Levr Yirmia 49:29
Hag ann douar a vézô kéflusket ha spoun̄tet: râk ménoz ann Aotrou a zavô a-éneb Babilon, évit lakaat brô Babilon da zistrô ha da léac’h didûd.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Judges 6:5Râg hî a zeûé gan̄d hô holl chatal, ha gan̄d hô zeltou; hag ével ar c’hiḻéien-raden é leûnien̄t pép léac’h, hag ô véza ma oa anézhô eul lôd brâz a dûd hag a gan̄valed, é wastent pép trâ dré ma stoken̄t out-hô.
Judges 8:21Neûzé Zébéé ha Salmana a lavaraz: Saô, té, hag en em daol war-n-omp: râk diouc’h ann oad éma ners ann dén. Gédéon a zavaz, hag a lazaz Zébéé ha Salmana; hag hén̄ a géméraz ar c’hin̄klérézou hag ar bloukou a lékéeur peurvuia out gouzouk kan̄valed ar rouéed.
1 Chronicles 5:20A rôaz skoazel. Hag ann Agaréed, gan̄d ar ré holl a oa gan̄t-hô a gouézaz étré hô daouarn, ô véza m’hô dôa galvet Doué é-kreiz ann emgann; hag hén̄ a zélaouaz anézhô, dré m’hô dôa krédet enn-han̄.
Psalms 31:13Râk klevet em eûz tamallou kalz eûz ar ré a choumé trô-war-drô. Pa en em strollen̄t em énep, hô deûz mennet tenna va buez digan-én̄.
Isaiah 13:20Didûd é choumo da-vikenn, ha na vézô két savet a-névez a-héd ar chan̄tvédou; ann Arabia na zavô két énô hé delt, hag ar véserien na éc’hoazin̄t két énô.
Jeremiah 4:20Reûz war reûz a zô bét galvet, hag ann douar holl a zô bét gwastet: enn-eunn-taol eo bét diskaret va zeltou, hag hô c’hrec’hin.