Levr Yirmia 49
1Ével-henn é lavar ann Aotrou: Chétu mé a lakai da zével war Vabilon, ha war ar ré a choun enn-hi, péré hô deûz savet hô c’haloun em énep, ével eunn avel a vosen.
2Ha mé a gasô a-éneb Babilon nizérien, péré a nizô anézhi, hag a wastô hé brô; râg hî a zeûi out-hi a bép tu é deiz hé en̄krez.
3Na steñet két hé warek néb a zô boazet d’hé steña; ha na géméret két hé hobrégon; na espernit két hé zûd-iaouan̄k; lazit hé holl vrézélidi.
4Ar ré varô a gouézô é brô ar C’haldéad, hag hî a vézô gouliet enn hé frovin̄sou,
5O véza n’eo két bét dilézet Israel ha Juda gan̄d hô Doué, Aotrou ann arméou: ha ma en deûz San̄t Israel leûniet hô brô a wallou.
6Tec’hid eûz a greiz Babilon, ha dieûbit pép-hini hô puez; na davit két war hé fallagriez; râk amzer ven̄jan̄s ann Aotrou eo, hag hén̄ a zistolô dézhi hervez hé dellid.
7Eur c’hôp aour é dourn ann Aotrou eo Babilon, hag hén̄ en deûz mezviet ann douar holl; ar brôadou hô deûz évet eûz hé wîn, ha dré-zé in̄t bét kéflusket.
8Kouézet eo buhan Babilon, hag eo bét brévet; iudit war-n-ézhi; likiit balzam war hé gouli, évit gwélout hag hi a iac’hai.
9Louzaouet eo bét Babilon gan-é-omp, ha né két bét iac’héet; dilézomp-hi, ha déomp pép-hini d’hor brô; râg hé barn a zô éat bétég ann én̄vou, saved eo dreist ar c’hoabr.
10Hor reizded en deûz diskouézet ann Aotrou: deûit, hag embannomp é Sion labour ann Aotrou, hon Doue.
11Lemmit hô saésiou, leûñit hô tron̄sou; savet eo bét gan̄d ann Aotrou spéred rouéed ar Védied; hag hé vénoz eo ma kollô Babilon, ô véza ma eo deûet ven̄jan̄s ann Aotrou, ven̄jan̄s hé dempl.
12Savit ann arouéz war vuriou Babilon; kreskit hé diwall. Savid diwallerien, aozit spiou; râk mennet en deûz ann Aotrou, ha gréat en deûz kémen̄d en dôa diouganet a-énep tûd Babilon.
13Té péhini a choum war ann douréier vrâz, hag éc’h eûz kémen̄d a den̄zoriou, da zivez a zô deûet, c’hoarvézet eo da zispennadur.
14Aotrou ann arméou en deûz touet dré-z-han̄ hé unan: Lakaad a rinn ann dûd da gouéza war-n-od ével biskouled; hag hî en em laouénai oc’h da zispenna.
15Hén̄ eo en deûz gréat ann douar gan̄d hé ners, en deûz aozet ar béd gan̄d hé furnez, hag en deûz lédet ann én̄vou gan̄d hé boell.
16Diouc’h trouz hé vouéz, ann douréier en em zastum enn én̄v; hén̄ a zastum ar c’hoabr eûz a benn ar béd, hag a laka ann arné da gouéza é glaô; hén̄ a denn ann avel eûz hé den̄zoriou.
17Diskian̄t eo pép dén gan̄d hé wiziégez; mézégez ar c’hizeller eo ar skeûden, ô véza ma eo eunn dra c’haou ar péz en deûz kizellet, ha n’eûz két a éné enn-han̄.
18Labouriou gwân in̄t, hag a laka da c’hoarzin; é amzer ar wélédigez éz ain̄t-da-nétra.
19Lôden Jakob né két hén̄vel oud ar ré-man̄; râg hén̄ eo en deûz gréat pép-trâ, hag Israel eo gwalen hé zigwéz: Aotrou ann arméou eo hé hanô.
20Té eo ar morzol gan̄t péhini é vrévinn ann armou a vrézel ha gan-éz é vrévinn ar brôadou, ha gan-éz é tispenninn ar rouan̄télésiou.
21Ha gan-éz é vrévinn ar marc’h hag ar marc’hék; ha gan-éz é vrévinn ar c’harr hag ar c’harréner: 29 Ha gan-éz é vrévinn ann ozac’h hag ar c’hrég; ha gan-éz é vrévinn ar c’hoziad hag ar bugel; ha gan-éz é vrévinn ar paotr-iaouan̄k hag ar plac’h-iaouan̄k:
23Ha gan-éz é vrévinn ar méser hag hé dropel; ha gan-éz é vrévinn al labourer hag hé denn: ha gan-éz é vrévinn ar pennou-brô hag ar pennou-kéar.
24Ha mé a zistolô da Vabilon ha da holl dûd ar C’haldéa ann holl zroug hô deûz gréat é Sion, dirâg hô taoulagad, émé ann Aotrou.
25Chétu mé a ia d’az kavout, ménez bosennuz, émé ann Aotrou, té péhini a zaotr ann douar holl; ha mé a astennô va dourn war-n-od, hag é tiframminn ac’hanod eûz a greiz ar réc’hier, hag é likiinn ac’hanod da eur ménez losk.
26Ha na vézô két tennet ac’hanod a véan korn nag a véan diazez; hôgen kollet é vézi da-vikenn, émé ann Aotrou.
27Savid ar bannier war ann douar; sonid ar c’horn-boud é-touez ar brôadou; aozid ar brôadou enn hé éneb-hi; galvid enn hé éneb rouéed Ararat, Menni hag Assénez, strollit Tafsar enn hé éneb-hi: digasid ar c’hézek ker paot hag ar biskouled blévek.
28Aozid enn hé éneb-hi ar brôadou, rouéed ar Média, hé duged, hag hé holl bennou-brô, hag ann holl zouar dindân hé béli.
29Hag ann douar a vézô kéflusket ha spoun̄tet: râk ménoz ann Aotrou a zavô a-éneb Babilon, évit lakaat brô Babilon da zistrô ha da léac’h didûd.
30Ar ré gré eûz a Vabilon a zô en em dennet eûz ar stourm, er c’hériou kré in̄t choumet; hô ners a zô éat-da-nétrâ, ével gragez in̄t deûet, hô ziez a zô bét losket, hô barrennou a zô bét torret.
31Ar rédérien a ziarbennô ar rédérien, hag ar gannaded a ziarbennô ar gannaded, évit rei da anaout da roué Babilon, pénaoz eo kéméret hé géar eûz ann eil benn d’égilé,
32Pénaoz eo bét skrapet ar gwéviou, ha lékéât ann tân er gwerniou; ha pénaoz ar vrézélidi a zô saouzanet.
33Râg ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel: Merc’h Babilon a zô ével eul leûr: deûed eo ann amzer d’hé mac’ha; eunn nébeût c’hoaz, hag é teûi amzer hé médérez.
34Nabukodonosor, roué Babilon, en deûz va gwastet, en deûz va débret; va lékeat en deûz ével eul léstr goullô; va loun̄ket en deûz ével eunn aerouan̄t: leûniet en deûz hé gôv gan̄d ar péz em bôa a c’houéka; ha va c’haset en deûz kuît.
35Ar fallagriez a zô bét gréat ouz-in hag out va c’hîk, ra gouézô war Vabilon, émé merc’h Sion; ha va goâd ra gouézô war dûd ar C’haldéa, émé Jéruzalem.
36Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou: Chétu mé a varnô da géfridi, hag a ven̄jô ac’hanod; lakaad a rinn hé môr da hesk, hag é tizéc’hinn hé douréier.
37Ha Babilon a zeûi ével berniou mein, hag ann éréven̄t a choumô enn-hi; da zaouzan ha da c’hoapérez é vézô, dré ma vézô didûd.
38Iuda a rain̄t ével léoned, héja a rain̄t hô moué ével al léonédigou.
39Enn hô grouéz hô likiinn da éva, ha mé hô mezviô, évit ma vôrédin̄t, ha ma kouskin̄t eûz a eunn hun peûr-baduz, ha na zavin̄t mui, émé ann Aotrou.
40Mé hô digasô ével ein d’al lazérez, hag ével tourzed gan̄d menned-gevr.
41Pénaoz eo bét kéméret Sésac’h, pénaoz eo bét skrapet ar géar goan̄ta eûz ann douar holl? Pénaoz eo deuet da zaouzan Babilon é-touez ar brôadou?
42Piñet eo ar môr war Babilon, gôlôet eo bét gan̄d al lôd brâz eûz hé goummou.
43Spoun̄tuz eo deûet hé c’hériou, eunn douar hep tiez hag hep tûd, eunn douar é péhini na choum dén, ha dré béhini na drémen két mâb ann dén.
44Ha mé a emwélô Bel é Babilon, hag é tenninn eûz hé c’hénou ar péz en dôa loun̄ket; hag ar brôadou na gaougin̄t mui war hé drô, râk muriou Babilon a gouézô.
45Deûit er-méaz eûz hô c’hreiz, ô va fobl, évit ma tieûbô pép hini hé éné eûz a vuanégez hag eûz a frouden ann Aotrou.
46N’en em laosket két hô kaloun, ha na spoun̄tit két gan̄d ar brudou a vézo klévet war ann douar; eur vrud a zeûi enn eur vloaz, hag eur vrud enn eur vloaz all: ar fallagriez a vézô er vrô; ann trec’her a zavô war ann tréc’her.
47Râk-sé chétu eo deûet ann deisiou é péré éc’h emwélinn skeûdennou kizellet Babilon; é peré a vézô mézékéet hé holl brô hag a gouézô enn hé c’hreiz hé holl dûd lazet.
48Neûzé ann én̄v hag ann douar ha kémen̄d a zô enn-hô, a veûlô Doué diwar-benn Babilon, ô véza ma teui preizérien war-n-ézhi eûz ann han̄ter-nôz, émé ann Aotrou.
49Ével ma en deûz lazet Babilon kalz a dûd enn Israel, ével-sé é vézô lazet kalz a dûd eûz a Vabilon enn douar holl.
50C’houi péré a dec’h diouc’h ar c’hlézé, deûit ha na arzaôit két; hô pézet koun a bell eûz ann Aotrou, ha ra zeûi Jéruzalem enn hoc’h én̄vor.
51Mézékéet omp, ô véza ma hon eûz klévet ann dismégan̄s; ar vézégez é deûz gôlôet hor penn, ô véza ma eo deûet ann diavésidi da gâs-da-gét san̄tuar tî ann Aotrou.
52Râk-sé chétu é teû ann deisiou, émé ann Aotrou, é péré éc’h emwélinn hé skeûdennou kizellet, é péré a vézô klévet ô c’harmi er vrô holl ann dûd gouliet-brâz.
53Ha pa vijé savet Babilon bétég ann én̄v, ha pa é divijé startéet hé ners el lec’hiou ar ré uc’héla, diouz-in é teûi ar ré hé diskarô, emé ann Aotrou.
54Eur garm brâz a gleveur eûz a Vabilon, hag eunn dispennadur brâz eûz a vrô ar C’haldéed:
55O véza ma en deûz ann Aotrou gwastet Babilon, ha ma en deûz lékéat da éhana hé mouéz gré; ar c’hoummou anézhô a drouzô ével douréier brâz; hô mouéz a rai trouz.
56Râk deûed eo ar preizer war-n-ézhi, da lavaroud eo, war Vabilon; hag hé zûd kré a zô bét kéméret; hô gwareg a zô bét torret; râg ann Aotrou péhini a zô eur ven̄jer kré, a zistolô d’ézhi hervez hé ôberiou.
57Ha mé a vezviô hé frin̄sed, hag hé zûd fûr, hag hé duged, hag hé bleñérien, hag hé zûd kré; hag hî a gouskô eûz a eunn hun peûr-baduz, ha na zihunin̄t két, émé ar roué en deûz da hanô Aotrou ann arméou.
58Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou: Muriou lédan Babilon a vézô diskaret bétég hô diazez: hag hô fersier ken uc’hel a vézô dévet; hag ôberiou kémen̄d all a boblou hag a vrôadou a vézô kaset-da-gét, ha dévet, ha bévézet.
59Gér a c’hourc’hémennaz Jérémias ar profed, da Zaraias, mâb Nérias, mâb Maasias, p’az éa gan̄t Sédésias, roué Juda, da Vabilon, er pévaré bloaz eûz hé rén; hôgen Saraias a oa unan eûz ar ré gen̄ta eûz ar proféded.
60Ha Jérémias a skrivaz enn eul levr ann holl zroug a dlié da c’hoarvézout war Vabilon; kémen̄d a oa bét skrivet a-éneb Babilon.
61Ha Jérémias a lavaraz da Zaraias: Pa vézi deûet da Vabilon, hag ez pézô gwélet, hag ez pézô lennet ann holl c’hériou-man̄,
62É liviri: Té, Aotrou, eo éc’h eûz komzet oud al léac’h-man̄ évid hé zispenna; évit na choumô enn-han̄ na dén ha loen, ha ma teûi da eunn distrô peûr-baduz.
63Ha p’az pézo peûr-lennet al levr-man̄, é stagi out-han̄ eur méan, hag é taoli anézhan̄ é-kreiz ann Eufratez.
64Hag é liviri: Ével-sé é vézô gwélédet Babilon, ha na zavô mui a zindân ann an̄ken a zigasinn war-n-ézhi; hag hi a vézô kaset-da-gét. Bétég-henn éma gériou Jérémias. ———— LII. PENNAD Jéruzalem a zô grounnet ha kéméret gan̄t Nabukodonosor.