Levr Yirmia 40
1Neûzé holl brin̄sed ar vrézélidi, ha Johanan, mâb Karéé, ha Jézonias, mâb Osaias, hag ar ré eûz ar bobl adaleg ar vihana bétég ar vrasa, a dôstaaz,
2Hag a lavaraz da Jérémias ar profed: Sélaou hon erbéd; ha péd évid-omp ann Aotrou, da Zoué, hag évid ann dilerc’h-man̄; râg eûz a galz omp deûet da nébeût, ével ma her gwélez gan̄d da zaoulagad da-unan:
3Évit ma rôiô da anaout d’é-omp ann Aotrou, da Zoué, ann hen̄t dré béhini é tléomp kerzout, hag ar péz a dléomp da ôber.
4Ha Jérémias, ar profed, a lavaraz d’ézhô: Hô klévet em eûz; chétu éz ann da bédi ann Aotrou, hô Toué, hervez hô kériou; kémen̄t gér en dévézô lavaret d’in a rôinn da anaout d’é-hoc’h; na guzinn nétrâ ouz-hoc’h.
5Hag hî a lavaraz da Jérémias: Ra vézô tést ann Aotrou étré-z-omp eûz hor gwirionez hag eûz hol léalded, ma na réomp két kémen̄d en dévézô ann Aotrou, da Zoué, gourc’hémennet d’id da lavaroud d’é-omp.
6Pé é vézô mâd, pé é vézô drouk, é sen̄timp out mouéz ann Aotrou, hon Doué, étrézé péhini é kasomp ac’hanod, évit ma teûiô vâd d’é-omp goudé m’hor bézô sélaouet mouéz ann Aotrou, hon Doué.
7A-benn dék dervez é teûaz gér ann Aotrou da Jérémias.
8Hag héñ a c’halvaz Johanan, mâb Karée, hag holl brin̄sed ar vrézélidi a oa gan̄t-han̄, hag ann holl bobl adaleg ar vihana bétég ar vrasa:
9Hag é lavaraz d’ézhô: Ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué Israel, étrézé péhini hoc’h eûz va c’haset, évit ma lakajenn gan̄t vuelded hô pédennou dira-z-han̄.
10Mar choumit enn éhan er vrô-man̄, é savinn ac’hanoc’h, ha n’hô tiskarinn két; hô plan̄ta a rinn, ha n’hô tic’hrisienninn két: râg habaskéet ounn war ann droug em eûz gréat d’é-hoc’h.
11N’hô pézet két a aoun râk roué Babilon, hô laka da spoun̄ta; n’hô pézet két a aoun ra-z-hañ, émé ann Aotrou; râk mé a zô gan-é-hoc’h, évid hô tieûbi, hag hô tenna eûz hé zaouarn.
12Va zrugaréz a rôinn d’é-hoc’h, hag em bézô truez ouz-hoc’h, hag hô likiinn da choum enn hô prô.
13Hôgen ma livirit c’houi: Na choumimp két er vrô-man, ha na zélaouimp két mouéz ann Aotrou, hon Doué;
14Ha ma livirit c’hoaz: N’her graimp két; hogen da vrô ann Éjipt éz aimp, é péléac’h na wélimp kéd a vrézel, ha na glévimp két soun ar c’horn-boud, ha na c’houzan̄vimp két ann naounégez; hag éno é choumimp.
15Râk-sé sélaouit bréma gér ann Aotrou, c’houi dilerc’h Juda. Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel: Mar trôit hô taoulagad étrézég ann Éjipt, ha m’az îd dî évit choum énô:
16Ar c’hlézé hô lakai da spoun̄ta, a skôi war-n-hoc’h é brô ann Éjipt; hag ann naounégez a zigas kémen̄d a bréder d’é-hoc’h, en em stagô ouz-hoc’h enn Éjipt, hag énô é varvot.
17Ar ré holl péré hô dévézo trôet hô diaoulagad évid mon̄d d’ann Éjipt ha choum enô, a varvô gan̄d ar c’hlézé, ha gan̄d ann naounégez, ha gan̄d ar vosen: na choumô hini anézhô, ha na déc’hô hini diouc’h ann droug a zigasinn war-n-ézhô.
18Râg ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel: Ével ma eo en̄tanet va frouden ha va droug a-énep ar ré a choumé é Jéruzalem; ével-sé éc’h en̄tanô va droug ouz-hoc’h, pa viot éat enn Éjipt: ha c’houi a vézô da argarzidigez, ha da zaouzan, ha da valloz, ha da gunuc’hen: ha na wélot bikenn mui ar vrô-man̄.
19Chétu gér ann Aotrou, diwar hô penn, dilerc’h Juda: Na d-it két enn Éjipt. Hervez m’am eûz lavaret d’é-hoc’h hirio, gwézit
20Hoc’h eûz touellet hoc’h énéou, pa hoc’h eûz va c’haset étrézég ann Aotrou, hon Doué, ô lavarout: Péd évid-omp ann Aotrou, hon Doué, ha rô da anaoud d’é-omp kémen̄d en dévézô lavaret ann Aotrou, hon Doué, ha ni her grai.
21Hé roet em eûz da anaout d’é-hoc’h hiriô, ha n’hoc’h eûz két sélaouet mouéz ann Aotrou, hô Toué, enn holl draou évit péré en deûz va c’haset étrézég enn-hoc’h.
22Gwézit éta bréma, ha gwézit évit-gwîr pénaoz é varvot gañd ar c’hlézé, ha gan̄d ann naounegez, ha gan̄d ar vosen, el léac’h é péhini eo bét fellet d’é-hoc’h mon̄t évit choum enn-han̄. ———— XLIII. PENNAD Ar bobl a gas Jéremias gan̄t-han̄ enn Éjipt.