Levr Yirmia 42:14
Ha na déc’hô hini, ha na choumô hini eûz ann dilerc’h eûz ar Iuzévien, péré a zô éat évit choum é brô ann Éjipt; ha na zistrôiô hini é brô Juda, war-zû péhini éma savet hô énéou, gan̄d ar c’hoan̄t da zistrei ha da choum enn-hi: râk na zistrôiô néméd ar ré a déc’hô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 11:5Koun hon eûz eûz ar pésked a zebremp enn Éjipt évit nétrâ; don̄d a ra enn hor spéred ar c’hokombrez, ar mélon̄s, ar pour, ann ouñoun, hag ar c’hiñen.
Numbers 14:4Hag hî a lavaraz ann eil d’égilé: Lékéomb unan da benn d’é-omp, ha distrôomp d’ann Éjipt.
Deuteronomy 17:16Choum a rai gân-éz el léac’h ma karô, hag éc’h arzaôi enn unan eûz da geriou: na nec’h két anézhan̄.
Isaiah 30:2Ann dén-zé a vézô ével eur gwasked oud ann avel, hag eur vôden oud ann arné; ével goueriou dour enn eunn douar séac’h, ha skeûd eur roc’h uc’hel enn eunn douar skarnilet.
Isaiah 31:1Gwâ té, péhini a breiz, ha na vézi-dé két preizet ivé? Ha té, péhini a zispriz, ha na vézi-dé két disprizet ivé? P’az pézô peûr-breizet, é vezi preizet: pa vézi skuîz ô tisprizout, é vézi disprizet.