Levr Yirmia 47:5
Chétu mé a zigasô ar spoun̄t war-n-od, émé ann Aotrou, Doué ann arméou, râg ar ré holl a zô war da drô; ha c’houi a vézô skiñet pép-hini enn hé dû; ha na vézô dén évit strolla ar ré a déc’hô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
6Ha goudé-zé é likiinn bugalé Ammon da zistrei eûz ar sklavérez, émé ann Aotrou.
Cross References
Leviticus 19:28Na réot két a drouc’hou enn hô kîg, enn abek da eunn dén marô, ha na réot na skeûden nag arouéz war hô korf. Mé eo ann Aotrou.
Deuteronomy 14:1P’az î d’ar brézel a-énep da énébourien, hag é wéli kézeg ha kirri, hag eunn armé brasoc’h é niver égéd da hini, n’az péz kéd a aoun ra-z-hô, râg gan-éz éma ann Aotrou da Zoué, péhini en deûz da dennet eûz a zouar ann Éjipt.
Jeremiah 16:1Péc’hed Juda a zô skrivet gan̄d eur bluen houarn hag eunn ivin diaman̄t; kizellet eo war daolen hô c’haloun, ha war gorniou hô aoteriou.
Jeremiah 25:20Béz’ é oé c’hoaz eunn dén hag a ziouganaz é hanô ann Aotrou; Uriaas, mâb Séméias eûz a Gariatiarim; hag hén̄ en dôa diouganet a-éneb ar géar-man̄, hag a-éneb ar vrô-man̄, kémen̄d en deûz lavaret Jérémias.
Jeremiah 47:1Diwar-benn bugalé Ammon. Ével-henn é lavar ann Aotrou: Hag Israel n’en deûs-hén̄ két a vugalé? Pé n’en deûs-hén̄ két a héred? Pérâg éta en deûs-hén̄ Melkom perc’hennet Gal ével hé zigwéz; ha ma eo éat hé bobl da choum enn hé gériou?