Levr Yirmia 48
1Gér a lavaraz ann Aotrou diwar-benn Babilon, ha diwar-benn brô ar C’haldéed, dré Jérémias ar profed.
2Embannit é-touez ar brôadou, ha rôit da glevout; savid ann arouéz, diouganit, ha na guzit két; livirit: Kéméret eo bét Babilon, mézékéet eo hô skeûdennou, trec’het eo hô idolou.
3Râg eur vrôad a zâv out-hi eûz ann han̄ter-nôz, hag a lakai hé brô ével eunn distrô; ha na choumô enn-hi na dén na loen; hag hi a zô tec’het, hag a zô éat-kuît.
4Enn deisiou-zé, hag enn amzer-zé, émé ann Aotrou, bugalé Israel, ha bugalé Juda a zeûi kévret: hî a gerzô, hag a zeûi enn eur wéla; hag a glaskô ann Aotrou, hô Doué.
5Hî a c’houlennô ann hen̄d da Zion; étrézég énô é vézô trôet ho daoulagad. Hî a zeûi, hag a rai eur gévrédigez peûr-baduz gan̄d ann Aotrou, péhini na vézô bikenn an̄kounac’héet.
6Va fobl a zô deûet ével eunn tropel dian̄ket: hô mésérien hô deûz hô zouellet, hag hô lékéat da gildrei er ménésiou; eûz ar ménésiou in̄d éat enn traon̄iennou, an̄kounac’héet eo bét gan̄t-hô léac’h hô éhan.
7Kémen̄d hini en deûz hô c’havet, en deûz hô loun̄ket; hag hô énébourien hô deûz lavaret: N’hon eûz két gréat a zrouk; râg hî hô deûz péc’het a-éneb ann Aotrou, kaerded ar reizded, a-éneb ann Aotrou, géd hô zadou.
8Téc’hit eûz a greiz Babilon, hag id er-méaz eûz a vrô ar C’haldéed; ha bézit ével ar menned- gevr é penn ann tropel.
9Râk chétu mé a lakai da zével hag a zigasô a-éneb Babilon, eul lôd brâz a boblou eûz a zouar ann han̄ter-nôz; hag hî en em aozô évit stourmi out-hî, hag hé c’hémérô; hô saésiou a vézô evel saésiou eunn dén kré ha kriz, na zistrôin̄t két dilaz.
10Hag ar C’haldéa a vézô é preiz; ha kémen̄d hini a wastô anézhi a binvidikai, émé ann Aotrou.
11O véza ma hoc’h eûz tridet, ha ma hoc’h eûz gwall gomzet, ô skrapa va digwéz; ô véza ma oc’h en em lédet evel leûéou war ar géot, ha ma hoc’h eûz bléjet ével tirvi.
12Hô mamm a vézô mézékéet-meûrbéd, ann hini é péhini oc’h bét ganet a vézô lékéat hevel oud ar poultr; chétu é vézô ann divéza é-touez ar brôadou, eunn distrô, dihen̄t ha dizour.
13Buanégez ann Aotrou hé lakai da véza didûd, hag ével eunn distrô é vézô holl; kémen̄d hini a dréménô dré Vabilon a vézô saouzanet, hag a rai goab eûz hé c’houliou.
14En em aozit a-éneb Babilon a bép tû, c’houi holl péré a steñ ar warek; stourmid out-hi, na espernit két ar saésiou; râg hi é deûz péc’het a-éneb ann Aotrou.
15Garmit out-hi, a bép-tu; rei a ra he daouarn, diskaret eo hé diazézou, kouézet eo hé muriou, râk ven̄jan̄s ann Aotrou a zô deûet; en em ven̄jit anézhi, ével ma é deûz gréat, grid d’ézhi.
16Dispennit eûz a Vabilon ann hini a hâd, hag ann hini a zalc’h ar fals é amzer ar médérez; a zirâk klézé ar goulm pép-hini a zistrôi étrézég hé bobl, pép-hini a déc’hô d’hé vrô.
17Eunn tropel skiñet eo Israel; al léoned hô deûz hé gaset-kuît; roué Assur en deûz hé loun̄ket da geñta; ha Nabukodouosor, roué Babilon, péhini eo bét ann divéza, en deûz hé ziaskournet.
18Râk-sé ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel: Chétu mé a emwélô roué Babilon hag hé vrô, ével ma em eûz emwélet roué Assur:
19Ha mé a zigasô Israel d’al léac’h é péhini é choumé; hag hén̄ a beûrô er C’harmel, hag é Basan, hag hé éné en em walc’hô war vénez Éfraim ha Galaad.
20Enn deisiou-zé hag enn amzer-ze, émé ann Aotrou, é vézô klasket fallagriez Israel, hag hî na vézô mui; ha péc’hed Juda, hag hén̄ na vézô két kavet; rak mé a vézô trugarézuz é-kén̄ver ar ré em bézô dilézet.
21Piñ war vrô ar faézérien, hag emwél ar ré a choum enn-hi; diskar, ha lâz ar ré a zô war hô heûl, émé ann Aotrou; ha grâ kémen̄d em eûz gourc’hémennet d’id.
22Trouz brézel a zô er vrô, hag eunn en̄krez brâz.
23Pénaoz eo bét torret ha brévet morzol ann douar holl? Pénaoz éo bét trôet Babilon enn eunn distrô é-touez ar brôadou?
24Lindagou em eûz an̄tellet ouz-id, hag oud bét paket, ô Babilon, hép gouzoud d’id, té a zô bét kavet ha paket, ô véza ma éc’h eûz héget ann Aotrou.
25Ann Aotrou en deûz digoret hé den̄zor, hag en deûz tennet anézhan̄ armou hé vuanégez, râg ann Aotrou, Doué ann arméou, en deûz ézomm anézhô a-éneb brô ar C’haldéed.
26Deûit enn hé énep eûz a harzou ar béd, digorit évit ma teûi ar ré a dlé hé mac’ha; tennit ar vein eûz ann hen̄t, ha bernit-hô, lazit-hi, kén na choumô nétra enn-hi.
27Dispennit hé holl dûd kré, ra ziskennin̄t d’al lazérez; gwa hî, râk deûet eo hô deiz, amzer hô emwél.
28Béz é kléveur mouéz ar ré a dec’h, hag ar ré a ia-kuît eûz a vrô Babilon, évid embanna é Sion ven̄jan̄s ann Aotrou, hon Doué, ven̄jan̄s hé dempl.
29Embannit d’ar ré holl péré a denn gan̄d ar warek, ma teûin̄t a-éneb Babilon. Savit enn hé éneb a bép tû, ha na déc’hô hini; distolit d’ézhi hervez hé ôberiou; grîd enn hé c’hen̄ver ével ma é deûz gréat; ô véza ma eo bét savet a-éneb ann Aotrou, a-énep San̄t Israel.
30Râk-sé hé zud-iaouan̄k a gouézô enn hé leuriou-kéar: hag hé holl vrézellidi a davô enn deiz-zé, émé ann Aotrou.
31Chétu mé a zeû étrézég enn-od, ô dén rok, émé ann Aotrou, Doué ann arméou, ô véza ma eo deûet da zeiz, amzer da emwél.
32Diskaret é vézô ann dén rok hag hén̄ a gouézô ha na vézô dén évid hé assével; ha mé a lakai ann tân enn hé gériou, hag hen̄ a zévô pép-trâ war hé drô.
33Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou: Bugalé Israel ha bugalé Juda a c’houzan̄v ann drouk-komz kévret; kémen̄t hini en deûz hô c’héméret, a zalc’h anézhô, ha na fell két d’ézhan̄ hô leuskel da von̄t.
34Hô daspréner a zô kré, Aotrou ann arméou eo hé hanô; hen̄ a varnô hag a zifennô anézhô; spoun̄ta a rai ann douar, reûstla a rai ar ré a choumô é Babilon.
35Ar c’hlézé a zô war ar C’haldéed, émé ann Aotrou, ha war dûd Babilon, ha war hé brin̄sed, ha war hé dûd fûr.
36Ar c’hlézé war hé diouganérien, péré a vézô diskian̄t; ar c’hlézé war hé dûd kré, péré hô dévézô aoun.
37Ar c’hlézé war hé c’hézek, ha war hé c’hirri, ha war ann holl bobl a zô enn hé c’hreiz; hag hi a zeûi ével gragez; ar c’hlézé war hé zen̄zoriou, hag hî a vézô preizet.
38Ar zec’hor a zeûi war hé douréier, hag hi a zizec’hô; ô véza ma eo eur vrô a idolou kizellet, ha ma lékéon̄t hô gloar é traou disneûz.
39Râk-sé ann éréven̄t a choumô enn-hi, gan̄d ar fauned péré en em vag gan̄t fiez; ann aotruzed a choumô ivé énô; na vézô mui a dûd enn-hi da-vikenn, ha na vézô két assavet héd ann holl rummou.
40Ével ma en deûz ann Aotrou diskaret Sodom ha Gomorra, hag ar c’hériou war hô zrô, émé ann Aotrou; na choumô dén énô, ha mâb ann dén na boblô két anézhi.
41Chétu eur bobl a zeû eûz ann han̄ter-nôz, eur vrôad vrâz ha kalz rouéed a zâv eûz a bennou ann douar.
42Hô gwareg hag hô ziren a géméron̄t; krîz in̄t ha didruez; hô mouéz a rai trouz ével ar môr; war hô c’hézek é piñin̄t enn da énep, merc’h Babilon, ével eunn dén daré évid ar brézel.
43Roué Babilon en deûz klévet hanô anézhô, hag hé zaouarn a zô deûet dinerz; ann an̄ken a zô krôget enn-han̄, hag ar gwen̄trou ével eur c’hrég é gwilioud.
44Chétu ével eul léon a zavô eûz a herder ar Jordan oud hé c’hériou ker kaer ha ker kré; râk mé hé lakai da rédek buhan étrézég enn-hi; ha piou a vezô dilennet évit kâs out-hi? Râk piou a zô hen̄vel ouz-in? Ha piou a harzô ouz-in? Ha piou eo ar méser-zé a éneb out va dremm?
45Râk-sé sélaouit dézo ann Aotrou, en deûz gréat enn hé spéred a-énep Babilon; hag ar ménosiou en deûz mennet diwar-benn brô ar C’haldéed; ar ré vihana eûz ann tropel hô lakai da déc’hout, hag a zispennô gan̄t-hô hô c’hériou.
46Gañt trouz sklavérez Babilon eo eo bét kéflusket ann douar, hag hé garm a zô bét klévet é-touez ar brôadou. ———— LI. PENNAD Kémenn rôet gan̄t Jéremias da Zaraias pa’z éa da Vabilon.