Levr Yirmia 6
1En em grévait, bugalé Ben̄jamin, é-kreiz Jéruzalem; sonit ar c’horn-boud é Tékua; ha savit ar bannier war Vétakara; râg eunn droug a wéleur war-zû ann han̄ter-nôz, hag eunn disman̄tr brâz.
2Oud eur c’hrég kaer ha kizidik em eûz hévélébékéet merc’h Sion.
3Ar vésérien a zeûi d’hé c’havout gan̄d hô zropellou; hô zeltou a zavin̄t war hé zrô; ha pép-hini a lakai da beûri ar ré a vézô dindân hé zourn.
4Aozit ar brézel out-hi; savit, ha piñomp out-hi é-kreiz ann deiz: gwâ nî, ô véza ma izéla ann deiz, ha ma eo hirréet ar skeûd war ar pardaez.
5Savit, ha piñomp a-zoug ann nôz, ha diskaromp hé ziez.
6Hâg ével-henn é lavar Aotrou ann arméou: Trouc’hid ar c’hoajou ha grîd eur sav-douar war-drô Jéruzalem; kéar va emwél eo; leûn eo a wallou.
7Ével ma rô eur feun̄teun dour ién, ével-sé é rô-hî eunn drougiez ién; fallagriez ha gwastérez a gleveur enn-hi; gwandériou ha gouliou a zâv bépred étrézég enn-oun.
8En em gélenn, ô Jéruzalem, gan̄d aoun n’en em denché va éné diouz-id; gan̄d aoun n’az lakajenn da véza eunn distrô hag eunn douar didud.
9Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou: Bétég ann divéza bôden é vézô kutuḻet Israel, ével eur winien; kâs da zourn trô-war-drô ével ar ven̄démour, ha laka enn da baner.
10Out piou é komzinn-mé, ha piou a bédinn-mé d’am sélaoui? Chétu eo dienwadet hô diskouarn, ha na hellon̄t két klevout; chétu eo deûet disprizuz d’ézhô gér ann Aotrou, ha na fell két d’ézhô hé zigémérout.
11Râk-sé ounn leun eûz a frouden ann Aotrou, hag em eûz béac’h oc’h hé gouzan̄vi; skûl-hi var ar vugalé a zô war ar ruou, ha war strollad ann dud-iaouan̄k kévret; hag ann ozac’h a vézô kéméret gan̄d ar c’hrég, ann dén-kôz gan̄d ann hini leûn a zeisiou.
12Hag hô ziez a dréménô da ré all, hag hô farkou hag hô gragez ivé: râk me a astennô va dourn war ar ré a choum war ann douar, émé ann Aotrou.
13Râg adaleg ar bihana bétég ar brasa, holl en em rôon̄t d’ar bizoni; hag adaleg ar profed bétég ar bélek, pép-hini a douell mar gell.
14Hag hî a louzaoué gouli merc’h va fobl gan̄t mézégez, ô lavarout: Péoc’h, péoc’h; ha na oa két a béoc’h.
15Mézékéet in̄t bét, ô véza ma hô deûz gréat traou argarzuz: pé gen̄toc’h ar véz n’é deûz két hô mézékéet, ha n’hô deûz két gwézet pétrâ é oa rusia; râk-sé é kouézin̄t é-touez ar ré a varvô: é amzer hô emwéligidez é kouézin̄t, émé ann Aotrou.
16Ével-henn é lavar ann Aotrou: Savit war ann hen̄chou, ha gwélit, ha goulennit é-touez ann hen̄chou kôz péhini eo ann hen̄t mâd; ha kerzid enn-han̄; ha c’houi a gavô fréskadurez d’hoc’h énéou. Hag hî hô deûz lavaret: Na gerzimp két.
17Ha mé em eûz lékéat war-n-hoc’h gédérien, ô lavarout: Sélaouit son ar c’horn-boud. Hag hî hô deûz lavaret: Na zélaouimp két.
18Râk-sé sélaouit, brôadou, hag anavézit, tûd strollet, pétrâ a rinn d’ézhô.
19Sélaou, douar: Chétu mé a zigasô drougou war ar bobl-zé, frouez he vénosiou; ô véza n’hô deûz két sélaouet va gériou, ha ma hô deûz distolet va lézen.
20Pérâg é kasit-hu din ézan̄s eûz a Zaba, ha louzou-c’houés-vâd eûz ar brôiou-pell? Hô sakrifisou n’in̄t két hétuz d’in, ha na garann két hô viktimou.
21Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou: Chétu mé a gasô reûsiou war ar bobl-zé; ann tadou a gouézô gan̄d ar vugalé, ann amézek a varvô gan̄d hé amézek.
22Ével-henn é lavar ann Aotrou: Chétu é teû eur bobl eûz a zouar ann han̄ter-nôz; hag eur vrôad vrâz a zavô eûz a harzou ann douar.
23Gan̄t saésiou hag eunn diren en em gannô; krîz eo ha didruez; hé vouéz a rai trouz ével ar môr; hag hî a biñô war hô c’hézek, ével tûd daré d’ar brézel, enn da énep, ô merc’h Sion.
24Ar vrûd anézhô hon eûz klévet, hag hon daouarn a zô dinerzet; ar c’hlac’har a zô bét krôget enn-omp, ével ma krôg ar gwen̄trou enn eur c’hrég é gwilioud.
25N’az ît két er-méaz er parkou, na gerzit két dré ann hen̄chou; râk klézé ann énébour a zô da spoun̄t trô-war-drô.
26Merc’h va fobl, gwisk ar zaé-reûn, hag en em c’hôlô a ludu: gwél gan̄t c’houervder, ével eur vamm a wél diwar-benn hé mâb penn-her; râg ar gwaster a gouézô enn-eunn-taol war-n-omp.
27Da rôet em eûz da arnod kré war va fobl; té hô anavézô, hag a arnodô hô hen̄chou.
28Ar brin̄sed anézhô a zô ivé distrôet eûz hô hen̄t; enn touellérez é valéon̄t, arem hag houarn in̄t; saotret in̄t holl.
29Didalvez eo bét ar végin; enn tân eo bét bévézet ar ploum, enn-aner eo en deûz teûzet ann teûzer; né két bét bévézet hô drougiézou.
30Galvit-hô arc’han̄t distolet, râg ann Aotrou en deûz hô distolet. ———— VII. PENNAD Ann Aotrou a zifenn out Jérémias na bédô évid ar bobl. l. Chétu ar c’homziou a zeûaz da Jérémias dioud ann Aotrou, ô lavarout: 2 Choum enn da zâ é-tâl dôr ti ann Aotrou; prézég ar gér-man̄ énô, ha lavar: Sélaouit gér ann Aotrou, holl dûd Juda, c’houi péré a zô éat dré ann ôriou-zé évid azeûli ann Aotrou. 3 Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel: Gwellait hoc’h hen̄chou hag hoc’h ôberiou: ha mé a choumô gan-é-hoc’h el léac’h-zé. 4 Na likiit két hô fisian̄s é gériou a c’hévier, ô lavarout: Templ ann Aotrou, templ ann Aotrou, templ ann Aotrou eo. 5 Râk ma reizit mâd hoc’h hen̄chou, hag hoc’h ôberiou; mar grîd eur varn vâd étré eunn dén hag hé nésa. 6 Ma na waskit két ann diavésiad, ann emzivad, hag ann in̄tan̄vez; ma na skuḻit két ar goad dinam el léac’h-man̄, ha ma na heuḻit két ann douéed a-ziavéaz, enn hô reûz hoc’h-unan: 7 Mé a choumô gan-é-hoc’h el léac’h-man̄, enn douar em eûz rôet d’hô tadou a-vikenn ha da-vikenn. 8 Chétu c’houi a lakai hô fisian̄s é gériou a c’hévier, ha na dalvézin̄t két d’é-hoc’h. 9 C’houi a laer, c’houi a lâz, c’houi a ra avoultriez, c’houi a dou é gaou, c’houi a rô braoued-kennig da Vaal, hag a heûḻ douéed a-ziavéaz, péré na anavézit két: 10 Hag oc’h deûet, hag oc’h en em lékéat dira-z-oun enn tî-man̄, é péhini é c’halveur va hanô; hag hoc’h eûz lavaret: Salved omp, pétrâ-bennâg ma hon euz gréat ar fallagriézou-zé. 11 Hag eur c’héô laéroun eo va zî, é péhini eo bét galvet va hanô dira-z-hoc’h? Mé eo, mé eo a zô; mé eo em eûz hô kwélet, émé ann Aotrou. 12 Id d’am léac’h-mé é Silô, é péléac’h em bôa lékéat va hanô er penn-ken̄ta; ha gwélit pétrâ em eûz gréat d’ézhi enn abek da zrougiez va fobl a Israel. 13 Ha bréma, ô véza ma hoc’h eûz gréat kémen̄t-sé, émé ann Aotrou; ô véza ma em eûz komzet ouz-hoc’h ô sével diouc’h ar min̄tin̄; ma em eûz komzet, ha n’hoc’h eûz két klévet; ô véza ma em eûz hô kalvet, ha n’hoc’h eûz két respoun̄tet, 14 É rinn é-kén̄ver ann tî-man̄, é péhini eo galvet va hanô, hag é péhini é likiid hô fisian̄s, hag é-kén̄ver al léac’h em eûz rôet d’é-hoc’h ha d’hô tadou, ével ma em eûz gréat é-kén̄ver Silo. 15 Hag é taolinn ac’hanoc’h a zira-z-oun, ével ma em eûz taolet hoc’h holl vreûdeûr, holl wenn Éfraim. 16 Té éta, na béd két évid ar bobl-zé, na veûl, na na béd ac’hanoun évit-hô, ha na éneb két ouz-in; râk na zélaouinn két ouz-id. 17 Ha na wélez-té két pétrâ a râ ar ré-zé é kériou Juda, hag é leûriou-kéar Jéruzalem. 18 Ar vugalé a zastum ar c’heûneûd, hag ann tadou a énaou ann tân, hag ar gragez a skuḻ druzôni war doaz, évit ôber kouiñou da rouanez ann én̄v, évid ôber sakrifisou da zouéed a ziavéaz, ha va lakaad da héga. 19 Ha mé eo a hégon̄t, émé ann Aotrou? Ha né két hî hô-unan, ô tigas ar véz war hô fenn? 20 Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou: Va frouden ha va buanégez a zô savet war al léac’h-zé, war ann dud, ha war al loéned, ha war wéz ar parkou, ha war frouez ann douar; leski a rai ével tân, ha na vézô két mouget. 2l. Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel: Likid hô loéned-losket war hô viktimou, ha débrit kîk. 22 Râk n’em eûz két lavaret, na gourc’hémennet d’hô tadou, enn deiz ma hô zenniz eûz ann Éjipt, kenniga d’in loéned-losket ha viktimou. 23 Hôgen chétu pétrâ em eûz gourc’hémennet d’ézhô ô lavarout: Sélaouit va mouéz, ha mé a vézô hô Toué, ha c’houi a vézô va fobl; ha baléit enn holl hen̄chou em eûz kémennet d’é-hoc’h, évit ma teûi pép mâd d’é-hoc’h. 24 Hôgen n’hô deûz két sélaouet, n’hô deûz két dinaouet hô skouarn: baléet hô deûz enn hô ioulou, hag é diroll hô gwall galoun; hag hî a zô éat enn hô c’hîz, ha nann enn hô raok, 25 Adaleg ann deiz é péhini eo éat hô zadou er-méaz eûz a vrô ann Éjipt, bété vréma. Ha mé em eûz kaset d’é-hoc’h va holl zervicherien ar broféded bemdez ô sével diouc’h ar min̄tin; hô c’haset em eûz. 26 Hag hî n’hô deûz két va sélaouet, n’hô deûz két dinaouet hô skouarn; hôgen kalédet hô deûz hô fenn, ha gwasoc’h hô deûz gréat égéd hô zadou. 27 Ha té a lavarô kémen̄t-sé d’ézhô, ha n’as sélaouin̄t két; hô gervel a rî; ha na respoun̄tin̄t két d’id. 28 Ha té a lavarô d’ézhô: Chétu ar vrôad péhini né deûz két sélaouet mouéz ann Aotrou hé Doué, ha n’é deûz két digéméret ar c’hélen; ar feiz a zô éat ébiou, er-méaz eo éat eûz hô génou. 29 Touz da vléô, ha taol-hi; ha garm war al lec’hiou uc’hel: râg ann Aotrou en deûz distolet, ha dilézet brôad hé frouden. 30 Râk bugalé Juda hô deûz gréat drouk dira-z-oun, émé ann Aotrou. Lékéat hô deuz hô argarzidigézou enn tî é péhini é oa galvet va hanô, évid hé zaotra.
31Savet hô deûz léc’hiou uc’hel Tofet, péhini a zô é traon̄ien mâb Ennom, évit leski hô mipien hag hô merc’hed enn tân; ar péz n’em eûz két gourc’hémennet, na mennet em c’haloun.
32Râk-sé chétu é teûi ann deisiou, émé ann Aotrou, é péré na vézô mui galvet Tofet, na traon̄ien mâb Ennom; hôgen traon̄ien al lazérez; hag hî a vésiô é Tofet, ô véza na vézô léac’h all é-béd.
33Ha korfou marô ar bobl-zé a vézô da voéd da laboused ann én̄v, ha da loéned ann douar; ha na vézô dén évid hô c’has-kuît.
34Ha mé a lakai da éhana é kériou Juda, hag é leûriou-kéar Jéruzalem, ar vouéz a lîd, hag ar vouéz a lévénez, mouéz ar pried, ha mouéz ar bried. Râg ann douar holl a vézô glac’haret. ———— VIII. PENNAD Disman̄tr ar Judéa.