Levr Yirmia 4:22
O véza ma eo diskian̄t va fobl, ha n’en deûz két va anavézet; tud diboell ha direiz in̄t; fûr in̄t évid ôber ann drouk, hôgen na ouzoüt két ôber ar mâd.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
21Bété pégeit é wélinn-mé tûd ô tec’hout, hag é klevinn-mé son ar c’horn-boud?
Cross References
2 Samuel 16:21Hag Ac’hitofel a lavaraz da Absalom: Kéa da gaout serc’hed da dâd, en deûz lézet évid diwalloud hé dî, évit pa glevô Israel holl pénaoz éz pézô mézékéet da dâd, ma en em stagin̄t krévoc’h ouz-id.
Psalms 36:4Ar fallagriez en deûz mennet enn hé wélé; arzaôet eo enn holl hen̄chou ha na oa két mâd, ha n’en deûz két kaséet ann drougiez.
Isaiah 1:3Ann éjenn a anavez hé berc’hen, hag ann azen kraou hé vestr: Israel n’en deuz két va anavézet, ha va fobl n’en deûz két poellet.
Isaiah 27:11Hag ann holl wélédigésiou a vézô d’é-hoc’h ével geriou eul levr siellet, a vézô rôet da eunn dén a oar lenna, ô lavarout: Lenn-hén̄; hag hén̄ a lavarô: N’hellann két, râk siellet eo.