Levr Yirmia 44:2
A éneb ann Éjipt, a éneb armé Faraon-Nec’has, a oa out ster Eufratez é C’harkamis, a oé dispennet gan̄t Nabukodonosor, roué Babilon, er pévaré bloaz eûz a Joakim, mâb Josias, roué Juda.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
1Gér ann Aotrou a zeûaz da Jérémias ar profed a-éneb ar brôadou,
3Aozit hô skoédou hag hô tirennou, ha kerzit d’ar brézel.
Cross References
Leviticus 26:32Gwasta a rinn hô touar, hoc’h énébourien a vézô souézet diwar hé benn, pa vézin̄t deûet da choum enn-han̄.
Isaiah 24:12Hag hén̄ a zispennô da vuriou uc’hel, hag hô diskarô, hag hô zaolô d’ann douar ével poultr. ———— XXVI. PENNAD. Kanaouen diwar-benn dieûb pobl Juda.
Jeremiah 4:7Saved eo al léon eûz hé géô, ha diskolper ar brôadou a zô enn hé zâ; éad eo er-méaz euz hé vrô, évit lakaad da zouar enn eunn distrô; da gériou a vézô disman̄tret, hép ma choumô dén enn-hô.
Jeremiah 8:3Hag hî hô deûz steñet hô zéôd ével eur wareg a c’hévier, ha nann a wirionez; en em grévéet in̄t war ann douar, râk mon̄d a réon̄t a zroug é drouk, ha n’am anavézon̄t két, émé ann Aotrou.