Levr Sefania 1:17
Ha mé a en̄krézô ann dûd, hag hî a valéô évél tûd dall, ô véza ma hô deûz péc’het a-éneb ann Aotrou: hag hô goad a vézô skuḻet ével poultr, hag hô c’horfou-marô a zeûi ével teil.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
16Deiz korn-boud ha trouz, a-éneb ar c’heriou kré, hag ann touriou uc’hel.
Cross References
Psalms 79:2Rôet hô deûz korfou-marô da zervicherien da voéd da evned ann én̄v; ha kîk da zen̄t da loéned ann douar.
Psalms 83:10Dispennet é oen̄t é Endor; ével teil ann douar é teûjon̄t.
Isaiah 59:9Hô gwenn a vézô anavézet é-mesk ar brôadou, hag hô c’hreskou é-touez ar boblou: ar ré holl péré hô gwélô, hô anavézô évit béza ar wenn a zô bét benniget gan̄d ann Aotrou.
Jeremiah 2:17Ha né két bét c’hoarvézet kémen̄t-sé gan-éz, ô véza ma éc’h eûz dilézet ann Aotrou da Zoué, enn amzer ma réné ac’hanod enn da hen̄t?