Levr Yirmia 8
1Piou a rôiô dour d’am penn, hag eur feun̄teun a zaérou d’am daoulagad? Hag é wélinn nôz-deiz war vugalé merc’h va fobl a zô bét lazet.
2Piou am lakai da gavout enn distrô, eunn herbec’h d’ann ergerzerien, évit ma tilézinn va fobl, ha ma pellainn diout-hô? Râg avoultrérien in̄t holl, eur vagad gwallérien.
3Hag hî hô deûz steñet hô zéôd ével eur wareg a c’hévier, ha nann a wirionez; en em grévéet in̄t war ann douar, râk mon̄d a réon̄t a zroug é drouk, ha n’am anavézon̄t két, émé ann Aotrou.
4R’en em virô pép-hini eûz hé nésa, ha na fisiet hini enn hé vreûr; râk peb breûr a ziarbenn hé vreûr, ha pép miñoun a valé enn touellérez.
5Pép-hini a râ goab eûz hé vreûr, ha na lévéron̄t két ar wirionez: râg desket hô deûz hô zéôd da lavarout géviér; poelladi a réon̄t da ôber fallagriez.
6Éma da dî é-kreiz ann touellérez; enn hô zouellérez hô deûz dinac’het va anaout, émé ann Aotrou.
7Râk-sé ével-henn é lavar Aotrou ann arméou: Chétu é teûzinn hag é arnodinn anézhô; râk pétrâ all a rinn-mé é-kén̄ver merc’h va fobl?
8Eur zaez lemm eo hô zéôd, touellérez a lavar; hô génou a gomz a béoc’h gan̄d hô miñoun, hag e-kûz é aozon̄t spiou d’ézhañ.
9Ha na emwélinn két ar ré-zé, émé ann Aotrou? Ha na en em veñjo két va éné eûz a eur vrôad ker fallagr?
10War ar ménésiou é savinn gwélvan ha keinvan, ha glac’har war al lec’hiou dudiuz eûz ann distrô; ô véza ma in̄t bét losket, ha na drémen mui dén dré énô, ha na gléveur mui mouéz hô ferc’hen; adaleg evned ann én̄v bété léoned ann douar, holl in̄t tec’het, holl in̄t éat-kuît.
11Berniou grouan a rinn eûz a Jéruzalem, ha kéviou d’ann aéred; keriou Juda a likiinn da véza disman̄tret, ha na choumô dén enn-hô.
12Piou eo ann dén fûr, a boellô kémen̄t-man̄, ha da biou é helleur rei da glévout gér génou ann Aotrou, évit ma he embannô; pérâg eo bét disman̄tret ann douar-zé, ha ma eo bét losket ével eunn distrô, ha na drémen dén dré énô?
13Hag ann Aotrou a lavaraz: ô véza ma hô deûz dilézet va lézen, em boa rôet d’ézhô, ha n’hô deuz két sélaouet va mouéz, ha n’hô deûz két baléet enn-hi;
14Hôgen ma hô deûz kerzet da heûl direizted hô c’haloun, ha da heûl Baal, ével ma hô deuz hé zesket gan̄d hô zadou.
15Râk-sé ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel: Chétu mé a voétô ar bobl-zé gan̄d huélen-c’houérô, hag a rôiô da éva d’ézhan̄ dour béstl.
16Ha mé hô skiñô é-mesk brôadou ha na anavézen̄t két hî nag hô zadou; hag é kasinn ar c’hlézé war hô lerc’h, kén na vézin̄t dispennet.
17Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel: Arvestit, ha galvit ar gwélérézed évit ma teûin̄t; ha kasit étrézég ar ré fura anézhô ma teûin̄t buhan.
18Hasten̄t, ha saveñt keinvan war-n-omp; ra zeûiô daérou eûz hon daoulagad, ha ra zirédô dour eûz a groc’hen hon daoulagad,
19Râk klévet eo bét eur vouéz a geinvan eûz a Zion: Pénaoz omp-ni bét disman̄tret, ha mézékéet enn doaré-zé? O véza ma hon eûz dilézet hon douar, ô véza ma eo bét diskaret hon tiez.
20Sélaouit éta, gragez, gér ann Aotrou; rôit skouarn da lavar hé c’hénou: deskit keinvan d’hô merc’hed, ha glac’har ann eil d’ébén;
21Râk piñet eo ann an̄kou dré hor prénestrou, éad eo enn hon tiez, évit laza hor bugalé vihan er ruou, hag hon tud-iaouan̄k é leûriou-kéar.
22Komz. Ével-henn é lavar ann Aotrou: Korfou-marô ann dûd a gouézô ével teil war-c’horré ann douar, hag ével ma kouéz ann drammou éd war-lerc’h ar védérien, hép ma tastum dén anézhô.
23Ével-henn é lavar ann Aotrou: Na fougéet két ann dén fur gan̄d hé furnez, ha na fougéet két ann dén kré enn hé grévder, ha na fougéet két ann dén pinvidik enn hé binvidigez.
24Hôgen néb a fougéô, fougéet é kémen̄t-man̄: gouzout hag anaout pénaoz eo mé ann Aotrou, a ra trugarez, ha barnédigez, ha reizted war ann douar; râk kémen̄t-sé a zô hétuz d’in, émé ann Aotrou.
25Chétu é teûiô ann deisiou, émé ann Aotrou, é péré é emwélinn kémen̄d-hini a zô emwadet.
26Ann Éjipt, ha Juda, hag Édom, ha bugalé Ammon, ha Moab, hag ar ré holl péré a douz hô bléô, hag a choum enn distrô; râg ann holl vrôadou- zé a zô dienwad; hôgen holl vugalé Israel a zô dienwad a galoun. ———— X. PENNAD Na dléeur da zouja nag arouéziou ann én̄v nag ann idolou.