The Bible Software
Levr Yirmia · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Yirmia 42

1Gér a zeûaz dré Jérémias d’ann holl Iuzévien, a choumé é brô ann Éjipt, é Magdalo, hag é Tafnis, hag é Memfis, hag é douar Faturez, ô lavarout:

2Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel: C’houi hoc’h eûz gwélet ann holl zroug em eûz digaset war Jéruzalem, ha war holl gériou Juda; chétu in̄t dilézet hiriô, ha na choum dén enn-hô;

3Enn abek d’ann drougiez gan̄t péhini hô deûz héget va buanégez, ô von̄d da ôber sakrifisiou da zouéed a-ziavéaz, ha na anavézen̄t két, nag hî, na c’houi, nag hô tadou.

4Ha mé em eûz kaset étrézég enn-hoc’h va zervichérïen ar broféded, ô sével diouc’h ar min̄tin, oc’h hô c’hâs, hag ô lavarout: Na rît két ann drouk-zé, péhini a gasaann.

5Hag hî n’hô deûz két sélaouet, ha n’hô deûz két dinaouet hô skouarn, évid distrei eûz hô drougiez hag évit éhana da ôber zakrifisou da zouéed a-ziavéaz.

6Hag eo bét c’houézet va droug ha va frouden; hag hî hô deûz dévet kériou Juda, ha leûriou-kéar Jéruzalem; hag hî a zô deûet da zistrô ha da zilez ével ma in̄t bréman̄.

7Ha bréma chétu pétrâ a lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel: Pérâg é rit-hu eunn drouk ker brâz a-éneb hoc’h énéou, ô lakaad da vervel, enn hô kreiz, hag é-kreiz Juda, ar goazed, ar merc’hed, ar vugalé, hag ar ré a zô oud ar vronn, évit na choumô hini ac’hanoc’h:

8Oc’h héga ac’hanoun gan̄d ôbériou hô taouarn, oc’h ôber sakrifisou da zouéed péré na anavez két brô ann Éjipt, é péhini oc’h éat évit chounn enn-hi; évit ma viot dispennet enn-hi, ha ma viot da valloz, ha da vézégez da holl vrôadou ann douar?

9Hag an̄kounac’héet hoc’h eûz droug hô tadou, ha droug rouéed Juda, ha droug hô gragez, hag hô troug hoc’h-unan, ha droug hô kragez, hô deûz gréat é brô Juda, hag é leûriou-kéar Jéruzalem?

10N’in̄t két en em c’hlanet bétég ann deiz-man̄; n’hô deûz két va doujet, ha n’hô deûz két baléet é lézen ann Aotrou, nag er c’hémennou em eûz rôet dira-z-hoc’h, ha dirâg hô tadou.

11Râk-sé évél-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel: Chétu mé a drôi va daoulagad ouz-hoc’h évid ann drouk, hag a zispennô Juda holl.

12Mé a gémérô dilerc’h Juda, péré hô deûz trôet hô dremm évit mon̄d é brô ann Éjipt, ha choum énô: hag hî a vézô dispennet holl é brô ann Éjipt; kouéza a rain̄t dindân ar c’hlézé ha dindân ann naounégez, hag é vézin̄t dispennet adaleg ar vihana bétég ar vrasa; gan̄d ar c’hlézé ha gan̄d ann naounégez é varvin̄t; hag hî a vézô da argarzidigez, ha da zaouzan, ha da valloz, ha da vézégez.

13Ha mé a emwélô tûd brô ann Éjipt, ével ma em eûz emwélet ré Jéruzalem, gan̄d ar c’hlézé, ha gan̄d ann naounégez, ha gan̄d ar vosen.

14Ha na déc’hô hini, ha na choumô hini eûz ann dilerc’h eûz ar Iuzévien, péré a zô éat évit choum é brô ann Éjipt; ha na zistrôiô hini é brô Juda, war-zû péhini éma savet hô énéou, gan̄d ar c’hoan̄t da zistrei ha da choum enn-hi: râk na zistrôiô néméd ar ré a déc’hô.

15Neuzé ann holl oazed, péré a wié pénaoz hô gragez a réa sakrifisou da zouéed a-ziavéaz, hag ann holl verc’hed péré a oa stan̄k énô, hag ann holl bobl a choumé enn Éjipt, é Faturez, a respoun̄taz out Jérémias, ô lavarout:

16Na zelaouimp két diouz-id ar gér éc’h eûz lavaret d’é-omp é hanô ann Aotrou:

17Hôgen ni a zévénô ar gér a zô deuet er-méaz eûz hor génou, oc’h ôber sakrifisou da rouanez ann én̄v, hag ô kenniga d’ézhi gwéstlou, ével ma hon eûz gréat nî, hag hon tadou, hor rouéed, nag hor prin̄sed, é kériou Juda, hag é leûriou-kéar Jéruzalem; ha nî hon eûz bét hor gwalc’h a vara; ervâd omb bét, ha n’hon eûz gwélet droug é-béd.

18Hôgen abaoé ma hon eûz éhanet da ôber sakrifisou da rouanez ann éñv, ha da genniga gwéstlou d’ézhi, omb bét enn diénez eûz a bép-trâ, hag omb bét dispennet gan̄d ar c’hlézé ha gan̄d ann naounégez.

19Mar gréomp sakrifisou da rouanez ann éñv, ha mar kennigomp gwéstlou d’ézhi; hag hép grâd hon ézec’h eo é réomp gwéstel évit-hi, éc’h azeûlomp anezhi, hag é kennigomp gwéstlou d’ézhi?

20Neûzé Jérémias a gomzaz oud ann holl bobl, oud ar goazed, oud ar merc’hed, hag oud ar ré holl hô dôa lavaret kémen̄t-sé d’ézhan̄, ô lavarout:

21Ha n’en deûz két bét a goun ann Aotrou eûz ar sakrifisou hoc’h eûz gréat é kériou Juda, hag é leûriou-kéar Jéruzalem, c’houi hag hô tadou, hô rouéed hag hô prin̄sed, ha pobl ar vrô? Ha né két piñet bétég hé galoun?

22Ann Aotrou na hellé mui gouzañvi hô trougiez, nag ar fallagriézou hoc’h eûz gréat; râk-sé eo deûet hô touar é man̄tr, é saouzan, é malloz, hag hép dén, ével ma eo enn deiz-man̄.

23Dré-zé, ô véza ma hoc’h eûz gréat sakrifisou d’ann idolou, ma hoc’h eûz péc’het a-éneb ann Aotrou, n’hoc’h eûz két sélaouet hé vouéz, ha n’hoc’h eûz két baléet enn hé lézen, enn hé gémennou hag enn hé désténiou: dré zé eo c’hoarvézet ann droug-zé d’é-hoc’h, ével ma c’hoarvez hiriô.

24Hôgen Jérémias a lavaraz d’ann holl bobl ha d’ann holl verc’hed: Sélaouit gér ann Aotrou, c’houi holl dûd Juda a zô é brô ann Éjipt.

25Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel: C’houi hag hô kragez hoc’h eûz komzet, hag hô taouarn hô deûz sévénet gériou hô kenou, ô lavarout: Sévénomp ar gwéstlou hon eûz gréat; gréomp sakrifisou da rouanez ann én̄v, ha kennigomp gwéstlou d’ézhi; sévénet eo bét hô kwéstlou gan-é-hoc’h, ha startéet in̄t bet gan̄d oc’h ôberiou.

26Râk-sé sélaouit gér ann Aotrou, holl Juda, péré a choum é brô ann Éjipt: chétu mé em eûz touet dré va hanô brâz, émé ann Aotrou, pénaoz na vézô mui galvet va hanô gan̄t génou dén iuzéô é-béd é holl vrô ann Éjipt, ô lavarout: Béô eo ann Aotrou.

27Chétu mé a véḻô war-n-hoc’h enn drouk, ha nann er mâd: hag holl dûd Juda péré a zô enn Éjipt, a vézô lazet gan̄d ar c’hlézé ha gan̄d ann naounégez, kén na vézin̄t dispennet holl.

28Hag ar ré a déc’hô diouc’h ar c’hlézé, hag a zistrôiô eûz a vrô ann Éjipt da vrô Juda, a vézô dibaot; hag holl zilerc’h Juda, a zô éat é brô ann Éjipt évit choum énô, a wézô péhini a vézô sévénet, pé va gér, pé hô hini.

29Ha chétu ann arouéz a rôann d’é-hoc’h, émé ann Aotrou, pénaoz éc’h emwélinn ac’hanoc’h el léac’h-zé; évit ma wiot pénaoz é vézô sévénet enn droug ar gériou em eûz diouganet enn hoc’h énep.

30Ével-henn é lavar ann Aotrou: Chétu mé a lakai Faraon Éfréé étré daouarn hé énébourien, étré daouarn ar ré a glask hé vuez; ével ma em eûz lékéat Sédésias, roué Juda, étré daouarn Nabukodonosor, roué Babilon, hé énébour, péhini a glaské hé vuez. ———— XLV. PENNAD Diougan diwar-benn Baruc’h.

← Levr Yirmia 41Read In The App, Free →Levr Yirmia 43 →

Study Levr Yirmia 42

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910111213141516171819202122232425262728293031323334353637383940414243444546474849505152