Levr Yirmia 33
1Gér a zeûaz da Jérémias diouc’h ann Aotrou, é deisiou Joakim, mâb Josias, roué Juda, ô lavarout:
2Kéa da dî ar Réc’habited, ha komz out-hô, ha laka-hi da von̄d é tî ann Aotrou, enn unan eûz a gamprou ann ten̄zor, hag é rôi d’ézhô gwîn da éva.
3Ha mé a géméraz Jézonias, mâb Jérémias, mâb Habsanias, hag hé vreûdeûr, hag hé holl vipien, hag holl diad ar Rec’habited.
4Hag é likiiz anézhô da von̄d é tî ann Aotrou, é kambr mipien Hanan, mâb Jégédélias dén Doué, é-tâl kambr ar briñsed, a-ziouc’h kambr Maasias, mâb Sellum, péhini a ioa diwaller ar porched.
5Hag é likiiz dirâk bugalé tî ar Réc’habited pôdou leûn a wîn ha kôpou; hag é liviriz d’ézhô: Évit gwin.
6Hôgen hî a lavaraz: Na évimp két a wîn; râk Jonadab, mâb Réc’hab, hon tâd, en deûz gourc’hémennet d’é-omp, ô lavarout: Na évot két a wîn, c’houi, nag hô pugalé da-vikenn:
7Na zafot két a diez, ha na hadot két a éd, ha na blan̄tôt két a wini, ha n’ho pézô két anézhô; hogen dindan teltou é choumot héd hô teisiou, évit ma vévot pell-amzer war-c’horré ann douar, é pehini émoc’h ével diavésidi.
8Sen̄tet hon eûz éta out mouéz Jonadab, mab Réc’hab, hon tâd, é kémen̄d en deûz gourc’hémennet d’é-omp, ha n’hon eûz két évet a wîn é holl zeisiou hor buez, na nî, nag hor gragez, nag hor mipien, nag hor merc’hed:
9Ha n’hon eûz két savet a diez évit choum enn-hô, ha n’hon eûz bét d’é-omp na gwini, na parkou, nag éd:
10Hôgen choumet hon eûz dindan teltou, hag hon eûz sen̄tet out kémen̄d en deûz gourc’hémennet d’é-omp Jonadab hon tad.
11Hôgen pa eo pin̄et Nabukodonosor, roué Babilon, enn hor brô, hon eûz lavaret: Deûit, ha déomp da Jéruzalem, a zirâg armé ar C’haldéed, hag a zirag armé ar Siried; hag omp choumet é Jéruzalem.
12Ha gér ann Aotrou a zeûaz da Jérémias, ô lavarout:
13Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel: Kéa, ha lavar da dûd Juda, ha d’ar ré a choum é Jéruzalem: Ha na zigémerrot két ar c’hélen évit sen̄ti out va gériou, émé ann Aotrou?
14Gériou Jonadab, mâb Réc’hab, dré béré é c’hourc’hémennaz d’hé vugalé na évchen̄t két a wîn, a zô bét heûliet; hag hî n’hô deûz két évet a wîn bétég ann deiz-man̄, ô véza ma hô deûz sen̄tet out gourc’hémenn hô zâd; hôgen mé em eûz komzet ouz-hoc’h, ô sével diouc’h ar min̄tin évit komza, ha n’hoc’h eûz ket sen̄tet ouz-in.
15Kaset em eûz d’é-hoc’h va holl zervichérien ar broféded; ô sével diouc’h ar min̄tin, em eûz hô c’haset, hag em eûz lavaret: Distrôit pép-hini eûz hô kwall hen̄chou, ha gwellait hoc’h ôbériou; na heûḻit két ann douéed a-ziavéaz ha na azeûlit két anézhô; ha c’houi a choumô enn douar em eûz rôet d’é-hoc’h ha d’hô tadou; hôgen n’hoc’h eûz két dinaouet hô skouarn, ha n’hoc’h eûz két va zélaouet.
16Ével-sé bugalé Jonadab, mâb Réc’hab, hô deûz sévénet stard ar gourc’hémenn en dôa rôet hô zâd d’ézhô: hôgen ar bobl-man̄ n’en deûz két sen̄tet ouz-in.
17Râk-sé ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel: Chétu mé a zigasô war Juda, ha war ar ré holl a choum e Jéruzalem, ann holl zroug em eûz diouganet enn hô énep, ô véza ma em eûz komzet outhô, ha n’hô deûz két va zélaouet; ma em eûz hô galvet, ha n’hô deûz két respoun̄tet d’in.
18Ha Jérémias a lavaraz da diad ar Réc’habited: Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel: O véza ma hoc’h eûz sen̄tet out kémenn Jonadab hô tâd, ma hoc’h eûz miret hé holl erbédou, ha ma hoc’h eûz gréat kémen̄d en dôa gourc’hémennet d’é-hoc’h:
19Râk-sé ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel: Na éhanô két gwenn Jonadab, mâb Réc’hab, da rei tûd péré a zavô dira-z-oun da-vikenn. ———— XXXVI. PENNAD Ar roué Joakim a laka da zévi levr diouganou Jérémias.