Levr Yirmia 36:24
Hôgen ma na fell két d’id mon̄d er-méaz, chétu ar gér en deûz diskouézet ann Aotrou d’in: 22 Chétu ann holl c’hragez a vézô choumet é tî roué Juda, a vézô kaset da brin̄sed roué Babilon; hag hî a lavarô: Ann dûd a béoc’h-zé hô deûz da douellet, ha da dréc’het; soubet hô deûz da dreid er fan̄k hag el lin̄kr, hag hô deûz da zilézet. 23 Ha da holl c’hragez, ha da vugalé a vézô kaset d’ar C’haldéed: ha na déc’hi két diouc’h hô daouarn, râk kéméret é vézi gan̄t roué Babilon; hag hen̄ a zévô ar géar-man̄. 24 Neûzé Sédésias a lavaraz da Jérémias: Na wézet dén ar gériou-zé, ha na varvi két.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 36:1Ann dén direiz en deûz lavaret enn hé galoun, é fellé d’ézhan̄ péc’hi; n’éma két doujan̄s Doué dirâg hé zaoulagad.
Psalms 64:5Râk-tâl é toullin̄t anézhan̄ gan̄d ho saésiou, ha n’hô dévézô két a aoun; hô gwall vénoz hô deûz startéet. En em guzuliet hô deûz évit kuza hô spiou; hag hî hô deûz lavaret: Piou hô gwélô?
Isaiah 36:22Hag Ézéc’hias a lavaraz: Pétrâ a vézô da arwéz d’in ma piñinn da di ann Aotrou? ———— XXXIX. PENNAD. Ézéc’hias a ziskouéz hé den̄zoriou da gannaded roué Babilon.