Levr Yirmia 32
1Gér ann Aotrou a zeûaz eunn eil wéach da Jérémias, pa édô c’hoaz serret é porched ar vâc’h, ô lavarout:
2Ével-henn é lavar ann Aotrou, péhini her grai, péhini hen doaréô, péhini hen aozô; ann Aotrou eo hé hanô:
3Garm étrézég enn-oun, ha mé a zélaouô ouz-id: ha mé a rôi da anaout d’id traou brâz ha stard, ha na ouzoud két anézhô.
4Râg ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué Israel, da diez ar géar-man̄, ha da diez roué Juda, péré a zô bét diskaret, ha d’ar c’hréou, ha d’ar c’hlézé,
5Diwar-benn ar ré a zeû évit stourmi oud ar C’haldéed, hag évid hô leûnia a c’horfou-marô, ann dûd em eûz skôet em frouden hag em buanégez, goudé béza kuzet va dremm ouc’h ar géar-zé, enn abek d’hô drougiez holl.
6Chétu mé a zigasô d’ézhô ar gleizen hag ar iéc’hed: hag a zisklériô d’ézho pénaoz é tléon̄t goulenni ar péoc’h hag ar wirionez.
7Ha mé a lakai da zistrei sklaved Juda, ha sklaved Jéruzalem: hag é savinn anézhô ével er penn-ken̄ta.
8Hô glana a rinn eûz hô holl fallagriézou, hag eûz ar péchéjou hô deûz gréat em énep: hô drugaréza a rinn eûz ann holl wallou dré béré hô deûz va dilézet ha va disprizet.
9Ha béz’ é vézô da hanô- mâd, ha da lévénez, ha da veûleûdi, ha da lîd dirâg holl vrôadou ann douar, ann holl vadou a glévin̄t em bézô gréat enn hô c’hen̄ver: hag hî a vézô spoun̄tet ha saouzanet gan̄d ann holl vadou, hag ann holl béoc’h a rôinn d’ézhô.
10Ével-henn é lavar ann Aotrou: Klevet é vézô adarré (el léac’h-man̄, a zô, émé c’houi, eunn distrô, ô véza n’eûz enn-han̄ na dén, na loen; é keriou Juda, hag é leûriou-kéar Jéruzalem, péré a zô disman̄tret, didûd, divrôiz ha diloéned),
11Mouéz al lîd, ha mouéz al lévénez, mouéz ar pried, ha mouéz ar bried, mouéz ar ré a lavarô: Meûlit Aotrou ann arméou, râk mâd eo ann Aotrou, râk peûr-baduz eo hé drugaréz; mouéz ar ré a zougô hô gwéstlou é tî ann Aotrou: râk mé a lakai da zistrei sklaved ann douar-man̄ ével er penn-ken̄ta, émé ann Aotrou.
12Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou: El léac’h-man, péhini a zô divrôiz, didûd ha diloéned, hag enn hé holl gériou, é vézô adarré lôgou évid ar vésérien a gasô ann tropellou d’ann éc’hoaz.
13É kérioû ar ménésiou, hag é kériou ar c’hompézennou, hag er c’hériou a zô war-zû ar c’hrésteiz, hag é brô Ben̄jamin, ha trô-war-drô Jéruzalem, hag é kériou Juda, é tréménô adarré ann dén̄ved dindân dourn ann hini hô nivérô, émé ann Aotrou.
14Chétu é teû ann deisiou, émé ann Aotrou, ma sévéninn ar gér mâd em eûz rôet da dî Israel ha da dî Juda.
15Enn deisiou-zé, hag enn amzer-zé é likiinn da gellida eûz a Zavid eur c’hollid a reizded; hag hén̄ a rai barnédigez ha reizded war ann douar.
16Enn deisiou-zé é vézô dieûbet Juda, ha Jéruzalem a choumô gan̄t fisian̄s; ha chétu ann hanô a rôin̄t d’ézhan̄: Ann Aotrou, hor reiz.
17Râg ével-henn é lavar ann Aotrou: Na vézô két gwélet kéf David héb eunn dén, a vézô azézet war drôn tî Israel.
18Ha na vézo két gwélet gwenn ar véléien hag al Lévited héb eunn dén dira-z-oun, a gennigô sakrifisou-lôsk, ha sakrifisou-boéd, hag a lazô bemdez viktimou dira-z-oun.
19Ha gér ann Aotrbu a zeûaz étrézé Jérémias, ô lavarout:
20Ével-henn é lavar ann Aotrou: Mar gelleur terri ar gévrédigez em eûz gréat gan̄d ann deiz, hag ar gévrédigez em eûz gréat gan̄d ann nôz, évit na vézô na deiz na nôz enn hé amzer:
21E vézô gellet ivé terri ar gévrédigez em eûz gréat gan̄d David va zervicher, évit na zeûi két diout-han̄ eur mâb péhini a rénô war hé drôn, ha Lévited, ha béléien da vinistred d’in.
22Ével na helleur két nivéri stéred ann énv, na men̄ta tréaz ar môr; ével-sé é kreskinn gwenn David, va zervicher, hag al Lévited va ministred.
23Ha gér ann Aotrou a zeûaz étrézé Jérémias, ô lavarout:
24Ha n’éc’h eûz két gwélet pénaoz é komz ar bobl-zé, ô lavarout: Ann diou wenn eo dôa dilennet ann Aotrou, a zô bét dispennet; disprizet eo va fobl gan̄t-hô, ha n’eo mui ével eur vrôad dira-z-hô.
25Ével-henn é lavar ann Aotrou: Ha né két stard ar gévrédigez em eûz gréat gan̄d ann deiz ha gan̄d ann nôz, al lézennou em eûz rôet d’ann én̄v ha d’ann douar.
26É tistolinn ivé gwenn Jakob ha David va zervicher, ha na gémérinn két eûz hé géf prin̄sed eûz a wenn Abraham, Izaak ha Jakob; râk mé a lakai da zistrei hô sklaved, hag a rai trugarez enn hô c’hén̄ver. ———— XXXIV. PENNAD Gourdrouzou ann Aotrou enn abek da zisléalded hé bobl. l. Gér a zeûaz da Jérémias diouc’h ann Aotrou (pa édo Nabukodonosor roué Babilon, hag hé holl armé, hag ann holl rouan̄télésiou eûz ann douar, péré a oa dindan hé c’halloud, hag ann holl boblou, ô vrézélekaat out Jéruzalem, hag oud hé holl gériou) ô lavarout: 2 Ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué Israel: Kéa, ha komz out Sédésias, roué Juda, ha lavar d’ézhan̄: Ével-henn é lavar ann Aotrou: Chétu mé a lakai ar géar-man̄ étré daouarn roué Babilon, péhini a lakai ann tân enn-hi. 3 Ha té da-unan na dec’hi két diout-han̄; hogen évit-gwîr é vézi kéméret, ha lékéat étré hé zaouarn; da zaoulagad a wélô daoulagad roué Babilon, hag hé c’hénou a gomzô oud da c’hénou, hag é Babilon éz î. 4 Koulskoudé sélaou gér ann Aotrou, ô Sédésias, roué Juda. Ével-henn é lavar ann Aotrou d’id: Na varvi két gan̄d ar c’hlézé, 5 Hôgen é péoc’h é varvi: dévet é vézô évid-od louzou-c’houés-vad, ével ma eo bét dévet évid da dadou ar rouéed ken̄t a zô bét enn da raok: hag hî a râi da gaon̄ ô lavarout: Allas, ô Aotrou! Râk mé em eûz lavaret ar gér-zé, émé ann Aotrou. 6 Ha Jérémias, ar profed, a lavaraz ann holl c’hériou-zé da Zédésias, roué Juda é Jéruzalem. 7 Koulskoudé armé roué Babilon a stourmé a-énep Jéruzalem, hag a-énep ann holl gériou eûz a Juda a oa choumet, a-énep Lac’his, hag a-énep Azéc’ha; râg eûz a gériou kré Juda, ar ré-man̄ a oa choumet c’hoaz. 8 Ar gér-man̄ a zeûaz da Jérémias diouc’h ann Aotrou, goudé m’en dôé ar roué Sédésias gréat unvaniez gan̄d ann holl bobl eûz a Jéruzalem, oc’h embanna: 9 Ma kasche-kuît pép-hini hé vével hag hé vatez, Hébréad hag Hébréadez, hag hî dieûb: ha na zeûjen̄t mui da gaout galloud war-n-ézhô, pa oan̄t iuzevien ével-t-hô,ha breûdeûr d’ézhô. 10 Pa glévaz ann holl brin̄sed hag ann holl bobl pénaoz é oa unvaniez évit ma kasché-kuît pép-hini hé vével hag hé vatez, hag hî dieûb, ha na dlien̄t mui kaout béli war-n-ézhô, é sélaouchon̄t, hag hô c’haschon̄t-kuît. 11 Hôgen goudé-zé hî a drôaz, hag a zigasaz adarré ar vévellou hag ar mitisen hô dôa kaset-kuît, hag hî dieûb, hag hô lékéaz adarré da vévellou ha da vitisien. 12 Hag ar gér-man̄ a zeûaz da Jérémias diouc’h ann Aotrou, ô lavarout: 13 Ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué Israel: Mé em eûz gréat kévrédigez gan̄d hô tadou, enn deiz é péhini em eûz hô digaset eûz a zouar ann Éjipt, eûz a dî ar sklavérez, ô lavarout: 14 A-benn seiz vloaz, kaset pép-hini hé vreûr Hébréad, a vézô bét gwerzet d’ézhan̄: goudé m’en dévézô servichet anézhan̄ a-héd c’houec’h vloaz, kaset anézhan̄ kuît, hag hén̄ dieûb. Hôgen hô tadou n’hô deûz két va zélaouet, ha n’hô deûz ket dinaouet hô diskouarn. 15 Ha c’houi a oa trôet hiriô étrézég enn-oun, hag hô pôa gréat ar péz a oa reiz dirâk va daoulagad, oc’h embanna pénaoz pép-hini a zieûbché hé viñoun; ha c’houi hoc’h eûz gréat ann unvaniez-zé dira-z-oun, enn tî war béhini é c’halveur va hanô. 16 Hôgen c’houi a zô distrôet, hag hoc’h eûz saotret va hanô, ô tigas adarré pép-hini hé vével hag hé vatez, hô pôa kaset-kuît, hag hî dieûb hag enn hô béli hô-unan; hag hoc’h eûz hô lékéat adarré da vévellou ha da vitisien. 17 Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou: N’hoc’h eûz két va zélaouet, évit rei ann dieûb pép-hini d’hé vreûr, ha pép-hini d’hé viñoun: chétu mé a embann ann dieûb d’é-hoc’h, émé ann Aotrou, étrézég ar vosen, hag étrézég ann naounégez; hag é rôinn ac’hanoc’h da géflusk dré holl rouan̄télésiou ann douar. 18 Ha mé a rôiô ann dûd hô deûz torret va c’hévrédigez, péré n’hô deûz két miret gériou ar gévrédigez hô deûz gréat dira-z-oun, goudé béza tréménet étré rannou al leûé hô dôa trouc’het é diou loden: 19 Prin̄sed Juda, ha prin̄sed Jéruzalem, ar spazéien, hag ar véléien, hag ann holl bobl eûz ar vrô péré hô deûz tréménet étré rannou al leûé; 20 Mé hô rôiô étré daouarn hô énébourien, hag étré daouarn ar ré a glask hô buez: hag hô c’horfou-marô a vézô da voéd da evned ann én̄v ha da loéned ann douar. 21 Ha mé a rôiô Sédésias, roué Juda, hag hé brin̄sed, étré daouarn hô énébourien, hag étré daouarn ar ré a glask hô buez, hag étré daouarn arméou roué Babilon, péré a zô pelléet diouz-hoc’h. 22 Chétu mé her gourc’hemenn, émé ann Aotrou, hag hô likiinn da zistrei oud ar géar-man̄; hag hî a stourmô out-hi, hag a gémérô anézhi, hag a zevô anézhi gan̄d ann tân: hag é likiinn kériou Juda ével eunn distrô, ha na choumô dén enn-hô. ———— XXXV. PENNAD Léalded ar Réc’habited.