Levr Yirmia 35:2
Hôgen na zen̄taz két hen̄, nag hé zervichérien, na pobl ar vrô, out gériou ann Aotrou, en dôa lavaret dré c’hénou Jérémias ar profed.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
1 Chronicles 2:55Hag ivé kéren̄tiezou ar skribed a zô ô choum é Jabez, péré a gan hag a zon gan̄d ar binviou, hag a choum dindân teltou. Ar ré-zé eo ar Sinéed, péré a zô deûet eûz a Galor, tâd tî Réc’hab. ———— III. PENNAD. Nésted David hag ar rouéed Juda eûz a wenn David.
1 Chronicles 9:33Ar ré gen̄ta eûz ar ganerien é tiadou al Lévited, eo ar ré a choumé er c’hamprou évit ma helchen̄t ôber bépréd hô c’harg nôz-deiz.
1 Chronicles 28:12Hag ivé eûz ann holl leûriou a fellé d’ézhan̄ ôber, hag eûz al lôjou trô-war-drô, evit ten̄zoriou tî ann Aotrou, ha ten̄zoriou ann traou sakr;
Nehemiah 13:5Hôgen lakaad a réaz ôber évit-han̄ eunn ten̄zor brâz; hag énô é oé kaset dira-z-han̄ ével rôou, ézan̄s, ha listri, ha déog ann éd, hag ar gwîn hag ann éôl; lôd al Lévited, hag ar ganerien, hag ar borsierien, ha préveûdiou ar véleien.