Levr Yirmia 47
1Diwar-benn bugalé Ammon. Ével-henn é lavar ann Aotrou: Hag Israel n’en deûs-hén̄ két a vugalé? Pé n’en deûs-hén̄ két a héred? Pérâg éta en deûs-hén̄ Melkom perc’hennet Gal ével hé zigwéz; ha ma eo éat hé bobl da choum enn hé gériou?
2Râk-sé chétu é teui deisiou, émé ann Aotrou, é péré é likiinn da glévout trouz brézel war Rabbat da vugalé Ammon, hag hî a zeûi da eur bern mein, hag hé merc’hed a vézô dévet gan̄t ann tân, hag Israel a zeûi da vestr d’ar ré hô dôa hé vestroniet, émé ann Aotrou.
3Iûd, Hesébon, ô véza ma eo bét gwastet Hai: garmit, merc’hed Rabbat, likiit séier-reûn da c’houriz: gwélit ha rédit enn-drô d’ar c’haéou; ô véza ma vézô kaset Melkom é sklavérez, ha gan̄t-han̄ hé véléien hag hé brin̄sed.
4Pérâg é fougéez-té gan̄d da draon̄iennou? Divéret eo da draon̄ien, merc’h kizidik, té péhini en em fisié enn da den̄zoriou, hag a lavaré: Piou a zeûi étrézég enn-oun?
5Chétu mé a zigasô ar spoun̄t war-n-od, émé ann Aotrou, Doué ann arméou, râg ar ré holl a zô war da drô; ha c’houi a vézô skiñet pép-hini enn hé dû; ha na vézô dén évit strolla ar ré a déc’hô.
6Ha goudé-zé é likiinn bugalé Ammon da zistrei eûz ar sklavérez, émé ann Aotrou.
7Diwar-benn ann Iduméa. Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou: Ha n’eûz mui a furnez é Téman? Diguzul eo hé vugalé, didalvez eo hô furnez.
8Tec’hit ha trôit hô kein; diskennit é gwéled ann douar, tûd Dédan; râk digaset em eûz war Ésaü deiz hé goll, deiz he emwél.
9Ma vijé deûet ben̄demourien étrézég enn-od, ha n’hô dévijé két lézet d’id eur bod-rézin-bennâg? Ma vijé deûet laéroun enn nôz, ha n’hô devijé két kéméret ar péz hô dévijé kavet mâd?
10Hôgen mé em eûz dizôlôet Ézaü, hag em eûz diskouézet ar péz a guzé, ha na hellô mui hé guza; hé wenn, hag hé vreûdeur, hag hé amézéien a vézô gwastet, ha na vézô mui.
11Dilez da emzivaded: mé hô lakai da véva; ha da in̄tañvézed a lakai hô fisian̄s enn-oun.
12Râg ével-henn é lavar ann Aotrou: Chétu ar ré ha na oa két hô barn éva eûz ar c’hôp, a évô, a évô anézhan̄; ha té a vijé lézet ével pa vijez dinam? Na vezi két lézet ével dinam, hôgen éva, éva a rî.
13Râk dré z-oun va-unan em eûz touet, émé ann Aotrou, pénaoz Bosra a zeûi ével eul léac’h didûd, da vézégez, ha da zistrô, ha da valloz: hag hé holl chériou a zeûi da lec’hiou didûd da-vikenn.
14Eur vouéz em eûz klévet a berz ann Aotrou, hag eur c’hannad a zô bét kaset étrézég ar brôadou, évit lavarout: En em strollit, ha deûit enn hé éneb-hi, ha savomp évid ar brézél.
15Râk chétu mé em eûz da lékéat bihan é-touez ar brôadou, hag astud étré ann dûd.
16Da rogoni ha balc’hder da galoun hô deûz da douellet, té péhini a choum é kéviou ar réc’hier, hag a striv évit tizout lein ar gréc’hien: ha p’az pé savet da neiz kenn uc’hel hag ann er, mé az diframmô ac’hanô, éme ann Aotrou.
17Ann Iduméa a vézô didûd. Kémen̄d hini a dréménô dré-z-hi a vézô saouzanet, hag a rai goab eûz hé holl c’houliou.
18Ével ma eo bét dispennet Sodom ha Gomorra, hag hé amezégézed, émé ann Aotrou; na choumô dén énô, mâb ann dén na boblô két anézhi.
19Chétu ével eul léon a zavô eûz a herder ar Jordan oud hé c’hériou ker kaer ha ker kré; râk mé hé lakai da rédek buhan étrézég enn-hi; ha piou a vézô dilennet évit kâs out-hi? Rak piou a zô hén̄vel ouz-in? Ha piou a harzô ouz-in? Ha piou eo ar méser-zé a éneb out va dremm?
20Râk-sé sélaouit dézô ann Aotrou, en deûz kéméret diwar-benn Édom, hag ar vénosiou en deûz mennet diwar-benn tud Téman: Ia, ar ré zistéra eûz ann tropel hô lakai da déc’hout, hag a ziskarô gan̄t-hô hô holl ziez.
21Trouz hô disman̄tr en deûz lékéat ann douar da gréna: trouz hô garm a zô bét klévet er môr Ruz.
22Chétu ével eunn er a zavô, hag a nichô, hag a lédô hé ziou-askel étrézé Bosra: ha kaloun ar ré gréva eûz ann Iduméa a vézô enn deiz-zé ével kaloun eur c’hrég é gwilioud.
23Diwar-benn Damas. Émat hag Arfad a zô reûstlet; ô véza ma hé deûz klévet eur gwall gélou: tûd ann arvor a zô bét kéflusket: kenn nec’het in̄t, n’hô deûz két gellet kéméroud éhan.
24Digalounékéet eo Damas, trôed eo oud ann tec’h, ar spoun̄t a zô kroget enn-hi: ann en̄krez hag ar gloasiou a zalc’h anézhi ével eur c’hrég é gwilioud.
25Pénaoz hô deûs hi dilézet eur géar ker meûleûduz, eur géar kenn dudiuz?
26Hé zûd-iaouan̄k a gouézô enn hé leûriou-kéar; hag hé holl vrézélidi a davô enn deiz-zé, émé Aotrou ann arméou.
27Ha mé a lakai ann tân é mûr Damas, hag hen̄ a zévô kestel Bénadad.
28Diwar-benn Sédar, ha diwar-benn rouan̄télésiou Asor, a zô bét dispennet gan̄t Nabukodonosor, roué Babilon. Ével-henn é lavar ann Aotrou: Savit, ha piñit a-énep Sédar, ha gwastit bugalé ar sâv-héol.
29Hô zeltou hag hô zropellou a gémérin̄t; hô zinellou, hag hô holl listri, hag hô c’han̄valed a skrapin̄t évit-hô: hag hî a c’halvô spoun̄t war-n-ézhô a bép tû.
30Tec’hit, rédit buan, en em guzit é gwéled ann douar, tûd Asor, émé ann Aotrou; râk Nabukodonosor, roué Babilon, en deûz kéméret dézô enn hoc’h énep, ha mennet ménosiou ouz-hoc’h.
31Savit kévret, ha piñit oud eur vrôad a zô é péoc’h, hag a choum héb aoun, émé ann Aotrou; n’hô deûz na doriou, na sparlou; hô-unan é choumon̄t.
32Hag hô c’han̄valed a vézô d’ar skrâp, hag hô lôd brâz a loéned d’ar preiz: ha mé hô skiñô dré bép gwen̄t, hî péré a drouc’h hô bléô é roun̄d: ha mé a zigasô ar marô war-n-ézhô eûz hô holl harzou, émé ann Aotrou.
33Hag Asor a zeûi da dî d’ann aéréven̄t, hag a vézô didûd da-vikenn: na choumô dén énô, ha mâb ann dén na boblô két anézhi.
34Gér a zeûaz a berz ann Aotrou da Jérémias ar profed, er penn ken̄ta eûz a rén Sédésias, roué Juda, ô lavarout:
35Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou: Chétu, mé a dorrô gwareg Élam, hag hô ners brâz.
36Ha mé a zigasô war Élam pévar wen̄t eûz a bévar c’horn ann én̄v: ha mé hô skiñô dré ann holl wen̄tou-zé; ha na vézô brôad ébéd é péhini n’en em dennô ar ré a dec’hô eûz a Élam.
37Ha mé a lakai Élam da gréna dirâg hé énébourien̄, ha dirâg ar ré a glask hô buez: ha mé a zigasô war-n-ézhô ann drouk, va buanégez ha va frouden, émé ann Aotrou: ha mé a gasô ar c’hlézé war hô lerc’h, kén n’em bézô hô c’haset-da-nétra.
38Ha mé a zavô va zron é Élam, hag a gollô hô rouéed hag hé brin̄séd, émé ann Aotrou.
39Hôgen enn deisiou divéza, mé a lakai da zistrei sklaved Élam, émé ann Aotrou. ———— L. PENNAD Diougan a-éneb Babilon.