Levr Yirmia 48:27
Dispennit hé holl dûd kré, ra ziskennin̄t d’al lazérez; gwa hî, râk deûet eo hô deiz, amzer hô emwél.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Job 16:4Mé a helfé ivé komza ével-d-hoc’h; hag a-ioul a vé hoc’h éné ével va éné:
Psalms 79:4Da vézégez vrâz omp deûet dirâg hon amézéien; ha da c’hoab ha da zismégan̄s évid ar ré a zô enn-drô d’é-omp.
Jeremiah 2:26Ével ma eo mézékéet eul laer pa eo paket, ével-sé eo bét mézékéet tî Israel, hî, hô rouéed, hô frin̄sed, hô béléien, hag hô proféded;
Lamentations 2:15Kémen̄d hini a dréméné dré ann hen̄t a stlaké gan̄d hô daouarn; c’houibanet hô deûz, hejet hô deûz ho fenn war verc’h Jéruzalem; hag houn-nez éo, émé-z-hô, ar géar ker kaer-zé, a oa lévénez ann douar holl? PHE.
Ezekiel 26:2Mâb dén, ô véza ma é deûz Tir lavaret eûz a Jéruzalem: Mâd, torred eo persier ar boblou; trei a rai étrézég enn-oun; en em leûnia a rinn, hag hî a vézô didûd.
Ezekiel 36:2Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: O véza ma en deûz ann énébour lavaret diwar hô penn: Ac’hâ, ar c’hréc’hiennou peûr-baduz a zô bét rôet d’é-omp é digwez: