Levr Yehezkel 22:27
Hé frin̄sed a ioa enn hé c’hreiz ével bleizi ô skrâpa eur preiz évit skuḻa goâd; daré da golla ann énéou, ha da zastumi gounidou dré bizoni.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Proverbs 17:23Ann dén fallagr a zigémer rôou é-kûz, évit gwalla hen̄chou ar varn.
Lamentations 4:13Enn abek da béc’héjou hé froféded, ha da fallagriézou hé béléien, péré hô deûz skuḻet enn hé c’hreiz goâd ann dûd reiz. NUN.
Ezekiel 19:3Hag hî é deûz digaset unan eûz hé léonédigou, hag hén̄ a zô deûet da léon; desket en deûz da baka preiz, ha da zibri tûd.
Ezekiel 22:13Râk-sé chétu em eûz stoket va daouarn a-énep da bizoni, hag a-éneb ar goâd a zô bét skuḻet enn da greiz.
Ezekiel 45:9Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Bézet a-walc’h d’é-hoc’h prin̄sed Israel; éhanit hô fallagriez hag hô preizérez, grit barnédigez hag éeunder; rannit hô touarou diouc’h ré va fobl, émé ann Aotrou Doué.
Micah 3:2Ha kalz brôadou a zeûi, hag a lavarô: Deûit piñomp da vénez ann Aotrou, ha da dî Doué Jakob: hag hén̄ a zeskô d’é-omp hé hen̄chou, ha nî a iélô enn hé ravenchou: râg al lézen a zeûi er-méaz eûz a Zion, ha gér ann Aotrou eûz a Jéruralem.