The Bible Software
Levr Yirmia · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Yirmia 36

1Hôgen Safatias, mâb Matan, ha Gédésias, mâb Fassur, ha Juchal, mâb Sélémias, ha Fassur, mâb Melc’hias, hô dôa klévet ar gériou en dôa lavaret Jérémias d’ann holl bobl, ô lavarout:

2Ével-henn é lavar ann Aotrou: Piou-bennâg a choumô er géar-man̄ a varvô gan̄d ar c’hlézé, ha gan̄d ann naounégez, ha gan̄d ar vosen; hôgen néb en em dennô étrézég ar C’haldéed, a vévô; hag hé éné a vézô dieûb ha béô.

3Ével-henn é lavar ann Aotrou: Ar géar-man̄ a vézô rôet évit-gwîr étré daouarn armé roué Babilon; hag hén̄ hé c’hémérô.

4Neûzé ar brin̄sed a lavaraz d’ar roué: Laka da laza ann dén-zé, nî az péd; a-ratoz é teû da wana daouarn ann dûd a vrézel a zô choumet er géar-man̄, ha daouarn ann holl bobl, ô komza out-hô enn doaré-zé. Râg ann dén-zé na glask két eûr-vâd ar bobl-man̄, hôgen hé reûz.

5Hag ar roué Sédésias a lavaraz: Chétu éma-hén̄ étré hô taouarn; râk né vé két reiz é tinac’hfé ar roué eunn dra-bennâg ouz-hoc’h.

6Hî éta a géméraz Jérémias, hag a daolaz anézhan̄ é bac’h zoun Melc’hias, mâb Amélec’h, a ioa é porched ar vâc’h; hag hî a ziskennaz Jérémias gan̄t kerdin er vâc’h zoun, é péhini né d-a két a zour, hôgen fan̄k, ha Jérémias en em gavaz er fan̄k.

7Hôgen Abdémélec’h Étiopiad, spâz é tî ar roué, a glévaz pénaoz hô dôa lékéat Jérémias er vâc’h zoun: ar roué a oa neûzé war hé drôn é-tâl porz Ben̄jamin.

8Hag Abdémélec’h a zeûaz er-méaz eûz a dî ar roué; hag a gomzaz out-han̄, ô lavarout:

9Aotrou, va roué, ann dûd-zé péré hô dôa gréat kémen̄d a zrouk da Jérémias ar profed hô deûz c’hoaz gréat gwasoc’h d’ézhan̄, ô teûrel anézhan̄ er vâc’h zoun, évit ma varvô énô gan̄d ann naoun; râk n’eûz mui a vara é kéar.

10Neûzé ar roué a c’hourc’hémennaz da Abdémélec’h ann Étiopiad ô lavarout: Kémer ac’hann gan-éz trégon̄t dén, ha tenn Jérémias ar profed eûz ar vâc’h zoun, abarz ma varvô.

11Abdémélec’h éta ô véza kéméret ann dûd-zé gan̄t-han̄, a iéaz é tî ar roué; dindân kambr ann arrébeûri: hag é kéméraz ac’hanô tammou kôz vézer, ha diḻad diamzéret, hag hô c’hasaz da Jérémias er vâc’h zoun gan̄t kerdin.

12Hag Abdémélec’h ann Étiopiad a lavaraz da Jérémias: Laka ann tammou kôz vézer, hag ann diḻad diamzéret-zé dindân da ziou gazel, hag enn-drô d’ar c’herdin; ha Jérémias a réaz ével-sé.

13Hag hî a zachaz anézhan̄ gan̄t kerdin, hag a dennaz anézhan̄ eûz ar vâc’h zoun; ha Jérémias a choumaz é porched ar vâc’h.

14Neûzé ar roué Sédésias a gasaz étrézé Jérémias ar profed, hag hel lékéaz da zond é-tâl ann trédé dôr a ioa é tî ann Aotrou; hag ar roué a lavaraz da Jérémias: Eunn dra a c’houlennann digan-éz; na gûz nétrâ ouz-in.

15Hôgen Jérémias a lavaraz da Zédésias: Mar tiouganann d’id, ha na likii két va laza? Ha ma rôann kuzul d’id, ha té a zélaouô ac’hanoun?

16Hôgen ar roué Sédésias a douaz é-kûz da Jérémias, ô lavarout: Ével ma eo béô ann Aotrou, en deûz gréat eunn éné enn-omp, é touann pénaoz n’az lazinn két, ha na rôinn két ac’hanod étré daouarn ann dûd-zé péré a glask da vuez.

17Ha Jérémias a lavaraz da Zédésias: Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel: Mar d-éez étrézé prin̄sed roué Babilon, é vévô da éné, ha na vézô két dévet ar géar-man̄; ha té, ha da diad a vézô savétéet.

18Hôgen ma n’az éez két étrézé prin̄sed roué Babilon, é vézô rôet ar géar-man̄ étré daouarn ar C’haldéed: hag hî hé dévô gan̄d ann tân; ha té na déc’hi két diouc’h hô daouarn.

19Hag ar roué Sédésias a lavaraz da Jérémias: En̄krézet ounn enn abek d’ar Iuzévien a zo téc’het étrézég ar C’haldéed; aoun em eûz na venn lékéat étré hô daouarn, ha na rajen̄t goab ac’hanoun.

20Hôgen Jérémias a lavaraz: Na likiin̄t két ac’hanod étré daouarn ar ré-zé. Sélaou, mé az péd, gér ann Aotrou, a rôann da anaout d’id; mâd é vézô d’id, ha da éné a vézô béô.

21

22

23

24Hôgen ma na fell két d’id mon̄d er-méaz, chétu ar gér en deûz diskouézet ann Aotrou d’in: 22 Chétu ann holl c’hragez a vézô choumet é tî roué Juda, a vézô kaset da brin̄sed roué Babilon; hag hî a lavarô: Ann dûd a béoc’h-zé hô deûz da douellet, ha da dréc’het; soubet hô deûz da dreid er fan̄k hag el lin̄kr, hag hô deûz da zilézet. 23 Ha da holl c’hragez, ha da vugalé a vézô kaset d’ar C’haldéed: ha na déc’hi két diouc’h hô daouarn, râk kéméret é vézi gan̄t roué Babilon; hag hen̄ a zévô ar géar-man̄. 24 Neûzé Sédésias a lavaraz da Jérémias: Na wézet dén ar gériou-zé, ha na varvi két.

25Hôgen mar klev ar brin̄sed pénaoz em eûz komzet ouz-id; mar teûon̄t d’az kavout, ha da lavarout d’id: Danével d’é-omp pétrâ éc’h eûz lavaret d’ar roué; na gûz nétrâ ouz-omp, ha na lakaimp két da laza; ha pétrâ en deûz lavaret ar roué d’id.

26É liviri d’ézhô: Mé em eûz pédet ar roué ô stoui dira-z-han̄, n’am c’hasché két adarré da dî Jonatan, é péléac’h é varvchenn.

27Ann holl brin̄sed a zeûaz éta da gaout Jérémias, hag a réaz goulennou out-han̄: hag hén̄ a gomzaz out-hô hervez m’en dôa gourc’hémennet ar roué d’ézhan̄; hag hî a lézaz anézhan̄ é péoc’h; râk na oa bét klévet nétrâ.

28Ha Jérémias a choumaz é porched ar vâc’h, bétég ann deiz é péhini é oé kéméret Jéruzalem; râk kéméret é oé Jéruzalem. ———— XXXIX. PENNAD Kéméret eo Jéruzalem. Sédésias a dec’h, hag a zô paket.

← Levr Yirmia 35Read In The App, Free →Levr Yirmia 37 →

Study Levr Yirmia 36

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910111213141516171819202122232425262728293031323334353637383940414243444546474849505152