The Bible Software
Levr Yirmia · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Yirmia 5

1Id dré holl ruou Jéruzalem, ha gwélit, hag arvestit, ha klaskit enn holl leuriou-kéar, ha c’houi a gavô eunn dén en em rén gan̄t reizded, hag a glask ar wirionez; ha mé a drugarézô anézhi.

2Ma lévéron̄t ivé: Béô eo ann Aotrou; é gaou é touin̄t.

3Da zaoulagad, Aotrou, a zell oud ar wirionez; skôet éc’h eûz gan̄t-hô, ha n’in̄t két bét poaniet; hô brévet éc’h eûz, ha né két fellet d’ézhô digémérout ar c’hélen; lékéat hô deûz hô dremmou kalétoc’h égéd ar méan, ha né két fellet d’ézhô distrei.

4Hôgen mé em eûz lavaret: Martézé n’eûz néméd ar béorien a zô diskian̄t, na anavézon̄t két hen̄t ann Aotrou, na barn hô Doué.

5Mon̄d a rinn éta da gavout ar ré vrâz, hag é komzinn out-hô; râg hî a anavez hen̄t ann Aotrou, ha barn hô Doué. Ha chétu ar ré-zé hô deûz torret kévret ha gwasoc’h ar iéô, ha dispennet ar chadennou.

6Râk-sé léon ar c’hoat a dagô anézhô, bleiz ar pardaez a skrapô anézhô, al léonpard a spiô hô c’heriou; kémen̄d-hini a iélô er-méaz anézhô, a vézô paket; râk paottet eo hô fallagriézou, krévéet eo hô drougiézou.

7Goudé-zé pénaoz éc’h hellinn-mé béza trugarézuz enn da gén̄ver? Da vugalé ho deûz va dilézet, hag hî a dou dré ar ré ha n’in̄t két douéed; hô gwalc’h em eûz rôet d’ézhô, hag hî a zô kouézet enn avoultriez, hag a zô éat d’en em zirolla é tî eur c’hrég fall.

8Deûet in̄t ével kézek a réd hag a c’houirin war lerc’h ar chézékenned; pép-hini a réd war-lerc’h grég hé nésa.

9Ha na gastizinn két kémen̄t-sé, émé ann Aotrou? Ha n’en em ven̄jinn két eûz a eur vrôad ker gwall?

10Piñit war hé muriou, ha diskarit-hô; hôgen n’hé c’hollit két a-grenn; tennit hé c’hreskou, râk n’in̄t két d’ann Aotrou.

11Râk tî Israel ha tî Juda a zô en em savet em énep, émé ann Aotrou.

12Dinac’het hô deûz ann Aotrou, hag hî hô deûz lavaret: N’éma két hén̄; na zeûi droug é-béd war-n-omp; na wélimp nag ar c’hlézé nag ann naounégez.

13Ar broféded hô deûz komzet enn éar, ha né két bét respoun̄tet d’ézhô: hôgen chétu pétrâ a c’hoarvézô gan̄t-hô.

14Ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué ann arméou: O véza ma hoc’h euz komzet ével-sé, é likiinn va c’homziou ével tân enn da c’hénou, hag ar bobl-zé ével koat; hag hén̄ ho dévô. 1$. Chétu mé a zigasô war-n-hoc’h, tî Israel, eur bobl a bell, émé ann Aotrou; eur bobl galloudek, eur bobl kôz, eur bobl ha na anavézi két hé iéz, ha na wézi két pétrâ a lavarô.

15

16Hé dron̄s a vézô ével eur béz digor; kré é vézin̄t holl.

17Hén̄ a zebrô da édou ha da vara; hén̄ a loun̄kô da vipien ha da verc’hed; hén̄ a lazô da zén̄ved ha da zaoud; hén̄ a wastô da winiennou ha da fiézennou; hén̄ a ziskarô gan̄d ar c’hlézé da geriou kré, é péré é lékéez da fisian̄s.

18Hôgen enn deisiou-zé, émé ann Aotrou, n’hô tispenninn két a-grenn.

19Ma livirit: Pérâg ann Aotrou, hon Doué, en deûs-hén̄ gréat kémen̄t-sé d’é-omp? É liviri d’ézhô: Ével ma hoc’h eûz va dilézet, ha ma hoc’h eûz servichet douéed a-ziavéaz enn hô touar hoc’h-unan, ével-sé é servichot diavésidi enn eunn douar ha na vézô két d’é-hoc’h.

20Embannit kémen̄t-sé é tî Jakob, rôit-hen̄ da glévout da Juda, ô lavarout:

21Sélaou, pobl diskian̄t ha diboell: c’houi péré hoc’h eûz daoulagad, ha na wélit két; hoc’h eûz diskouarn, ha na glévit két.

22Ha na zoujot-hu két ac’hanoun, émé ann Aotrou; ha na grénot-hu két dira-z-oun? Mé péhini em euz lékéat ann tréaz da harzou d’ar mor, lézen peûr-baduz, dreist péhini n’az ai két; hé goummou en em géfluskô, ha na hellin̄t két mon̄t pelloc’h; stambouc’ha a rain̄t, ha n’az ain̄t két ébiou.

23Hôgen ar bobl-zé é deuz eur galoun diskrédik ha dispac’huz; en em dennet in̄t, hag in̄t éat-kuît.

24Ha n’hô deûz két lavaret enn hô c’haloun: Doujomp ann Aotrou, hon Doué, péhini a rô d’éomp enn hé amzer ar glaô ken̄ta hag ann divéza, hag a rô déomp péb bloaz eunn éost founnuz.

25Hô fallagriézou hô deuz distroet kémen̄t-sé; hag hô péc’héjou hô deuz miret na rajenn vâd d’hé-hoc’h:

26Râg é-touez va fobl eo en em gavet tud-fallagr, péré a an̄tell lasou ével labouséterien, hag a aoz lingadou ha rouéjou évit paka tûd.

27Ével ma eo leûn eur stoker a laboused, ével-sé hô ziez a zô leûn a douel; dré-zé é teûon̄t da véza brâz ha pinvidik.

28Lard in̄t ha téô; mon̄d a réon̄t dreist va lézen enn eur gwall zoaré. Na zifennon̄t két ann in̄tan̄vez, na rénon̄t két ann emzivad, ha na varnon̄t két gan̄t reizded ar béorien.

29Ha na gastizinn két ann traou-zé, émé ann Aotrou? Ha n’en em ven̄jô két va éné eûz a eur vrôad ker fallagr?

30Traou souézuz hag argarzuz a zô bét gréat war ann douar.

31Ar broféded a ziougané gévier, hag ar véléien a stlaké hô daouarn enn eur veûli; ha va fobl a gavé mâd kémen̄t-sé; hôgen pétrâ a c’hoarvézô gan̄t-han̄ enn divez? ———— VI. PENNAD Disman̄tr Jéruzalem ha Juda.

← Levr Yirmia 4Read In The App, Free →Levr Yirmia 6 →

Study Levr Yirmia 5

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910111213141516171819202122232425262728293031323334353637383940414243444546474849505152