The Bible Software
Levr Yirmia · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Yirmia 44

1Gér ann Aotrou a zeûaz da Jérémias ar profed a-éneb ar brôadou,

2A éneb ann Éjipt, a éneb armé Faraon-Nec’has, a oa out ster Eufratez é C’harkamis, a oé dispennet gan̄t Nabukodonosor, roué Babilon, er pévaré bloaz eûz a Joakim, mâb Josias, roué Juda.

3Aozit hô skoédou hag hô tirennou, ha kerzit d’ar brézel.

4Sternit ar c’hézek; ha piñit war varc’h, marc’heien; likiit hô tokou-houarn, likiid da lugerni hô kwafiou, gwiskit hoc’h harnézou.

5Pétrâ éta? Hô gwélet em eûz hag hî spountet, hag ô trei hô c’hein, hag ar ré galounéka anézhô a zô lazét: er reûstl é tec’hon̄t hép selloud war hô lerc’h: éma ann heûz a bép tû, émé ann Aotrou.

6Na grédet két ann eskuita gellout tec’hi, nag ar c’hréva gellout en em zavétei; war-zû ann han̄ter-nôz out ster Eufratez in̄t bét tréc’het, in̄t bét diskaret.

7Piou eo hennez a zâv ével eur ster; hag a c’houéz ével koummou ar stériou.

8Ann Éjipt a zâv é doaré eur ster, c’houéza a râ ével koummou ar stériou, hag é lavar: Mé a biñô, hag a c’hôlôi ann douar; mé a gollô ar géar, hag ar ré a choum enn-hi.

9Piñit war varc’h, ha rédit war hô kirri; ra gerzô ar ré galounek, ann Étiopied hag al Libied péré a zoug skoédou, hag al Libied péré a gémer hag a daol saésiou.

10Râg hé-man̄ eo deiz ann Aotrou Doué, ann arméou, deiz ar ven̄jan̄s é péhini en em venjô eûz hé énébourien; ar c’hlézé a lounkô, hag en dévézô hé walc’h, hag a vezvô gan̄d hô goad: râk viktim ann Aotrou, Doué ann arméou, eo é brô ann han̄tez-nôz é-tâl ster Eufratez.

11Plac’h-iaouan̄k, merc’h ann Éjipt, piñ da C’halaad, ha kémer rousin; enn aner é likii kalz a louzou, na vézô két a iéc’hed évid-od.

12Ar brôadou hô deûz klévet da zismégan̄s, ha da urc’hérez en deûz leûniet ar vrô: râg ann hini kré a zô en em daolet war ann hini kré, hag hî hô-daou a zô kouézet.

13Gér a lavaraz ann Aotrou da Jérémias ar profed, diwar ma teûjé Nabukodonosor, roué Babilon, ha ma skôjé war vrô ann Éjipt.

14Embannit enn Éjipt, ha rôit da glévoud é Magdalo, ha likiid da skiltra é Memfis hag é Talfnis, ha livirit: Sâv, hag en em aoz; râg ar c’hlézé en deûz loun̄ket ar péz a oa enn-drô d’id.

15Pérâg eo bét kouézet marô da ré-gré? N’in̄t két bét choumet enn hô sâ, ô véza ma en deûz ann Aotrou hô diskaret.

16Lékéat en deûz kalz anézhô da gouéza, hag hî a zô bét kouézet ann eil war égilé, hag hô deûz lavaret: Savomp, ha distrôomp étrézeg hor bobl, hag étrézég ar vrô é péhini omb bét ganet, dirâk klézé ar goulm.

17Rôit ann hanô-man̄ da Faraon, roué ann Éjipt: Ar reûstl en deûz digaset ann amzer.

18Béô ounn, émé ar roué a zô hanvet Aotrou ann arméou: ével ma sâv ann Tabor dreist ar ménésiou, hag ar C’harmel a ziouc’h ar mor, Nabukodonosor a zeûiô.

19O merc’h a choum enn Éjipt, aoz ar péz a dlé béza mâd d’id enn da zizougadur; râk Memfis a zeûi ével eunn distrô; dilézet é vézô, ha na choumô dén enn-hi.

20Euun ounner goan̄t ha kaer eo ann Éjipt; eûz ann han̄ter-nôz é teûiô hé keskiner.

21Ar vrézélidi a baéé hag a oa enn hé c’hreiz evel leûéou a lardeur, hô deûz trôet, hô deûz tec’het, hép gellout choum stard; ô véza ma oa deûet ann amzer é péhini é tlien̄t béza lazet, é péhini é tlien̄t béza emwélet.

22Hé vouéz a rai trouz ével arem; râg hî a zeûi gan̄d eunn armé; ha gan̄t bouc’hili é teuin̄t, ével évid diskara gwéz.

23Trouc’ha a rain̄t hé goat, péhini a zô brâz-meûrbéd, émé ann Aotrou: paottoch é vézin̄t égéd ar c’hiḻéien-raden; râk diniver é véziñt.

24Mézékéet eo merc’h ann Éjipt; lékéad eo étré daouarn pobl ann han̄ter-nôz.

25Aotrou ann arméou, Doué Israel, en deûz lavaret: Chétu mé a emwélô trouz Aleksan̄dria, ha Faraon, hag ann Éjipt, hag hé zouéed, hag hé rouéed, ha Faraon, hag ar ré a laka hô fisian̄s enn-hañ.

26Ha mé hô lakai étré daouarn ar ré a glask hô buez, hag étré daouarn Nabukodonosor, roué Babilon, hag étré daouarn hé zervichérien; ha goudé-zé é vézô ével enn deisiou ken̄t, émé ann Aotrou.

27Hôgen n’az péz kéd a aoun, té Jakob va zervicher, ha na spoun̄t két, té Israel; râk chétu é tieûbinn ac’hanod a bell, hag é tenninn da wenn eûz a vrô da sklavérez; ha Jakob a zistrôiô, hag a arzaôô, hag a iélô da vâd; ha na vézô hini évid hé spoun̄ta.

28Ha té Jakob va zervicher, n’az péz két a aoun, émé ann Aotrou, râg gan-éz émounn; rak mé a zispennô ann holl vrôadou, é-touez péré em eûz da zistolet: hôgen té, n’az dispenninn két; hôgen é kastizinn ac’hanod gan̄d habaskded, hag éc’h esperninn ac’hanod, ével pa vijez dinam. ———— XLVII. PENNAD Disman̄tr brô ar Filistined.

← Levr Yirmia 43Read In The App, Free →Levr Yirmia 45 →

Study Levr Yirmia 44

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910111213141516171819202122232425262728293031323334353637383940414243444546474849505152