Levr Yirmia 33:9
Ha n’hon eûz két savet a diez évit choum enn-hô, ha n’hon eûz bét d’é-omp na gwini, na parkou, nag éd:
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Esther 8:17É-touez ann holl boblou, hag ar brovin̄sou, hag ar c’heriou é péré é teûaz gourc’hémenn ar roué, é oé eul lévénez anat, féstou ha banvésiou ha deisiou-gouél; enn hévélep doaré ma teûaz kalz eûz ar brôadou all, péré a oa dishén̄vel diout-hô enn hô c’hréden, d’en em unvani gan̄t hô c’hréden ha gan̄d hô lidou; ô véza m’en dôa hanô ar Iuzevien taolet eur spoun̄t brâz enn hô zouez. ———— IX. PENNAD. Ar Iuzevien, hervez gourc’hémenn ar roué, a lâz ar ré hô dôa mennet hô c’hâs-hi da gét.
Psalms 126:2Râk labour da zaouarn é tebri; gwenvidig oud; hag ervâd é vézô d’id.
Isaiah 55:13Pa c’harmi, ra zeûi d’az dieûbi ar ré éc’h eûz strollet; hôgen ann avel hô skiñô holl, eur c’houézaden hô c’hasô-kuît. Hogen ann hini a laka hé fisian̄s enn-oun, en dévézô ann douar é digwéz, hag a biaouô va ménez san̄tel.
Isaiah 62:1A-ioul é rogfez ann én̄vou, hag é tiskennfez; ar ménésiou a zinaoufé dira-z-od.