Levr Yirmia 40:14
Ha ma livirit c’hoaz: N’her graimp két; hogen da vrô ann Éjipt éz aimp, é péléac’h na wélimp kéd a vrézel, ha na glévimp két soun ar c’horn-boud, ha na c’houzan̄vimp két ann naounégez; hag éno é choumimp.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
13Hôgen ma livirit c’houi: Na choumimp két er vrô-man, ha na zélaouimp két mouéz ann Aotrou, hon Doué;
Cross References
1 Samuel 11:1Hôgen Samuel a lavaraz da Israel holl: Chétu em eûz sélaouet hô mouéz, é kémen̄d hoc’h eûz goulennet digan-én̄; ha lékéat em eûz eur roué war-n-hoc’h.
Proverbs 26:23Muzellou kaer gan̄d eur galoun saotr, a zô ével arc’han̄t dic’hlan lékéat évit kin̄kla eur pôd prî.
Jeremiah 25:21Hag ar roué Joakim, hag hé brin̄sed, hag ar ré c’halloudeg holl eûz hé léz, ô véza klévet kémen̄t-se, ar roué a fellaz d’ézhan̄ hé lakaad da vervel. Hôgen Urias her c’hlévaz, en doé aoun, a dec’haz, hag a iéaz enn Éjipt.
Jeremiah 41:1Chétu pétrâ a c’hoarvézaz, goudé m’en dôé peur-gomzet Jérémias oud ar bobl, ha m’en dôé rôet da anaout d’ézhô ann holl c’hériou évit péré en dôa ann Aotrou, hô Doué, hé gaset étrézég enn-hô:
Jeremiah 41:10Hag é liviri d’ézhô: Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel: Chétu mé a gasô hag a gémérô Nabukodonosor, roué Babilon, va zervicher; hag é likiinn hé dron war ar vein-zé em eûz kuzet; hag hen̄ a ziazézô kador hé c’halloud war-n-ézhô.
Ezekiel 25:2Mâb dén, trô da zaoulagad out bugalé Ammon, ha diougan diwar hô fenn;