Levr Yirmia 7:3
Hag ar ré holl péré a vézô choumet eûz ar gwall wenn-zé, péré em bézô distolet ha dilézet, a zilennô ken̄toc’h ar marô égéd ar vuez, émé Aotrou ann arméou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Ezra 10:11Ha bréma meûlit ann Aotrou, Doué hô tadou, ha grîd ar péz a zô hétuz d’ézhan̄, ha pellait diouc’h poblou ann douar ha diouc’h ar gragez a-ziavéaz.
Isaiah 1:16En em walc’hit, bézit glân, tennit a zirâk va daoulagad drougiez hô ménosiou: éhanit ôber drouk;
Isaiah 55:7War eur ménez uc’hel-brâz éc’h eûz lékéat da wélé; hag oud piñet dî évit laza hostivou.
Jeremiah 7:5Pérâg éta eo trôet diouz-in ar bobl-zé eûz a Jéruzalem, gan̄d eur gasoni ken dalc’huz? En em rôet in̄t d’ar gévier, ha né két fellet d’ézhô distrei.
Jeremiah 18:11Hag é liviri d’ézhô: Ével-henn é lavar Aotrou, ann arméou: Ével-sé é vrévinn ar bobl-zé, hag ar géar-zé, ével ma eo brévet ar pôd prî, ha na hell mui don̄d d’hé stad gen̄ta; hag hî a vézô bésiet é Tofet, ô véza na vézô mui léac’h all é-béd évit bésia.
Jeremiah 35:15Jérémias éta ô véza bét lékéat enn eur vac’h zoun ha téval, a choumaz énô meûr a zervez.