The Bible Software
Levr Yirmia · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Yirmia 7

1Enn amzer-zé, émé ann Aotrou, é taolin̄t eskern rouéed Juda, hag eskern hé brin̄sed, hag eskern ar véleien, hag eskern ar broféded, hag eskern ar ré a choumé é Jéruzalem, er-méaz eûz hô béz.

2Hag hi hô skiñô oud ann héol, hag oud al loar, hag oud holl armé ann én̄vou, hô deûz kaset, hô deûz servichet, war heûl péré hô deûz baléet, hô deûz en̄klasket, hag hô deûz azeûlet. Na vézin̄t két dastumet ha na vézin̄t két bésiet; da deil é vézin̄t war-c’horré ann douar.

3Hag ar ré holl péré a vézô choumet eûz ar gwall wenn-zé, péré em bézô distolet ha dilézet, a zilennô ken̄toc’h ar marô égéd ar vuez, émé Aotrou ann arméou.

4Ha té a lavarô d’ézhô: Ével-henn é lavar ann Aotrou: Néb a zô kouézet, ha na assavô mui? Ha néb a zô trôet diwar hé hen̄t, ha na zistrôiô mui?

5Pérâg éta eo trôet diouz-in ar bobl-zé eûz a Jéruzalem, gan̄d eur gasoni ken dalc’huz? En em rôet in̄t d’ar gévier, ha né két fellet d’ézhô distrei.

6Hô sélaouet em eûz, hô arvestet em eûz; hini anézhô na gomz hervez ar reiz; hini anézhô na râ pinijen eûz hé béc’hed, ô lavarout: Pétrâ em euz-mé gréat? Holl é trôon̄t war-zû hô gwall ioulou ével eur marc’h a ia gan̄d err d’ar stourm.

7Ar skoul a anavez hé amzer enn én̄v; ann durzunel, ar gwennéli hag ar zigouñ a oar é pé amzer é tléon̄t mon̄d ébiou; hôgen va fobl n’en deûz két anavézet barn ann Aotrou.

8Pénaoz é livirit-hu: Fûr omp, ha lézen ann Aotrou a zô gan-é-omp? Pluen gaouiad ar skribed n’é deûz skrivet német gévier.

9Ar ré fûr a zô karget a vez; spoun̄tet ha paket in̄t; râg gér ann Aotrou hô deûz distolet, ha n’eûz furnez é-béd enn-hô.

10Râk-sé é rôinn hô gragez d’ann diavésidi, hag hô farkou é digwéz da ré all; râg adaleg ar bihana bétég ar brasa é klaskon̄t hô gounid; adaleg ar profed bétég ar bélek, holl é réon̄t gaou.

11Hag hî a fellé d’ézho enn hô méz iac’haat gouliou merc’h va fobl, ô lavarout: Péoc’h, péoc’h; pa na oa két a béoc’h,

12Méz hô deûz, ô véza ma hô deûz gréat traou argarzuz; hag ouc’h-penn n’hô deûz két bét a véz, ha n’hô deuz két rusiet; dré-zé é kouézin̄t é-mesk ar ré a vézô dispennet, é amzer hô emwél é vézin̄t dispennet, émé ann Aotrou.

13Hô strolla a rinn kévret, émé ann Aotrou. Na vézô két a rézin oud ar gwini, na vézô két a fiez oud ar gwéz-fiez, ann déliou a gouézô: hag ar péz em bôa rôet d’ézhô a iélô ébiou.

14Pérâg é choumomp-ni azézet? En em strollit ha déomp er c’heriou kré, ha tavomp énô; râg ann Aotrou hon Doué, en deûz hol lékéat da sével, hag en deûz rôet d’é-omp dour béstl da éva, ô véza ma hon eûz péc’het a-éneb ann Aotrou.

15Ar péoc’h a c’hortozemp, ha n’eo deûet nétrâ a vâd: amzer ar barédigez, ha chétu ar spoun̄t.

16Eûz a Zan é kléveur fronélléréz hé gézek, horellet eo ann douar holl gan̄d ar vouéz hag ann trouz eûz hé vrézélidi; râg hî a zô deûet, hag hô deûz loun̄ket ann douar, ha kémen̄d a zô enn-han̄; ar géar, hag ar ré a choumé enn-hi.

17Râk chétu é kasinn ouz-hoc’h aéred, baziliked, out péré n’eûz két a vréou; hag hî a zan̄tô ac’hanoc’h, émé ann Aotrou.

18Va glac’har a zô dreist pép glac’har, va c’haloun a zô gwén̄vét enn-oun.

19Chétu mouéz merc’h va fobl a c’harm eûz a eur vrô bell; ha n’éma két ann Aotrou é Sion, ha n’éma két hé roué enn-hi? Pérâk éta hô deûs-hi va lékéat da vuanékaat gan̄d hô skeûdennou, hag hô gwandériou a-ziavéaz?

20Tréménet eo ar médérez, éat eo ann han̄v ébiou, ha nî n’omp két dieûbet.

21Brévadur merc’h va fobl a vrév ac’hanoun, glac’haret ounn, ar spoun̄t a zô krôget enn-oun.

22Ha n’eûz két a valzam é Galaad? Ha n’eûz két a vézek énô? Pérâg éta né két serret kleizen merc’h va fobl? ———— IX. PENNAD Reûsiou a dlé kouéza war ar Judéa.

← Levr Yirmia 6Read In The App, Free →Levr Yirmia 8 →

Study Levr Yirmia 7

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910111213141516171819202122232425262728293031323334353637383940414243444546474849505152