Levr Yirmia 5:10
Piñit war hé muriou, ha diskarit-hô; hôgen n’hé c’hollit két a-grenn; tennit hé c’hreskou, râk n’in̄t két d’ann Aotrou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
9Ha na gastizinn két kémen̄t-sé, émé ann Aotrou? Ha n’en em ven̄jinn két eûz a eur vrôad ker gwall?
11Râk tî Israel ha tî Juda a zô en em savet em énep, émé ann Aotrou.
Cross References
Isaiah 10:5Gwâ Assur, hén̄ eo gwalen ha bâz va frouden; enn hé zourn eo em euz lékéat va buanégez.
Jeremiah 2:21Hôgen mé em eûz da blan̄tet ével eur winien dilennet, deûed holl eûz a had mâd. Pénaoz éta oud-dé trôet évid-oun enn eur blan̄ten fall, gwinien a-ziavéaz?
Jeremiah 5:18Hôgen enn deisiou-zé, émé ann Aotrou, n’hô tispenninn két a-grenn.
Jeremiah 7:4Ha té a lavarô d’ézhô: Ével-henn é lavar ann Aotrou: Néb a zô kouézet, ha na assavô mui? Ha néb a zô trôet diwar hé hen̄t, ha na zistrôiô mui?