Levr Yirmia 8:16
Ha mé hô skiñô é-mesk brôadou ha na anavézen̄t két hî nag hô zadou; hag é kasinn ar c’hlézé war hô lerc’h, kén na vézin̄t dispennet.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Judges 5:22Karn ar c’hézek a zô kouézet, gan̄d ann err eûz ar ré a déc’hé hag eûz ar ré gréva é-touez ann énébourien péré en em strinké enn torrôd.
Judges 20:1Neûzé holl vugalé Israel a iéaz er-méaz, hag en em zastumaz holl ével eunn dén hép-kén, adalek Dan bété Bersabéé ha douar Galaad, étrézég ann Aotrou é Masfa.
Psalms 24:1Ann douar a zô d’ann Aotrou, ha kémen̄d a zô enn-han̄: ar béd holl, ha kémen̄d a choum enn-han̄.
Jeremiah 4:15Râg eur vouéz a rô kelou eûz a Zan, hag a rô da anaout ann idol a zô war vénez Éfraim.
Jeremiah 6:23Gan̄t saésiou hag eunn diren en em gannô; krîz eo ha didruez; hé vouéz a rai trouz ével ar môr; hag hî a biñô war hô c’hézek, ével tûd daré d’ar brézel, enn da énep, ô merc’h Sion.
Jeremiah 47:3Iûd, Hesébon, ô véza ma eo bét gwastet Hai: garmit, merc’hed Rabbat, likiit séier-reûn da c’houriz: gwélit ha rédit enn-drô d’ar c’haéou; ô véza ma vézô kaset Melkom é sklavérez, ha gan̄t-han̄ hé véléien hag hé brin̄sed.