Levr Yirmia 38:4
Bréma éta chétu em eûz tennet ar chaden a oa oud da zaouarn; mar fell d’id don̄t gan-én̄ da Vabilon, deûz; ha mé a lakai évez ouz-id; hôgen ma na fell két d’id don̄t gan-én̄ da Vabilon, choum. Chétu ann douar holl a zô dira-z-od; dilenn, ha kéa el léac’h ma kiri.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Nehemiah 6:9Râg ar ré-zé holl a spoun̄té ac’hanomp, ô véza ma kréden̄t pénaoz é lezchemp al labour, hag éc’h éhanchemp. Hôgen krévaad a rîz va daouarn évit kémen̄t-sé;
Jeremiah 26:21Râg ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel diwar-benn al listri a zô choumet é tî ann Aotrou; hag é tî roué Juda ha Jéruzalem.
Jeremiah 36:12Hag Abdémélec’h ann Étiopiad a lavaraz da Jérémias: Laka ann tammou kôz vézer, hag ann diḻad diamzéret-zé dindân da ziou gazel, hag enn-drô d’ar c’herdin; ha Jérémias a réaz ével-sé.
Ezekiel 22:27Hé frin̄sed a ioa enn hé c’hreiz ével bleizi ô skrâpa eur preiz évit skuḻa goâd; daré da golla ann énéou, ha da zastumi gounidou dré bizoni.