Levr Yirmia 44:12
Ar brôadou hô deûz klévet da zismégan̄s, ha da urc’hérez en deûz leûniet ar vrô: râg ann hini kré a zô en em daolet war ann hini kré, hag hî hô-daou a zô kouézet.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Jeremiah 24:9Chétu mé a gasô, hag a gémérô holl vrôadou ann han̄ter-nôz, émé ann Aotrou, ha Nabukodonosor, roué Babilon, va zervicher; ha mé hô digasô a-éneb ann douar-man̄, hag a-eneb ar ré a choum enn-hañ, hag a-éneb ann holl vrôadou a zô war hé drô; ha mé hô lazô, hag hô lakai da spoun̄t, ha da zorc’hen, ha da eunn distrô peur-baduz.
Jeremiah 29:22Ha c’houi a vézô va fobl, ha mé a vézô hô Toué.
Jeremiah 42:22Ann Aotrou na hellé mui gouzañvi hô trougiez, nag ar fallagriézou hoc’h eûz gréat; râk-sé eo deûet hô touar é man̄tr, é saouzan, é malloz, hag hép dén, ével ma eo enn deiz-man̄.
Jeremiah 44:7Piou eo hennez a zâv ével eur ster; hag a c’houéz ével koummou ar stériou.
Hosea 9:6Hi ivé a zô bét dizouget enn Assiria, ha rôet d’ar roué ven̄jer: Éfraim a vézô gôlôet a véz, hag Israel a rusiô eûz hé wall ioulou.