Levr Yirmia 35:13
Ha Jérémias a lavaraz d’ézhan̄: Né két gwîr, na dec’hann két étrézég ar C’haldéed. Hôgen Jérias na zélaouaz két Jérémias; kregi a réaz enn-han̄, hag her c’hasaz dirâg ar brin̄sed.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Proverbs 8:10Digémérit va c’hélen, ha nann ann arc’han̄t; dilennit ken̄toc’h ar gélennadurez égéd ann dour.
Isaiah 28:9Râg eur bobl eo hag a hég ac’hanoun; bugalé gaouiad in̄t, bugalé ha na fell két d’ézhô sélaoui lézen Doué;
Jeremiah 5:3Da zaoulagad, Aotrou, a zell oud ar wirionez; skôet éc’h eûz gan̄t-hô, ha n’in̄t két bét poaniet; hô brévet éc’h eûz, ha né két fellet d’ézhô digémérout ar c’hélen; lékéat hô deûz hô dremmou kalétoc’h égéd ar méan, ha né két fellet d’ézhô distrei.
Jeremiah 6:10Out piou é komzinn-mé, ha piou a bédinn-mé d’am sélaoui? Chétu eo dienwadet hô diskouarn, ha na hellon̄t két klevout; chétu eo deûet disprizuz d’ézhô gér ann Aotrou, ha na fell két d’ézhô hé zigémérout.
Jeremiah 25:2Ével-henn é lavar ann Aotrou: Sâv é porched tî ann Aotrou, ha lavar da holl dûd kériou Juda, péré a zeû évid azeûli é ti ann Aotrou, ann holl c’hériou em eûz gourc’hémermet d’id da lavaroud d’ézhô; ha na lam két eur gér.
Hebrews 12:25Ra vézô ar c’hrâs gan-é-hoc’h holl. Amen. ———— LIZER KATOLIK SANT JAKEZ ABOSTOL ———— I. PENNAD.