Levr Yirmia 9:21
Râg ar vésérien hô deûz embréget enn eunn doaré diskian̄t, ha n’hô deûz két klasket ann Aotrou; dré-zé in̄t bét diboell, hag hô holl zén̄ved a zô bét skiñet.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Jeremiah 6:11Râk-sé ounn leun eûz a frouden ann Aotrou, hag em eûz béac’h oc’h hé gouzan̄vi; skûl-hi var ar vugalé a zô war ar ruou, ha war strollad ann dud-iaouan̄k kévret; hag ann ozac’h a vézô kéméret gan̄d ar c’hrég, ann dén-kôz gan̄d ann hini leûn a zeisiou.
Jeremiah 8:2Piou am lakai da gavout enn distrô, eunn herbec’h d’ann ergerzerien, évit ma tilézinn va fobl, ha ma pellainn diout-hô? Râg avoultrérien in̄t holl, eur vagad gwallérien.
Ezekiel 9:5Ha mé hé glévaz ô lavarout d’ar ré all: Id a-dreûz kéar war hé lerc’h ha skôit; na espernet két hô lagad, ha n’hô pézet két a druez.
Amos 5:2Gwerc’hez Israel a zô kouézet d’ann douar, ha n’eûz dén évid hé sével.
Zephaniah 1:17Ha mé a en̄krézô ann dûd, hag hî a valéô évél tûd dall, ô véza ma hô deûz péc’het a-éneb ann Aotrou: hag hô goad a vézô skuḻet ével poultr, hag hô c’horfou-marô a zeûi ével teil.