Levr Job 1:19
Eunn avel gré-meûrbéd a zô savet enn eunn taol eûz ann distrô, hag en deûz skôet out pévar c’horn ann tî, a zô bét diskaret, hag en deûz flastret da vugalé, péré a zô marô; ha n’eûz tec’het néméd-oun evid hé rei da anaout d’id.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
2 Samuel 18:33Neûzé ar roué a oé glac’haret brâz, a biñaz er gampr a-ziouc’h ar pors, hag a wélaz. Hag ével-henn é lavaré enn eur von̄t: Va mâb Absalom, Absalom va mâb: piou a lakai ac’hanoun da vervel évid-od, Absalom va mâb, va mâb Absalom? ———— XIX. PENNAD. Joab a laka David d’en em ziskouéza d’ar bobl. Mifiboset a tô digémeret gan̄t ar roué.
Jeremiah 4:11Enn amzer-zé é vézô lavaret d’ar bobl-man̄ ha da Jéruzalem: Eunn avel leskidik a c’houéz é hen̄chou distrô merc’h va fobl, nann évit niza nag évit skarza.
Luke 13:1Enn hévéleb amzer é teûaz hiniennou da lavaroud da Jézuz diwar-benn ar Galiléed, goâd péré en doa mesket Pilat gan̄d hô sakrifisou.