué Israel: Mé em eûz gréat kévrédigez gan̄d hô tadou, enn deiz é péhini em eûz hô digaset eûz a zouar ann Éjipt, eûz a dî ar sklavérez, ô lavarout: 14 A-benn seiz vloaz, kaset pép-hini hé vreûr Hébréad, a vézô bét gwerzet d’ézhan̄: goudé m’en dévézô servichet anézhan̄ a-héd c’houec’h vloaz, kaset anézhan̄ kuît, hag hén̄ dieûb. Hôgen hô tadou n’hô deûz két va zélaouet, ha n’hô deûz ket dinaouet hô diskouarn. 15 Ha c’houi a oa trôet hiriô étrézég enn-oun, hag hô pôa gréat ar péz a oa reiz dirâk va daoulagad, oc’h embanna pénaoz pép-hini a zieûbché hé viñoun; ha c’houi hoc’h eûz gréat ann unvaniez-zé dira-z-oun, enn tî war béhini é c’halveur va hanô. 16 Hôgen c’houi a zô distrôet, hag hoc’h eûz saotret va hanô, ô tigas adarré pép-hini hé vével hag hé vatez, hô pôa kaset-kuît, hag hî dieûb hag enn hô béli hô-unan; hag hoc’h eûz hô lékéat adarré da vévellou ha da vitisien. 17 Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou: N’hoc’h eûz két va zélaouet, évit rei ann dieûb pép-hini d’hé vreûr, ha pép-hini d’hé viñoun: chétu mé a embann ann dieûb d’é-hoc’h, émé ann Aotrou, étrézég ar vosen, hag étrézég ann naounégez; hag é rôinn ac’hanoc’h da géflusk dré holl rouan̄télésiou ann douar. 18 Ha mé a rôiô ann dûd hô deûz torret va c’hévrédigez, péré n’hô deûz két miret gériou ar gévrédigez hô deûz gréat dira-z-oun, goudé béza tréménet étré rannou al leûé hô dôa trouc’het é diou loden: 19 Prin̄sed Juda, ha prin̄sed Jéruzalem, ar spazéien, hag ar véléien, hag ann holl bobl eûz ar vrô péré hô deûz tréménet étré rannou al leûé; 20 Mé hô rôiô étré daouarn hô énébourien, hag étré daouarn ar ré a glask hô buez: hag hô c’horfou-marô a vézô da voéd da evned ann én̄v ha da loéned ann douar. 21 Ha mé a rôiô Sédésias, roué Juda, hag hé brin̄sed, étré daouarn hô énébourien, hag étré daouarn ar ré a glask hô buez, hag étré daouarn arméou roué Babilon, péré a zô pelléet diouz-hoc’h. 22 Chétu mé her gourc’hemenn, émé ann Aotrou, hag hô likiinn da zistrei oud ar géar-man̄; hag hî a stourmô out-hi, hag a gémérô anézhi, hag a zevô anézhi gan̄d ann tân: hag é likiinn kériou Juda ével eunn distrô, ha na choumô dén enn-hô. ———— XXXV. PENNAD Léalded ar Réc’habited.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
Then came the word of the LORD unto Jeremiah, saying,