Levr Yirmia 48:29
Embannit d’ar ré holl péré a denn gan̄d ar warek, ma teûin̄t a-éneb Babilon. Savit enn hé éneb a bép tû, ha na déc’hô hini; distolit d’ézhi hervez hé ôberiou; grîd enn hé c’hen̄ver ével ma é deûz gréat; ô véza ma eo bét savet a-éneb ann Aotrou, a-énep San̄t Israel.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Job 40:10Chétu Béhémot em eûz gréat gan-éz, a zebr foenn ével ann éjenn.
Proverbs 8:13Doujan̄s ann Aotrou é deûz kas oc’h ann drouk; mé a argarz ar rogoni, hag ar balc’hder, hag ann hen̄t saotr, hag ann téôd daou-lavar. 11 Enn-oun éma ar c’huzul hag ann éeunder, enn-oun éma ar poell hag ann nerz.
Proverbs 30:13Eur wenn zô hag a zô uc’hel hé daoulagad, ha savet-brâz hé c’hroc’hen-lagad.
Isaiah 16:6Balc’hder Moab hon eûz klevet; balc’h-meûrbed eo; hé valc’hder, hé rogoni, hé frouden a zô brasoc’h égéd hé ners.
Zephaniah 2:8Klevet em eûz kunuc’hennou Moab, ha drouk-prézégou bugalé Ammon, péré hô deûz gwall-aozet va fobl, hag a zô braséet diwar goust hé harzou.
James 4:6Hôgen rei a ra eur c’hras vrasoc’h. Dré-zé eo é lavar: Doué a éneb oud ar ré rôk, hag a rô hé c’hrâs d’ar ré vuel.