The Bible Software
bible.software › Levr Yirmia › Levr Yirmia 6 › Levr Yirmia 6:30

Levr Yirmia 6:30

Galvit-hô arc’han̄t distolet, râg ann Aotrou en deûz hô distolet. ———— VII. PENNAD Ann Aotrou a zifenn out Jérémias na bédô évid ar bobl. l. Chétu ar c’homziou a zeûaz da Jérémias dioud ann Aotrou, ô lavarout: 2 Choum enn da zâ é-tâl dôr ti ann Aotrou; prézég ar gér-man̄ énô, ha lavar: Sélaouit gér ann Aotrou, holl dûd Juda, c’houi péré a zô éat dré ann ôriou-zé évid azeûli ann Aotrou. 3 Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel: Gwellait hoc’h hen̄chou hag hoc’h ôberiou: ha mé a choumô gan-é-hoc’h el léac’h-zé. 4 Na likiit két hô fisian̄s é gériou a c’hévier, ô lavarout: Templ ann Aotrou, templ ann Aotrou, templ ann Aotrou eo. 5 Râk ma reizit mâd hoc’h hen̄chou, hag hoc’h ôberiou; mar grîd eur varn vâd étré eunn dén hag hé nésa. 6 Ma na waskit két ann diavésiad, ann emzivad, hag ann in̄tan̄vez; ma na skuḻit két ar goad dinam el léac’h-man̄, ha ma na heuḻit két ann douéed a-ziavéaz, enn hô reûz hoc’h-unan: 7 Mé a choumô gan-é-hoc’h el léac’h-man̄, enn douar em eûz rôet d’hô tadou a-vikenn ha da-vikenn. 8 Chétu c’houi a lakai hô fisian̄s é gériou a c’hévier, ha na dalvézin̄t két d’é-hoc’h. 9 C’houi a laer, c’houi a lâz, c’houi a ra avoultriez, c’houi a dou é gaou, c’houi a rô braoued-kennig da Vaal, hag a heûḻ douéed a-ziavéaz, péré na anavézit két: 10 Hag oc’h deûet, hag oc’h en em lékéat dira-z-oun enn tî-man̄, é péhini é c’halveur va hanô; hag hoc’h eûz lavaret: Salved omp, pétrâ-bennâg ma hon euz gréat ar fallagriézou-zé. 11 Hag eur c’héô laéroun eo va zî, é péhini eo bét galvet va hanô dira-z-hoc’h? Mé eo, mé eo a zô; mé eo em eûz hô kwélet, émé ann Aotrou. 12 Id d’am léac’h-mé é Silô, é péléac’h em bôa lékéat va hanô er penn-ken̄ta; ha gwélit pétrâ em eûz gréat d’ézhi enn abek da zrougiez va fobl a Israel. 13 Ha bréma, ô véza ma hoc’h eûz gréat kémen̄t-sé, émé ann Aotrou; ô véza ma em eûz komzet ouz-hoc’h ô sével diouc’h ar min̄tin̄; ma em eûz komzet, ha n’hoc’h eûz két klévet; ô véza ma em eûz hô kalvet, ha n’hoc’h eûz két respoun̄tet, 14 É rinn é-kén̄ver ann tî-man̄, é péhini eo galvet va hanô, hag é péhini é likiid hô fisian̄s, hag é-kén̄ver al léac’h em eûz rôet d’é-hoc’h ha d’hô tadou, ével ma em eûz gréat é-kén̄ver Silo. 15 Hag é taolinn ac’hanoc’h a zira-z-oun, ével ma em eûz taolet hoc’h holl vreûdeûr, holl wenn Éfraim. 16 Té éta, na béd két évid ar bobl-zé, na veûl, na na béd ac’hanoun évit-hô, ha na éneb két ouz-in; râk na zélaouinn két ouz-id. 17 Ha na wélez-té két pétrâ a râ ar ré-zé é kériou Juda, hag é leûriou-kéar Jéruzalem. 18 Ar vugalé a zastum ar c’heûneûd, hag ann tadou a énaou ann tân, hag ar gragez a skuḻ druzôni war doaz, évit ôber kouiñou da rouanez ann én̄v, évid ôber sakrifisou da zouéed a ziavéaz, ha va lakaad da héga. 19 Ha mé eo a hégon̄t, émé ann Aotrou? Ha né két hî hô-unan, ô tigas ar véz war hô fenn? 20 Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou: Va frouden ha va buanégez a zô savet war al léac’h-zé, war ann dud, ha war al loéned, ha war wéz ar parkou, ha war frouez ann douar; leski a rai ével tân, ha na vézô két mouget. 2l. Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel: Likid hô loéned-losket war hô viktimou, ha débrit kîk. 22 Râk n’em eûz két lavaret, na gourc’hémennet d’hô tadou, enn deiz ma hô zenniz eûz ann Éjipt, kenniga d’in loéned-losket ha viktimou. 23 Hôgen chétu pétrâ em eûz gourc’hémennet d’ézhô ô lavarout: Sélaouit va mouéz, ha mé a vézô hô Toué, ha c’houi a vézô va fobl; ha baléit enn holl hen̄chou em eûz kémennet d’é-hoc’h, évit ma teûi pép mâd d’é-hoc’h. 24 Hôgen n’hô deûz két sélaouet, n’hô deûz két dinaouet hô skouarn: baléet hô deûz enn hô ioulou, hag é diroll hô gwall galoun; hag hî a zô éat enn hô c’hîz, ha nann enn hô raok, 25 Adaleg ann deiz é péhini eo éat hô zadou er-méaz eûz a vrô ann Éjipt, bété vréma. Ha mé em eûz kaset d’é-hoc’h va holl zervicherien ar broféded bemdez ô sével diouc’h ar min̄tin; hô c’haset em eûz. 26 Hag hî n’hô deûz két va sélaouet, n’hô deûz két dinaouet hô skouarn; hôgen kalédet hô deûz hô fenn, ha gwasoc’h hô deûz gréat égéd hô zadou. 27 Ha té a lavarô kémen̄t-sé d’ézhô, ha n’as sélaouin̄t két; hô gervel a rî; ha na respoun̄tin̄t két d’id. 28 Ha té a lavarô d’ézhô: Chétu ar vrôad péhini né deûz két sélaouet mouéz ann Aotrou hé Doué, ha n’é deûz két digéméret ar c’hélen; ar feiz a zô éat ébiou, er-méaz eo éat eûz hô génou. 29 Touz da vléô, ha taol-hi; ha garm war al lec’hiou uc’hel: râg ann Aotrou en deûz distolet, ha dilézet brôad hé frouden. 30 Râk bugalé Juda hô deûz gréat drouk dira-z-oun, émé ann Aotrou. Lékéat hô deuz hô argarzidigézou enn tî é péhini é oa galvet va hanô, évid hé zaotra.

Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

In The King James Version

Reprobate silver shall men call them, because the LORD hath rejected them.

In Context

29Didalvez eo bét ar végin; enn tân eo bét bévézet ar ploum, enn-aner eo en deûz teûzet ann teûzer; né két bét bévézet hô drougiézou.

31Savet hô deûz léc’hiou uc’hel Tofet, péhini a zô é traon̄ien mâb Ennom, évit leski hô mipien hag hô merc’hed enn tân; ar péz n’em eûz két gourc’hémennet, na mennet em c’haloun.

Read all of Levr Yirmia 6

Cross References

Isaiah 1:22Da arc’han̄t a zô trôet é kenn: da wîn a zô bét kemmesket gan̄d dour.

Ezekiel 22:18Mâb dén, tî Israel a zô bét trôet évid-oun é kenn; holl éz in̄t arem, ha stéan, hag houarn, ha ploum é-kreiz ar fornigel; kenn arc’han̄t in̄t deûet.

This Verse In Other Editions

King James VersionBíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)Библия (Русский)新标点和合本성경 (한국어)الكتاب المقدس باللغة العربية، فان دايكBibbia Diodati (Italiano)Kinh Thánh (Tiếng Việt)Biblia Cornilescu (Română)Polish Biblia Gdanska (1881)Statenvertaling (Nederlands)

Study Levr Yirmia 6:30

Matthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)
← Levr Yirmia 6:29Levr Yirmia 6Levr Yirmia 6:31 →