Levr Yirmia 5:1
Id dré holl ruou Jéruzalem, ha gwélit, hag arvestit, ha klaskit enn holl leuriou-kéar, ha c’houi a gavô eunn dén en em rén gan̄t reizded, hag a glask ar wirionez; ha mé a drugarézô anézhi.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
2Ma lévéron̄t ivé: Béô eo ann Aotrou; é gaou é touin̄t.
Cross References
Psalms 12:1Savété ac’hanoun, Aotrou, râk n’eûz mui a zan̄t: râk distéréet eo ar gwirionésiou gan̄t bugalé ann dûd.
Psalms 14:3Eat in̄t holl diwar ann hen̄t mâd (T); didalvez in̄t deûed holl: n’eûz két a rajé ar mâd, n’eûz hini é-béd. Eur béz digor eo hô gargaden; hô zéôdou hô deûz gréat touellérézou; eur c’hon̄tam aspik a zô dindân hô muzellou. Hô génou a zô leûn a zrouk-péden hag a c’houervder; buan eo hô zreid évid skuḻa ar goâd. Mac’hérez ha reûz a zô enn hô hen̄chou; na anavézon̄t két hen̄t ar péoc’h; n’éma két doujan̄s Doué dirâg hô daoulagad.
Psalms 94:16Piou a zavô gan-én̄ a énéb ar ré zrouk? Pé piou a choumô enn hé zâ em c’hichen a-éneb ar ré a ra fallagriez?
Proverbs 8:3War-harz persier kéar, é-tâl ann ôriou é komz, ô lavarout: