Levr Yirmia 38:9
Ha Godolias, mâb Ahikam, mâb Safan, a douaz d’ézhô, ha d’hô zûd, ô lavarout: N’hô pézet két a aoun ô servicha ar C’haldéed, choumit er vrô, ha servichit roué Babilon, hag ervâd en em géfot.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Esther 7:4Râg gwerzet omb bét, mé ha va fobl, évit béza mac’het, évit béza lazet, évit béza dispennet. A-ioul é vemp gwerzet da sklaved ha da sklavézed, gouzan̄vuz é vé ann drouk; tével a rajenn enn eur geina. Hôgen bréma hon eûz eunn énébour kriz, hag hé grizder a gouéz war ar roué.
Proverbs 24:11Difenn ar ré a gaseur d’ar marô; ha na éhan két da zieûbi ar ré a géméreur évid hô laza.
Jeremiah 19:9Hag em eûz lavaret: Na rinn mui a véneg anézhan̄, ha na gomzinn mui enn hé hanô; hôgen deûet eo em c’haloun ével eunn tân loskuz, a zô en ém zerret em eskern; hag ounn fatet, ô véza na hellenn mui hé c’houzan̄vi.
Jeremiah 39:17Hag hî a iéaz, hag a arzaôaz eunn nébeûd é C’hamaam, a zô tôst da Vétléhem, abarz ma en em lakajen̄t enn hen̄t évid mon̄d enn Éjipt,