Levr Job 1
1Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr troet gant Le Gonidec. L. Prud’homme, 1866 ( Levr kentañ Eil levr, p. 613-647) ◄ Levr Ester Levr Job Levr ar Psalmou ► LEVR JOB. ———— I. PENNAD. Doué a aotré d’ann diaoul tempti Job. 1 Béz’ éz oa eunn den é brô Hus, hanvet Job; hag ann dén-zé a oa eeun ha reiz; hag hen̄ a zoujé Doué, hag a dec’hé diouc’h ann drouk.
2Ganet é oé d’ézhan̄ seiz mâb, ha teir merc’h.
3Hag hén̄ en dôa enn hé gers seiz mil dan̄vad, ha tri mil kan̄val, ha pemp kan̄t koublad éjenned, ha pemp kan̄t azénez; ha c’hoaz kalz a vévellou. Hag hén̄ a oa eunn dén brudet-brâz é-touez ré ar sâv-héol.
4Hag hé vipien a iéa, hag a réa banvez enn hô ziez, pép-hini d’hé zeiz, hag hî a gasé da dî hô c’hoarézed évit hô fédi da zon̄t da zibri ha da éva gan̄t-hô.
5Ha p’hô dôa gréat ann deisiou banvez-zé pép-hini d’hé zeiz, Job a gasé étrézég enn-hô, hag a zan̄télé anézhô; hag ô sével diouc’h ar min̄tin, é kennigé sakrifisou-losk évit pép hini anézhô. Râg hén̄ a lavaré: Martézé hô deûz péc’het va mipien, ha n’hô deûz két benniget Doué enn hô c’haloun. Ével-sé é réa Job bemdez.
6Eunn deiz a oé é savaz ann élez (M) mipien Doué, dirâg ann Aotrou, ha Satan a iéaz ivé enn hô zouez.
7Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄: A béléac’h é teûez-té? Hag hén̄ a respoun̄taz hag a lavaraz: Trô ann douar em eûz gréat, ha kerzet em eûz eûz ann eil penn d’égilé anézhan̄.
8Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄: Ha n’éc’h eûz-té két sellet out Job, va servicher, out péhini n’eûz dén é-béd hén̄vel war ann douar, dén eeun ha reiz, hag a zouj Doué, hag a dec’h diouc’h ann drouk?
9Ha Satan a respoun̄taz hag a lavaraz: Hag enn-aner eo é touj Doué Job?
10Ha n’éc’h eûz-té két kaéet trô-war-drô d’ézhan̄, ha d’hé dî, ha d’hé holl drâ? Ha n’éc’h eûz-té két benniget ôberiou hé zaouarn, ha kémen̄d en deûz ha na gresk-hén̄ két war ann douar?
11Hôgen astenn eunn nébeût da zourn, ha skô war gémen̄t a zô d’ézhan̄, hag é wéli ma na villigô két ac’hanod dira-z-oud.
12Hag ann Aotrou a lavaraz da Zatan: Chétu kémen̄d a zô d’ézhan̄ a zô enn da zourn; hôgen na astenni két da zourn war-n-ézhan̄. Ha Satan a iéaz-kuît eûz a zirâg ann Aotrou.
13Hôgen eunn deiz a oé, pa édô mipien ha merc’hed Job ô tibri hag oc’h éva gwîn é-tî hô breûr héna,
14É teûaz eur c’hannad da gavout Job, hag a lavaraz d’ézhan̄: Ann éjenned a aré, hag ann azénézed a beûré enn hô c’hichen,
15Hag ar Sabéed a zô en em strin̄ket war-n-ézhô, hag hô deûz hô skrapet holl; ar baotred hô deûz lazet gan̄d ar c’hlézé, ha n’eûz tec’het néméd-oun évid hé rei da anaout d’id.
16Pa gomzé c’hoaz hé-man̄, é teûaz eunn all hag a lavaraz: Tân Doué a zô kouézet eûz ann én̄v, hag en deûz dévet ann dén̄ved hag ar baotred, ha n’eûz tec’het néméd-oun évid hé rei da anaout d’id.
17Pa gomzé c’hoaz hé-man̄, é teûaz eunn all nag a lavaraz: Ar C’haldéed hô deûz gréat teir ban̄den, hag a zô en em daolet war ar gan̄valed, hag hô deûz hô skrapet; ar baotred hô deûz ivé lazet gan̄d ar c’hlézé, ha n’eûz tec’het néméd-oun évid hé rei da anaout d’id.
18Pa gomzé c’hoaz hé-man̄, é teûaz eunn all hag a lavaraz: Pa edô da vipien ha da verc’hed ô tibri hag oc’h eva gwîn é-tî hô breûr hena,
19Eunn avel gré-meûrbéd a zô savet enn eunn taol eûz ann distrô, hag en deûz skôet out pévar c’horn ann tî, a zô bét diskaret, hag en deûz flastret da vugalé, péré a zô marô; ha n’eûz tec’het néméd-oun evid hé rei da anaout d’id.
20Neûzé é savaz Job, hag é rogaz hé ziḻad, ha goudé béza touzet hé benn, en em daolaz d’ann douar, hag éc’h azeûlaz,
21Hag é lavaraz: Noaz ounn deûet eûz a gôv va mamm, ha noaz é tistrôinn dî; ann Aotrou en dôa rôet, ann Aotrou en deûz tennet; ével ma eo plijet gan̄d ann Aotrou, eo bét c’hoarvézet; ra vézô benniget hanô ann Aotrou.
22É kémen̄t-sé na béc’haz két Job gan̄d hé vuzellou, ha na lavaraz nétrâ a zireiz a-énep Doué. ———— II. PENNAD. Eur gouli brâz a zâv war gorf Job. Hé c’hrég a heskin anézhan̄.