Levr Yirmia 4
1Mar trôez, Israel, émé ann Aotrou, distrô ouz-in. Mar tennez da wallou a zira-z-oun, na vézi két kéflusket.
2Ha té a douô: Béô eo ann Aotrou, gan̄t gwirionez, ha gan̄t barnédigez, ha gan̄t reizded; hag ar brôadou a vennigô anézhan̄, hag hé veûlo.
3Râg ével-henn é lavar ann Aotrou da dûd Juda ha Jéruzalem: Névézit hô touar-éhan, ha na hadit két war ann drein.
4Bézit emwadet d’ann Aotrou, ha tennit pôd-mézen hô kalounou, tûd Juda, tûd Jéruzalem; gan̄d aoun na darzché va buanégez ével tân, ha na zeûjé da leski, hép ma helled hé mouga, enn abek da zrougiez hô ménosiou.
5Embannit é Juda, ha rôid da glevout é Jéruzalem, komzit, ha sonit ar c’horn-boud dré ann douar; garmit kaer, ha livirit: En em strollit, ha déomp er c’hériou kré.
6Savit ar bannier é Sion. En em grévait, ha na arzaôit két, râk mé a zigasô drouk eûz ann han̄ter-nôz, hag eur gwastadur brâz.
7Saved eo al léon eûz hé géô, ha diskolper ar brôadou a zô enn hé zâ; éad eo er-méaz euz hé vrô, évit lakaad da zouar enn eunn distrô; da gériou a vézô disman̄tret, hép ma choumô dén enn-hô.
8Dré-zé likiit gourizou-reûn war hô trô, gwélit ha iouc’hit; râk buanégez froudennuz ann Aotrou né két distrôet diwar-n-omp.
9Hag enn deiz-zé, émé ann Aotrou, kaloun ar roué, ha kaloun ar brin̄sed a vézô man̄tret; ar véléien a vézô spoun̄tet, hag ar broféded a vézô saouzanet.
10Ha mé a lavaraz: Allas, allas, allas, Aotrou Doué! Ha touellet éc’h eûz éta ar bobl-man̄, ha Jéruzalem, ô lavarout: Ar péoc’h hô pézô; ha chétu ar c’hlézé a ia da doulla béteg hô éné.
11Enn amzer-zé é vézô lavaret d’ar bobl-man̄ ha da Jéruzalem: Eunn avel leskidik a c’houéz é hen̄chou distrô merc’h va fobl, nann évit niza nag évit skarza.
12Eunn avel leûn a zeûi ac’hanô étrézeg enn-oun; ha neûzé é rôinn da anaout d’ézhô va barnou.
13Chétu é savô ével eur c’hoabren; hé girri a vézô ével eunn arné; hé gézek a vézô skan̄voc’h égéd ann éred; gwâ nî; râg gwastet omp.
14Gwalc’h da galoun a zrougiez, Jéruzalem, évit ma vézi salvet: bété pégeit é choumô enn-od ar gwall vénosiou?
15Râg eur vouéz a rô kelou eûz a Zan, hag a rô da anaout ann idol a zô war vénez Éfraim.
16Livirid d’ar brôadou: chétu eo bét klévet é Jéruzalem pénaoz é teû gwarded eûz a eur vrô bell, péré en em daolô gan̄t garmou brâz war gériou Juda.
17Ével diwallerien ar parkou é rain̄t ann drô anézhi; ô véza é deuz va héget, émé ann Aotrou.
18Da hen̄chou ha da vénosiou hô deûz gréat kémen̄t-sé d’id; da zrougiez eo, péhini a zô c’houerô, hag a ia bété da galoun.
19Va c’hôv, va c’hôv a zô leûn a c’hlac’har, va c’haloun a zô kéflusket enn-oun; na davinn két, râk va éné en deuz klévet son ar c’horn-boud ha garm ann emgann.
20Reûz war reûz a zô bét galvet, hag ann douar holl a zô bét gwastet: enn-eunn-taol eo bét diskaret va zeltou, hag hô c’hrec’hin.
21Bété pégeit é wélinn-mé tûd ô tec’hout, hag é klevinn-mé son ar c’horn-boud?
22O véza ma eo diskian̄t va fobl, ha n’en deûz két va anavézet; tud diboell ha direiz in̄t; fûr in̄t évid ôber ann drouk, hôgen na ouzoüt két ôber ar mâd.
23Sellet em eûz oud ann douar, ha chétu é oa hén̄ goullô, ha dizoaré; hag oud ann én̄vou, ha na oa két a c’houlou enn-hô.
24Gwélet em eûz ar ménésiou, hag hî a gréné; hag ann holl grec’hiennou, hag hî a oa kéflusket.
25Sellet em eûz, ha na oa dén é-béd; hag holl evned ann én̄v a oa éat-kuît.
26Sellet em eûz, hag ann douar frouézuz a zô deûet ével eunn distrô; hag hé holl gériou a vézô diskaret dirâg ann Aotrou, dirâk frouden hé vuanégez.
27Râg ével-henn é lavar ann Aotrou: Didud é vézô ann douar; koulskoudé n’hé zispenninn két a-grenn.
28Ann douar a wélô, hag ann én̄vou a vézô é kan̄v a-ziouc’h, ô véza ma em euz lavaret: Mennet em eûz, ha n’em eûz két a geûz, ha n’ounn két distrôet diout-han̄.
29Diouc’h trouz ar var c’h éien hag ar warégerien eo tec’het kéar holl; el lec’hiou ar ré c’harva in̄d en em dennet, war ar rec’hier in̄t piñet; ann holl gériou a zô dilézet, ha na choum dén enn-hô.
30Hôgen té pa vézi gwastet, pétrâ a rî? Ha pa en em wiskfez gan̄t tané, ha pa en em gin̄klfez gan̄t kin̄klérézou aour, ha pa livchez da zaoulagad gan̄t liou dû, enn-aner eo en em gempenfez; ar ré az karé a zisprizô ac’hanod, hag a glaskô da vuez.
31Râk klévoud a rann eur vouez ével eûz a eur c’hrég é gwilioud, roget gan̄d ar gwen̄trou; mouéz merc’h Sion daré da vervel, hag a astenn hé daouarn, ô lavarout: Gwâ mé, ô véza ma falla va éné gan̄d al lazérez. ———— V. PENNAD Ann Aotrou a rébech da vugalé Israel hô diskrédoni.